Vientiane

Vientiane (e laoeg: ວຽງຈັນ) eo kêrbenn ha kêr vrasañ Laos, war ribl ar Mekong, e-tal da Thailand. Ouzhpenn 700.000 annezad zo enni.

Er meurgan laosat Phra Lak Phra Ram eo dezrevellet e voe savet ar gêr gant ar priñs Thattaradtha pa guitaas ar rouantelezh Muong Inthapatha Maha Nakhone. Sevel a reas Thattaradtha ur gêr anvet Maha Thani Si Phan Phao war ribl kornôg ar Mekong (ar gêr-se a vije deuet da vezañ Udon Thani e Thailand). Un deiz e teuas un naga davet Thattaradtha ha lâret dezhañ sevel ur gêr nevez war ribl reter ar Mekong, e-tal Maha Thani Si Phan Phao. Anvet e voe ar gêr nevez-se Chanthabuly Si Sattanakhanahud, deuet da vezañ Vientiane hiziv an deiz.

Evit an istorourien e vije bet Vientiane un drevadenn ghmer savet tro-dro d'un templ hindou. En XIvet ha XIIvet kantved e vije erruet ar pobloù Lao ha Thai e gevred Azia. Ar Ghmered diwezhañ a oa c'hoazh er c'horn-bro a voe neuze lazhet, dilec'hiet pe heñvelaet ouzh ar sevenadur lao.

E 1354 e voe savet ar rouantelezh Lan Xang gant Fa Ngum ha Vientiane a deuas da vezañ ur gêr velestradurel a-bouez. E 1563 e voe lakaet da gêrbenn ar rouantelezh gant ar roue Setthathirath evit en em virout diouzh an aloubadegoù birman. Goude diskar Lan Xang e 1707 e teuas Vientiane da vezañ ur rouantelezh dizalc'h. E 1779 e voe aloubet gant ar Siam. Da heul emsavadeg c'hwitet ar roue Anouvong e voe diskaret Vientiane gant armeoù ar Siam e 1828 ha skarzhet kement tra a denne d'ar sevenadur lao. Pa erruas ar C'hallaoued e oa digenvez ar c'horn-bro ha koulz lâret steuziet Vientiane er goadeg. E 1899 e teuas da vezañ kêrbenn ur warezveliezh c'hall.

E-pad an Eil Brezel-bed e voe aloubet gant ar Japaniz d'an 9 a viz Meurzh 1945 hag adkemeret gant ar C'hallaoued d'ar 24 a viz Ebrel 1945.