Wikipedia:Fazioù stankañ

Setu amañ notennoù evit an implijerien hag an implijerezed a fell dezho teurel evezh, da glokaat gant neb a garo diouzh ezhomm.
Ne vo ket lakaet ar yezhadur en e hed amañ, netra nemet ar goulennoù a sav gwech ha gwech all.
Emichañs e vo talvoudus ar bajenn-mañ d'an dud a studi ar brezhoneg koulz ha d'ar re a gelenn ar yezh.


Klikit war ul lizherenn evit mont war-eeun d'ar gerioù a grog drezi.
ABCDEFGHIJKLMNOPRSTUVWYZ


A

Abaoe

Un araogenn-amzeriañ a ra dave d'an amzer dremenet eo abaoe : abaoe dec'habaoe ar brezel.[1].
Implijet e vez e frazennoù en tremened pe en amzer-vremañ : abaoe ar beure ne ra nemet gouelañabaoe pell zo e oa klañv. N'hall ket abaoe bout implijet en amzer da zont avat. Gwelout adal.

Adal, adalek

Un araogenn-lec'hiañ hag amzeriañ eo adal, pe adalek[2], implijet alies gant betek. Distag eo diouzh pep amzer : adalek ar beure betek an noz ne ra nemet gouelañadalek Pempoull betek Pontrev n'hallimp ket mont buan.

Amezeg

Amezeg, amezegez, amezeien, amzezegezed eo stummoù an anv-kadarn, met amezek eo stumm an anv-gwan : un enezenn amezek, ha n'eo ket un enezenn amezegez rak, kontrol d'ar yezhoù latin, n'eus stumm gwregel ebet d'an anv-gwan e brezhoneg, war-bouez un nebeud anezho evel brazezdougerezfollezmezvez[3].

Anv-verb

  • Merkoù zo d'an anv-verb e brezhoneg. Lavaret ha skrivet e vez digergalloutgweloutkemmkreglabouratlavaroutsellout. Fazius neuze eo skrivañ mont da *zigor an nor pe poent eo dit *lavar pezh a ouzez.
  • Arabat eo kemmeskañ an anv-verb ha pennrann ar verb, a dalvez da stummañ an doare-gourc'hemenn : digeriñdigor ! pe gervelgalv ![4].

Anv hollek hag anvioù stroll

Anvioù lies eo an anvioù hollek hag an anvioù stroll, setu e vo lavaret ha skrivet an arc'hant zo berr o lostar geot n'int ket sec'hpa vo lakaet ar bezhin bern-war-vern e vint fonnusoc'h da gargañ[5],[6].

Arme

Benel eo ar ger arme : div arme vras.
Gourel avat eo ar ger lu hag ar gerioù deveret dioutañ : tri lu a vez peurliesañ, an aerlu, ar morlu hag an tirlu.

Arz vs. arzh

Disheñvel eo an arzoù diouzh an arzhed !

-at, -ek

Ar c'hemm a vez graet e brezhoneg etre -at[7] (a verk ar vro) hag -ek[8] (a verk ar yezh):

  • Ur c'haner kembraek, peogwir e kan e kembraeg,
  • Ur c'haner kembreat, peogwir eo eus Kembre.

Avat

Un adverb eo avat, ha lakaet e vez war-lerc'h ur ger bennak ; disheñvel eo diouzh met a zo ur stagell lakaet etre div lavarenn : Ma breur Yann zo sot, me avat zo kalz finoc'h.

B

Bennak

Dre vras ne vez ket implijet bennak el liester. Lavaret e vez  :

  • un dra bennak, unan bennak
  • hag un nebeud traoùun toullad traoùun nebeud tud.

Troiennoù evel un deizioù bennakur geriennoù bennakur re bennak zo avat er yezh lennegel[9],[10].

Bezañ / Bout

Bet on

N'heller ket implijout an araogenn da, a verk ur fiñv, gant ar verb bezañ / bout a verk ur stad. Lavarout a reer :

  • emaon o pourmen, ha dre se e lavarer bet on o pourmen.
    Neuze n'heller ket lavarout bet on da welout, met bet on o welout evel er ganaouenn Penaos 'ouie ar c'hozh kog-se / E oan-me bet o verc'hete.

Reizh avat eo lavarout aet on da welout peogwir ez eus ur fiñv, met mont da welout ne verk ket ez eur bet o welout keit ha n'eur ket erru !

