Teiroberenn Millennium

Teiroberenn Millennium a zo un heuliad tri romant-polis bet skrivet gant ar skrivagner svedat Stieg Larsson. Lisbeth Salander ha Mikael Blomkvist eo an div dudenn bennañ a gaver er romantoù. E miz Mae 2010 e oa bet gwerzhet 27 milion a skouerennoù eus al levrioù er bed a-bezh.[1]

An tri romant

  • Män som hatar kvinnor embannet e 2005
  • Flickan som lekte med elden embannet e 2006
  • Luftslottet som sprängdes embannet e 2007

Ar pevare romant

A-raok mervel trumm e miz Du 2004 e skrivas Larsson an tri c'hard eus ar pevare romant. E vignonez, Eva Gabrielsson hec'h anv, a zo perc'henn war an urzhiataer m'emañ ar skrid ennañ, ha marteze ez eus ivez steuñvioù ur romant all pe zaou.[1],[2]

Notennoù