Une chambre en ville

Une chambre en ville (Ur gambr e kêr e brezhoneg) zo ur film gall, sevenet gant ar filmaozour breizhat Jacques Demy e 1982.

Fichenn deknikel

Patrice Martineau ha Denis Epstein a oa bet dibabet da skoazellerien seveniñ er film-mañ.

An danvez

1955 : skoet eo Naoned gant argadoù feuls hag harzoù-labour er chanterioù-bigi. Er gêr-mañ e feurm an itron Langlois ur gambr da François Guilbaud, micherour er chanterioù diouzh e vicher. Un noz e kej-eñ gant ur plac'h dianav dezhañ hag int-i da vont d'ul leti ma krog ur garantez hep he far. Édith an hini eo, merc'h e lojerez ha dimezet da Edmond Leroyer : piket he c'halon gant François e tiviz-hi mont diouzh he gwaz a droc'h e c'houzoug dirazi gant an dic'hoanag. Da geñver stourmoù etre ar polis hag an harzlabourerien ez eo ifamet Guilbaud a zo kaset da di vMargot Langlois e-lec'h ma tremen gant e c'hloazadennoù. Aet sot gant ar glac'har ec'h en em lazh Édith war e gorf.

Roll ar gomedianed

  • Dominique Sanda : Édith Leroyer (eilmouezhiet gant Florence Davis e-keñver ar c'han),
  • Richard Berry : François Guilbaud (eilmouezhiet gant Jacques Revaux e-keñver ar c'han),
  • Danielle Darrieux : Margot Langlois,
  • Michel Piccoli : Edmond Leroyer (eilmouezhiet gant Georges Blaness e-keñver ar c'han),
  • Fabienne Guyon : Violette Pelletier,
  • Jean-François Stévenin : Dambiel (eilmouezhiet gant Aldo Franck e-keñver ar c'han),
  • Anna Gaylor : mamm Violette (eilmouezhiet gant Liliane Davis e-keñver ar c'han),
  • Jean-Louis Rolland : Ménager,
  • Marie-France Roussel : an itron Sforza,
  • Georges Blaness : penn ar CRSed.

Goproù

Tapet e oa bet ar Priz Méliès gant Une chambre en ville e 1982.

Evit d'ar film bezañ kenstrivet e nav rummad da-geñver lid ar Césars e 1983 n'en devoa tapet gopr ebet.

Liammoù diavaez