Bez' ez eus

Klevet e vez bez' zobezañ zobout zo e-maez Leon, met skrivet e vez bez' ez eus kentoc'h pa vez amstrizh renadenn ar verb.[11]

Bloaz

Kemmadurioù dre vlotaat a vez graet er ger bloaz

  • war-lerc'h ar ger pet : pet vloaz ?
  • war-lerc'h an niveroù (war-bouez 1, 3, 4, 5, 9, 1000) : 67 vloaz75 vloaz (peogwir eo "pemzek vloaz ha tri-ugent"), hogen 55 bloaz (pemp bloaz ha hanter-kant).

Bourc'h, bourk

  • Gwregel eo bourc'h ha gourel eo bourk : ur bourk e Bro-Leon eo ar Vourc'h-Wenn.

C

C'hoant

  • Kaout c'hoant da ober un dra bennak an hini a vez lavaret. Gwelout ar skouerioù niverus amañ.

Copyright

Copyright (©) ha "gwirioù aozer" zo daou dra a zo kar hogen disheñvel. Evit an dalvoudegezh diwezhañ e c'haller ober gant Holl gwirioù miret, (Buhez ar Sent, 1912) pe gant Pep gwir miret strizh, an doare ordinal.

D

Da

  • Ne vez ket implijet da en troiennoù klask ober un dra bennaklavarout d'un den ober un dra bennakmab Edern.
  • Implijet e vez en troiennoù ur mab da Edernur verc'h dinhennezh zo kenderv d'ar pab. Gwelout Mab, merc'h.

Da-geñver

  • Un araogenn-amzer eo dreist-holl : bodet e vo ar familh a-bezh da-geñver an Nedeleg[12].
  • Un araogenn-egor e oa da-geñver gwechall, hag a dalveze kement hag etrezekwar-du : mont da-geñver ar Su. (Daveoù a vank)

Darn

Lavarout a reer darn eus un dra bennak hag an darn vrasañ eus an traoù ha n'eo ket darn un dra bennak pe darn vrasañ an traoù.
En hevelep doare e lavarer an hanter eus an dud (ha n'eo ket hanter an dud) hag ar peurrest eus an dud (ha n'eo ket peurrest an dud).

Davet vs. Davit

  • Ne vez implijet an araogenn davet nemet e-keñver tud : d'ar red ez eas ar bugel davet e dad, met d'ar red ez eas ar bugel war-du karr e dad.[13]
  • Kement ha "mont da gerc'hat" un dra pe un den bennak e talvez davit : mont davit dourd'ar red ez eas ar bugel davit e vamm (da gerc'hat e vamm, neuze).

Degemer mat

Daoust d'an droienn degemer mat (deoc'h) bezañ paot bremañ e vehe mat lakaat deuet-mat oc'h[14] a-wezhioù, pe donemat (deoc'h) — un degemer mat a reer d'an dud a zo deuet-mat, ha Donemat e Breizh a rankfe bout skrivet war harzoù hor bro[15].

Deiziad

  • Skrivet e vez ganet d'an 12 a viz Du, hep ankounac'haat "da", nag ar bennlizherenn evit ar miz.
  • Lavaret e vez d'an dri a viz Gwengolo emañ an distro-skol ; kemmadur dre vlotaat en niveroù (nemet d'ar c'hentañ, dre c'hwezhadenniñ)[16].

Denañ

Arabat eo droukveskañ denañ ha tennañ : emañ ar babig o tenañ e vamm (o kemer laezh diouzh he bronn) ; n'emañ ket o tennañ e vamm diouzh ul lec'h bennak pe, gwashoc'h, o tennañ warni gant ur bistolenn !

Di

Arabat droukveskañ di, a verk ur fiñv war-du ul lec'h a zo bet meneget a-raok, hag eno, a verk al lec'h-se : Madrid ? Mont a rin di e miz Ebrel da wellaat ma spagnoleg, ha pa vin eno em bo tro da weladenniñ mirdi ar Prado.

Digant

An orin eo a vez merket gant an araogenn digant : amprestañ un dra bennak digant un den bennakdeskiñ brezhoneg digant un den bennakgoulenn un dra bennak digant un den bennakur film digant Clint Eastwood

Gwelit Eus.

Diouzh

  • Arabat eo droukveskañ diouzh hag eus. N'eus ket eus an droienn *diouzh tu ar sav-heol. Pe eus tu ar sav-heoleo mar komzer eus ul lec'h orin (dont), pe e-tu ar sav-heol eo mar komzer eus al lec'hiañ rik (bezañ, chom).

