Troad aversivel

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad aversivel (saoz.: aversive case) pe troad evitativel (saoz. evitative case) evit komz eus un droad a dalvez da verkañ un anv m'en devez unan bennak aon razañ.

Implijet e yezhoù ar bed

Un droad ral-kenañ eo homañ, implijet gant yezhoù komzet en Aostralia nemetken:

  • Arrernteg
  • Djabugayeg
  • Gumbaynggireg
  • Marri Ngarreg
  • Marrithiyeleg
  • Walmajarrieg
  • Warlmanpaeg
  • Warlpirieg
  • Warumungueg
  • Yidinyeg

Skouerioù

  • Da skouer e walmajarrieg:
Yapa-warntipa-lutjurtu-karrarlalaparnkanjanatji-karti.
bugel-ABS..LIES.DISK.-intpoultr-AVERSIVELtec'hjontmougev-ALL.
"Klask goudor er mougev a rejont ar vugale o tec'hout rak ar barrd-poultr"
  • Da skouer e djabugayeg:
Djama-lanŋawuyarrnga-nj.
naer-AVERSIVELmekaout aon-TREMEN.
"Aon am boa rak an naer"

Implijoù all

Implijet e c'hell bezañ an droad aversivel ivez gant ur verb implijet evel anv-kadarn ganti da ster "gant aon na".

Levrlennadur:

  • Dixon, R. M. W. (2002). Australian Languages: Their Nature and Development. Cambridge University Press. ISBN 0-521-47378-0.