Traonienn Varetons


Traonienn Varetons pe Barétous, pe Vath de Varetons (en gwaskoneg ) pe Vallée de Barétous (e galleg), zo unan eus teir zraonienn Bearn er Pireneoù, gant ar vath d'Aspa hag ar vath d'Aussau. Klotañ a ra gant kanton Aramitz.

Traonienn Varetons, gwelet eus Izarbe

Er c'hreisteiz dezhi emañ Traonienn Erronkari, e Nafarroa, dre ode ar Pèira Sant Martin.

Kumunioù

6 kumun an draonienn eo 6 kumun kanton Aramits.

  • Aràmits (Aramitze en euskareg, Aramits e galleg ), ar pennkanton, brudet dre ar mouskeder Enric d'Aràmits
  • Lana en Varetons (Landa en euskareg, Lanne-en-Barétous e galleg), ,
  • Areta (Ereta en euskareg, Arette e galleg), damzistrujet gant ur c'hren-douar e 1967.
  • Ansa (Arhantze en euskareg, Ance e galleg),
  • Hiars (Inhasi en euskareg, Féas e galleg ),
  • Issòr (Izorra en euskareg, Issor e galleg), kavell Joan Martin Pueyrredon, kentañ prezidant Arc'hantina.

Kaerderioù

Auñamendi


  • Auñamendi, ar menez anvet pic d'Anie e galleg.