Reizh eo diouzh ar gwalarndiouzh ar sav-heol[17], evel er c'hrennlavar hengounel Tout diouzh un tu, êl parrez Brec'h.

  • Lavaret e vez pell(aat), nepell, diouzh un dra bennak, un den bennak.
Gwelit Ouzh.

Dleout

An dud a zle, pe an dud a dle : diret eo ar c'hemmadur er verb-se ; gwelout oberennoù Lan Inizan ha Gabriel Milin.</ref>

Dont

  • Dont da Vreizh : implijet e vez da war-lerc'h ar verb dont en degouezh-se, ha n'eo ket *e diwar levezon ar galleg venir en Bretagne.
  • An dud a zeu, pe an dud a deu. Ar c'hemmadur zo diret er verb-se (evel e-barzh dleout). Gwelout oberennoù Leoniz evel Lan Inizan ha Gabriel Milin.
  • Lavaret e vez ar sizhun a zeu ; n'emañ ket ar sizhun *o tont er brezhoneg yac'h.

Dre

Tapet e vez ar c'hi dre e lost, met renket e vez an dud hervez urzh al lizherenneg, pe hervez o oad, o yezhoù. Dont a ra ar c'hej-mej eus liessterioù ar ger gallek par.

E

E

Tri ger e zo :

  • unan a verk al lec'h pe an amzer, na zegas kemmadur ebet : e Kempere miz Here ;
  • unan hag a zegas kemmadurioù kemmesket er verboù : en Oriant e vez Gouel ar Gelted bep bloaz ;
  • unan a verk ar perc'hennañ en trede gour gourel hag a zegas kemmadurioù dre vlotaat: Yann a zistroas e gleñved d'e drubuilhañ.

Reizh eo neuze bemdez e teu e dad e kêr.

E → en
  • Ar ger e a dro da en dirak ur vogalenn : en Afrika, en arabeg ha dirak un /h/ na zistager ket : en holl vroioù ez eus tud vat ; ne ra ket avat en degouezhioù all.
  • Lavaret e vez soñjal en un dra bennakhunvreal en un dra bennakkaout fiziañs en un den.
E, he

Ret eo disheñvelout ar c'hemmadurioù gant ar perc'hennañ : e dad hag he zad.

Ebet

  • Implijet e vez ebet war-lerc'h un anv-kadarn unan, hep ger-mell ha gant ur verb er stumm-nac'h : n'eus den ebetn'o deus lavaret tra ebet.
  • Er yezh komzet, e-maez Leon (Treger, Gwened, arvor Kerne-Izel), e vez lavaret n'eus *ket den ebetn'o deus *ket lâret tra, met ne vez ket heuliet ar boaz-se er skridoù brezhonek.
  • Gallout a reer lakaat ar stroll-anv dirak ar verb : Ki ebet n'em eus.
  • Implijet e vez ivez gant ur verb ha n'emañ ket er stumm nac'h :

ne viot ket troublet pa zegaso deoc'h ivez afliksion ebet (RS.p.350)
kement-mañ a heuliot atav pa erruo gouel doubl ebet e-giz-se e-keñver ar Sul. (HB.p.500)
mar hoc'h eus gwelet gwech e-bed un den en e dremenvan ... (JKS.p.84)
ha kavet hoc'h eus-hu loen ebet ken faeüs ... ? (ISV.p.473)

Ebet gant ur ger hollek

Ne vez ket implijet ebet gant gerioù hollek evel bara, dour, brezhoneg, ha kant all : *bara ebettamm bara ebet, *dour ebetbanne dour ebet, *brezhoneg ebettamm brezhoneg ebet pe, hervez an degouezh, rannyezh vrezhonek ebet.

Eget

Ne vez implijet an araogenn eget nemet e derez uheloc'h ar c'heñveriañ : brasoc'h eget Molenez eo Eusanebeutoc'h a dud zo eget na oa dec'h.
Gwezh ebet ne vez en derez kevatal, neuze ez eo arabat skrivañ *ar memes tra eget e-lec'h ar memes tra ha pe ar memes tra evel pe *ken bras eget e-lec'h ken bras haken bras evel.

Gwelit Memes.

-ek, -at

Gwelit -at, -ek.

E-kerz vs. e-kerzh

E-kerz a verk ar perc'hennañ : al levr zo em c'herz, tra ma verk e-kerzh ur poent resis en ur mare : e-kerzh an hañv.

