Valide Sultan

Valide Sultan a oa an titl roet da vamm ar sultan en Impalaeriezh Otoman.

Hürrem Sultan, Aleksandra Lisowska hec'h anv plac'h yaouank, (war-dro 1510 - 18 a viz Ebrel 1558), pried Süleyman ar Meurdezus , anavezet ivez evel Roxelana, Roxolana, Roxelane, Rossa, Ruziac, pe Khourrem (pe Hürrem pe Karima) e turkeg, da lavarout eo "an hini a c'hoarzh".
Hürrem Sultan Portrede Sultan, saçları örgülü, tülbent sarılı başı incilerin dolaştığı hayali bir başlıkla ve sol profilden resmedilmiş

An eil den pouezusañ en impalaeriezh e oa, war-lerc'h ar sultan e-unan. Dre ma oa mamm ar sultan he devoa levezon bras war renerezh an aferioù politikel, hervez ar sturienn vuzulmat "Gwir ur vamm eo gwir Doue". Kement-se a voe gwir er XVIIvet kantved dreist-holl, pa voe un toullad sultaned gwall zivarrek, pe bugale anezho: neuze e kreskas levezon ar valide sultan. [1]

An hini vrudetañ eus ar maouezed-se e oa Hürrem Sultan, anavezet en Europa evel Roxelana.

Anvioù ar Valide Sultan

Levrlennadur

  • Leslie Peirce, The Imperial Harem: Women and Sovereignty in the Ottoman Empire, Oxford University Press, 1993, ISBN 0-19-508677-5 (paperback)

Notennoù