Troad postesivel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad postesivel (saoz.: postessive case) evit komz eus un droad, o klotaat mui-pe-vui gant an araogenn "a-dreñv" e brezhoneg.
Implijet e vez gant al lezgieg, savet dre ouzhpennañ al lostger ("-хъ"; -qh) d'ar stumm ergativel, da skouer
- Implij gant ar ster orin
Ral a wezh e vez implijet an droad-mañ gant he ster rik, da skouer:
- "Вири столдихъ ацукьнава"
- viri stoldiqh atsouqnava
- "Azezet emañ an holl ouzh (d.l.e "a-dreñv") an daol"
- Implijoù astennet o ster
- talvezout a ra aliesoc'h da verkañ an hini a zo perc'henn war un dra bennak pe gantañ un dra bennak ("kaout"), da skouer:
- "Вахъ вахт авани?"
- vaqh vac'ht avani
- "Hag an eur ac'h eus?" (d.l.e. "hag amzer ez eus a-dreñv dit?"
- "Захъ маса теклиф ава"
- zaqh masa teklif ava
- "Ur c'hinnig disheñvel am eus"
- talvezout a c'hell ivez da verkañ an eskemm, da skouer:
- "За зи балкIан цIуд хипехъ гана"
- za zi balk'an ts'ud c'hipeqh gana
- "Reiñ a ris ma marc'h hag en eskemm (e resevis) dek penn-dañvad"
Mammennoù:
Levrlennadur:
Haspelmath, Par Martin (1993) A Grammar of Lezgian, Walter de Gruyter
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañDibar:KlaskEil Brezel-bedWikipediaWikipedia:Porched ar gumuniezhPatrick Le BescoKantikou Brezonek Eskopti Kemper ha LeonWikipedia:SkoazellBrezhonegSimo HäyhäDukarkBloavezhioù 530Wikipedia:Kumuniezh/An davarnEuropaWikipedia:Pajennoù da nullañMoudennSkoazell:Kont implijerRouantelezh-UnanetWikipedia:Diwar-bennHengerddMarie-Antoinette AostriaStadoù-Unanet AmerikaA Little RomanceAnnie OakleyPorched:TimbrouriezhWikipedia:Pajenn bersonelWikipedia:Porched ar porchedoùLimaRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorDibar:MaC'haozeadennoùMosin-NagantBengaluruJuan Antonio VillacañasFlandrez FrañsFellasionSkoazell:SkoazellFanny Hill