E-kerzh vs. e-pad

E-kerzh a verk ur poent resis en ur mare : latar zo bet e-kerzh ar goañv a dalvez ez eus bet latar gwech ha gwech all, tra ma verk e-pad padelezh ar mare-se : latar zo bet e-pad ar goañv a dalvez ez eus bet latar dizehan a-hed tri mizvezh ar goañv.

Emañ vs. zo

Lavaret e vez hiziv emañ ma deiz-ha-bloaz ha ma deiz-ha-bloaz zo hiziv.

Eno

Implijet e vez eno evit chom hep advenegiñ ul lec'h bennak : e Kemper edon o chom, eno em eus graet ma studioù.

En ur c'hortoz

Evit daou ober kempred ez implijer an droienn-se ha n'eo ket evit komz eus an dazont, ma'z implijer da c'hortoz : skrivet em eus ul levr en ur c'hortoz ma merc'h a oa o pellgomzda c'hortoz kaout ur c'harr nevez e tremenin gant an hini kozh.

Envel

Envel (anv-verb) → anvet (anv-gwan-verb) : mat e vefe envel Mona da renerez, ha Tudi a vefe anvet da eilrener.

Gwelit Gervel.

Eo vs. ez eus

Ar stumm eo a implijer pa gomzer eus un dra resis, hag ez eus pa vez diresis : deuet eo an den deuet ez eus un den.[11]

Eo vs. zo

Ar stumm eo a implijer pa gomzer eus un dra resis, ha zo pa vez diresis : ur stêr eo an Elorn pe an Elorn zo ur stêr.Ur fazi bras eo *zo ar neuze : Herve eo ar c'helenner (n'eo ket Mark) pe ar c'helenner eo Herve (Herve n'eo ket an diwaller).

Erlec'hiañ

War an tu enep da hini ar galleg e ra ar brezhoneg, ha ret eo teurel evezh ouzh an ereadurezh.

  • X a laka Y e-lec'h Z : X a erlec'h Y ouzh Z ha n'eo ket X a erlec'h *Z *gant *Y[18],[19].
  • Lakaat Y e-lec'h Z : erlec'hiañ Y ouzh Z, ha n'eo ket *erlec'hiañ Z gant Y.
  • Y a gemer lec'h Z, a ra evit Z : Y a erlec'h Z.

Eskemm

Ar ger eskemm ne dalv ket kement ha komz gant tud all e brezhoneg. Gerioù all zo : kaozeal gantdivizoutkendivizout....

Estreget

Gant ur stumm-kadarnaat e vez graet e brezhoneg, pa vez graet gant ur stumm-nac'h e galleg (il n'y a pas que) : estreget studierien zo er skolioù-meur.

Gwelit Nemet.

Eta

N'hall ket eta bezañ lakaet e penn kentañ ur frazenn, er c'hontrol d'ar galleg donc. Meur a droienn all zo e brezhoneg : bremañ ('ta)gant se ('ta)neuze ('ta)rak-se ('ta) hervez an dro.

Eus

Abeg
  • Trugarekaet e vez un den eus ur prof.
Kerentiezh

Ne vez ket lavaret Ur mab eus Edern nemet e teufe ar mab-se eus kumun Edern e-kichen Brieg ; mard eo Edern anv e dad e ranker lavarout ur mab da Edern.

Oberour (ez)

Ne verk ket an oberour avat. Neuze ne vo lavaret ur romant eus Brieg nemet ma teu eus Brieg, met mard eo bet skrivet gant un den anvet Brieg e vo lavaret ur romant gant Brieg .

• Clint Eastwood o vezañ un aktour hag ur filmaozer, forc'hellek eo skrivañ ur film gant Clint Eastwood — hag aktour pe filmaozer eo aze ? Neuze, gwelloc'h eo skrivañ ur film digant Clint Eastwood pa gomzer eus ur film a zo bet sevenet gantañ hep c'hoari ennañ.(Daveoù a vank)
Ha forc'hellekoc'h c'hoazh eo e San Francisco em eus gwelet ur film gant Clint Eastwood : ha ganeoc'h e oa C. Eastwood o welout ar film, pe c'hoari er film a rae, pe gantañ e oa bet sevenet ar film ?

Orin

Gant eus e verker an orin en egor : un den eus Brieg, petra bennak m'emañ an den-se o chom e San Francisco.

  • E galleg e lavarer Douarnenez est une ville de Bretagne, met ur gêr *eus Breizh eo Douarnenez n'a ket en-dro, ne zeu ket eus Breizh, e Breizh emañ, neuze : ur gêr e Breizh eo Douarnenez.

Evit

Diwar patrom ar galleg e weler tud oc'h ober gant evit da zisplegañ an abeg : n'eo ket brezhoneg. Ne vez ket roet ur priz d'un den evit ul levr, pe evit bezañ skrivet ul levr met gant ul levr : ur priz am eus bet gant ma fladenn nevezSelma Lagerlöf he deus bet Priz Nobel al Lennegezh e 1909 gant he oberennoù.

F

Fazi

  • Lavaret e vez dre fazi pa vez faziet, pa vez graet ur fazi gant unan bennak.
  • Ur fazi eo *dre ma fazi, a zeu eus ar galleg ; dre ma gwall pe dre ma faot a lavarer pa vez komzet eus piv zo kaoz.
Gwelit Mea culpa.

Fellout

  • Ar verb fellout a vez implijet atav en trede gour unan ha gant an araogenn da : evel a fello deoc'har Romaned e felle dezho bara ha c'hoarioù, war a lavarer.
  • Ne vez ket lavaret evel ma fell, met evel ma fell d'an dud, pe evel a garer.
  • Ur fazi all eo me a fellan, pa ranker lavarout me a fell din.

Feur-emglev

Feur-emglev a vez skrivet e daou c'her liammet gant ur varrennig-stagañ, peogwir eo un anv-kadarn savet diwar daou anv all.

G

Gallout

Faziañ a ra lod a-wechoù pa n'ouzont ket e c'heller ober meur a dra gant ar verb-mañ.

  • Merkañ galloud, gouested ha gouestoni : gallout a rez kerzhout mar n'hellez ket redekgallout a rez gwiskañ ur gravatenn evit ur wech.
  • Reiñ un aotre : ya, gallout a rez kemer kafe hep goulennha gallout a ran mont er-maez da c'hoari ?
  • Martezeañ : gallout a rez kouezhañ mar ne ziwallez ketgallout a ra c'hoarvezout dizemglev, pa n'hall ket an dud en em gompren.

Ganet

Gwelit Genel.

Gant

Ur romant (di)gant Jack London a lavarer, ha n'eo ket ur romant *eus Jack London, peogwir eo bet skrivet gantañ.

Gant ar pal ober

Un droienn c'hallek eo *gant ar pal ober. E brezhoneg e verker ar pal gant da : aet eo Yann da glask dirouestlañ ar gudenn, gant evit (kreñvoc'h) : soudarded a voe kaset evit gwareziñ an dud vac'homet, pe gant e-sell da : arc'hant zo bet lakaet a-gostez e-sell da brenañ ur c'harr nevez.

  • An droienn a-benn a implijer pa ouzer ez eo bet tizhet ar pal : dilestret ez eus armeadoù e Normandi a-benn dishualañ Bro-C'hall.

Genel

  • Genel zo reiñ buhez : genel ur bugelLevr ar C'heneliezh a gont ganedigezh mab-den hervez ar yuzevien hag ar gristenien.
  • Eus ur Breizhad pe ur Vreizhadez a zo bev e vez lavaret ez eo ganet e Breizh ; eus un den a zo aet da Anaon pa gomzer anezhañ e lavaret e oa bet ganet e Breizh.

Geriaoueg

Geriaoueg zo gwregel : ur c'heriaoueg, evel balaneg, ur valaneg.

Ger-mell

  • Ne vez implijet ger-mell ebet dirak an anv pa vez ebet da-heul : N'eus ki ebet, na pa vez ur renadenn-anv war e lerc'h : tud Naoned, met an dud eus NaonedAr Redadeg, met Redadeg 2010.
  • Ne vez ket implijet ar ger-mell dirak an anv-gwan en derez uhelañ pa vez lakaet dirak un anv-kadarn heuliet gant ur verb displeget : ya, gwashañ tra am boa graet biskoazh / Oa diwiskañ mamm-gozh en noazh (Son da zañsal).

Gervel vs. envel

Arabat eo droukveskañ gervel hag envel, diwar levezon ar galleg appeler : galvet e vez un den da zont pe dre ar pellgomz, hag anvet e vez ur bugel nevez-c'hanet.

Gouest

Lavaret e vez bezañ gouest da ober un dra bennak.

Goulenn

Goulenn digant unan bennak = goulenn ouzh unan bennak. Gallek eo stumm goulenn *da unan bennak, n'eo ket brezhonek.

Gwelit Ma.

Graet e vez

  • Graet e vez a verk ur boaz, ha n'eo ket un dra graet ur wech, evel m'en diskouez implij stumm boaziañ ar verb bezañ[20].

H

Hepken

Ur wech hepken, ha n'eo ket *hepken ur wech. Goude an anv e vez lakaet hepken, ha n'eo ket dirak.

Hini

  • Ne vez lavaret nag *an hini-mañ nag *an hini-se : ret eo ober gant hemañ / ho(u)mañhennezh / ho(u)nnezh.
  • Distaget e vez an /h/ er ger hini, neuze e skriver ha hini, n'eo ket *hag hini.

I

J

Just

Arabat eo implij just e-lec'h nemet, evel ma vez graet e galleg komzet. E-lec'h c'hoant am boa lâr *just un dra e ranker lavarout c'hoant am boa da lavarout un dra nemetken pe n'em boa c'hoant da lavarout nemet un dra.

K

Keit

Keit zo kenster gant ken hir en egor hag en amzer : keit ha ma zreid eo re ma c'hoar vihan dijad'ar gedez e vez keit an noz hag an deiz.

Kement

Kement zo kenster gant ken bras, en egor hepken : kement ha me eo ma c'hoar vihan dija.

Kemmadurioù

  • Ur pennad hag ur bajenn, ha neuze daou bennad ha div bajenn.
  • Ar prederar peoc'h.
Gwelit Listennad gerioù gourel ha gwregel.
Gwelit Kemmadurioù ar brezhoneg.
D/Z

Ar c'hemmadur D/Z ne vez ket graet gwech ebet war-lerc'h ar ger-mell : un diaoul, un diaoulez, an diaouled hag an diaoulezedun debrer kig, un debrerez kig, an debrerien kig, an debrererezed kig.

Kêr vs. ar gêr

Peurvuiañ ne vez ket lakaet ar ger-mell strizh (ar) dirak kêr : mont e kêrchom e kêrbale dre gêrtud kêr. Kement hag "al lec'h m'emeur o chom", heñvelster gant ar saozneg home, e talvez ar gêr : mont d'ar gêrchom er gêr.

Ket

N'heller ket implijout ket hep verb, evel a vez graet e galleg. Ne lavarer ket sistr a fardan, ha *ket lambig, lavaret e vez sistr a fardan, ha n'eo ket lambig ; ne lavarer ket skuizh on ha *ket te, lavaret e vez skuizh on ha te n'out ket.

Klask

Nepred ne vez implijet an araogenn da etre ar verb klask hag ur verb all : klask gouzoutklask debriñ un dra bennak. Diwar ar galleg chercher à e teu ar fazi.

Klevet e vez

Ne vez ket implijet stummoù an araogenn a (ac'hanon ... anezho) evel renadenn gant ar verb bezañ : skrivet eo anezhoskrivet intgwelet e vez anezhi er filmgwelet e vez(-hi) er film.

Klotañ

N'eus ket a verb *klotaat e brezhoneg, penegwir n'eus ket eus ar verb klot ; diwar droukvesk gant ar verb klokaat e teu ar fazi moarvat[21]. → Klotañ (gant, ouzh) eo ar verb reizh.

Komz

Evel en un toullad yezhoù all, ne *gomz ket al levrioù nag ar pennadoù nag ar skeudennoù nag ar c'hanaouennoù : anv, kaoz, meneg zo enno eus traoù pe tud a bep seurt.

Kont

Daou c'her kont zo e brezhoneg.

  • Un anv-kadarn gourel, kontar c'hont, ur brezelour ha diwezhatoc'h un den eus an noblañs a zo bet lakaet e penn ur gontelezh.
  • Un anv-kadarn gwregel, kontur gont, da lavarout eo ar pezh a zo bet kontet, an niver, ha pa vez kontet mat e vez mat ar gont ; ur gont-bank.

Kornôg, kornaoueg

Gourel pe venel eo an daou stumm : ar c'hornaoueg / gornaouegar c'hornôg / gornôg[22].

Kozh, koshoc'h, koshañ, koshat

Da /sh/ e tro ar /zh/ e derezioù ar c'heñveriañ : kozhkoshoc'h ha koshañ.

  • E gwirionez, an holl zibennoù blot (g, d, b, z ha zh) a galeta (k, t, p, s ha sh) en degouezh-se : glebglepoc'hruzan hini rus[23].

L

Lec'h vs. lerc'h

Disheñvel-krenn eo an anv lec'h (ur rann eus an egor hag a zo bevennet) diouzh an anv all lerc'h (ur roud, un heul) ; diwar lerc'h e teu dilerc'hwar-lerc'hlerc'h-ouzh-lerc'h hag all.

Liammañ

  • Liammet e vez un dra bennak ouzh unan all.

Lizher

  • Gourel eo ar ger lizher : daou lizher.

M

Ma

Ar stumm goulenn ma, na gleved en XXvet kantved nemet e doare Gwened hag arvor Kerne-Izel betek ar Vro-Vigoudenn, ne vez ket implijet er yezh skrivet.

  • Goulenn digant Doue ha wiski zo er baradoz, e doare Leon.
  • Goulenn digant an eskob hag-eñ e vo wiski da eured e verc'h, e doare Treger ha Kerne-Uhel.
  • N'ouzon ket ha c'hwezh ar bezhin brein zo kaoz da varv mab ma amezeg saver-moc'h, e doare Leon.
  • N'ouien ket hag-eñ e vije dilennet mab Sarkozy da brezidant war-lerc'h e dad.

Mab, merc'h

  • Mab un den pe merc'h un den a vez laret pa n'eus nemet unan: Hemañ eo mab ar roue.
  • Pa vez meur a hini e vez laret : Hemañ zo mab d'ar roue, houmañ zo merc'h d'ar roue.

Memes

Nann, ne vez ket lavaret ar memes tra egedon ! Ar memes tra ganin pe ar memes tra eveldon a c'heller lavarout.

Gwelit Eget.

Mengleuz

Benel eo an anv : ur vengleuz.

Meur a

Atav e teu an unander goude meur a : meur a drameur a zenmeur a wech[24].

Mil (1000)

Kemmadur a vez a-wechoù goude 1000 : mil bell zomil boanmil c'hastmil dammmil drakaout mil geuzbout mil gozhmil gurunmil vadmil vicher[25].

Milion

Un anv-kadarn eo milion, met un niver eo ivez. Neuze, ne vez ket lavaret *ur milion tud, *daou vilion euroioù ; atav e vez lavaret ur milion a duddaou vilion a euroioù, gant ul liester war-lerc'h an araogenn a, goude ma vez lavaret nav c'hant mil dendaou c'hant mil euro gant an unander goude ar gerioù niveriñ (pe nav c'hant mil a duddaou c'hant mil a euroioù, evel a garer).

Miz

E brezhoneg e vez lakaet ur bennlizherenn d'ar mizioù : an28 a viz Ebrel 2024 zo hiziv.

Mui

  • Kement ha muioc'h, pe ken er frazennoù-nac'h e talvez mui : ne oar mui petra ober.
  • Talvezout a ra ivez da c'heriañ ar sammañ er jedoniezh ha d'ober anv eus an arouez .
  • Diwar an implij fazius a vez graet eus ar galleg plus ez eus tud tuet da implijout mui e-lec'h ha(g) : koskoriad an Heol a vez graet eus hollad ar c’horfoù-egor a zo tro-dro d’an Heol, [...] *mui an Heol end-eeun. pa ranker skrivañ koskoriad an Heol a vez graet eus hollad ar c’horfoù-egor a zo tro-dro d’an Heol, [...] hag an Heol end-eeun.

N

Na

Pevar ger na zo e brezhoneg.

  • Ur rannig-verb : na gomzit ket !kemer an hini n'eo ket keundall eo an hini na wel ket ; kemmadurioù dre vlotaat war he lerc'h.
  • Ur stagell-genurzhiañ : na kig na baranag izel nag uhel ; kemmadur ebet war he lerc'h.
  • Ur stagell-isurzhiañ (meur a stagell e gwirionez) : nag e vefen klañv e teufen = ha pa vefen klañv e teufen ; dirak ur verb e vez atav.
  • Un estlamadell : na bras eo deuet !na pebezh beulke ! ; kemmadur ebet war he lerc'h.

Na a dro da nag dirak ur vogalenn pe un h na vez ket distaget[26].

Nemet

  • Implijet e vez nemet, dirak un anv-kadarn pe un anv-verb peurvuiañ, gant ur verb er stumm nac'h : n'eus nemet Yann amañn'eus nemet ober un toull en douar.
Gallout a reer lavarout ivez n'eus ket 'met Benead Bihan pe n'eus ken 'metañ.
  • Alies ez implij an nevezvrezhonegerien n'eus (ket/ken) nemet evit treiñ ar galleg il n'y a pas que, pa droont ar c'hontrol (il n'y a que) ; ret e vije dezho ober gant estregetestrevit, pe ouzhpenn : estreget/ouzhpenn Yann zo amañ.
  • Ar wech (n'eus) nemeti, gant ar ger-mell strizh ; ur wech hepken, gant ar ger-mell amstrizh ; ober a rin mar ha (n'eus) nemet mar deuont da sikour.

Nemetken

Goude un anv e vez lakaet nemetken, ha n'eo ket dirak : ur wech nemetken.

O

O tont

Lavaret e vez emaon o tont, met er sizhun a zeu rak ar sizhun *o tont n'emañ ket er yezh.

Ouzh

  • Skrivañ ouzh ur voger, ouzh an daolenn (ha n'eo ket *war).
  • Tost(aat) ouzh Yann d'e gavout, pell(aat) diouzh Yann d'e guitaat. (Met tostaat un dra bennak da Yann zo lakat an dra-se tostoc'h dezhañ.)
Gwelit Diouzh, Erlerc'hiañ, Goulenn, Liammañ.

P

Pa

Kemmadurioù dre vlotaat a zo war-lerc'h pa : pa k/gomzpa t/dec'haspa p/bar an heolpa g/c'halvaspa gw/welopa d/zebraspa b/ vizskrivaspa m/ verzo.

Pa + dont

Lavaret e vez pa *teu e rannyezh Kerne-Izel, petra bennak ma n'eo ket diazezet ar yezh skrivet war ar rannyezhekadur-se. Skrivet e vez pa zeu pe pa deu (ne vez ket graet ar c'hemmadur e deu- atav), hervez an doareoù diazezet el lennegezh.

Pal

Ar pal vs. ar bal

Ar pal (gourel) a vez klasket tizhout gant ar rederien, ar bal (gwregel) eo ar benveg a vez gant al liorzher da dreiñ douar.

Ar pal da dizhout
  • Fazius eo treiñ ar galleg dans le but d'aller dre *gant ar pal mont, pa zlefe bezañ gant ar pal da vont e brezhoneg reizh.
Troiennoù reizh all zo : evit monta-benn mont (hepken pa dizher ar pal), abalamour da vont.

Pennad

Gourel eo ar ger pennad : ur pennaddaou bennad.

Pig vs. pik

Pig, ur big, piged pa gomzer eus al labous Pica pica ha pik, ur pik, pikoù en degouezhioù all (draen, merk bihan ha ront, arouezenn er poentadur).

Portugal

Portugalad, Portugaliz, Portugalez ha Portugalezed evit komz eus tud ar vro ; portugalat eo an anv-gwan ; ar portugaleg eo ar yezh.

R

Rak

  • Ne vez implijet nag ar rannigoù-verb a hag e nag ar verboù displeget war-lerc'h rak : sot on rak addimezet on.
  • Implijet e vez ar verb er stumm-nac'h war-lerc'h rak avat : fin out, rak n'out ket addimezet.

S

Saozneg vs. saoznek

  • Anv ar yezh eo saozneg, a vez komzet gant saoznegerien ha saoznegerezed.
  • An anv-gwan eo saoznek : broioù saozneklevrioù saoznekfilmoù saoznek a dalvez ez eo ar saozneg o yezh.
Heñvel eo ar reolenn evit an holl yezhoù : brezhoneg zo el levrioù brezhonek ha brezhonek eo ur brezegenn a zistager e brezhoneg.

Skouer

  • Benel eo ar ger skouer : an div skouer gentañteir skouer vat.
  • Fazius eo skrivañ *skwer e-lec'h skouer.

Soñjal

  • Soñjal en un dra, e-barzh un dra, ha n'eo ket sonjal *da un dra diwar patrom ar galleg.

Spagnol

Spagn n'eo ket Portugal ! Ur Portugalad met ur Spagnol (n'eo ket *Spagnad, *Spagnolad) • Portugaliz met Spagnoled (*Spagniz, *Spagnoliz) • portugalat met spagnol (*Spagnat) • portugaleg met spagnoleg (*spagneg) • portugalek met spagnolek (*spagnek).

Ster vs. stêr

T

Tabut

Un tabut zo un emgann dre gomz ; ober trouz ha huchal evit difenn ur savboent eo tabutal ; n'eo ket komz, kaozeal, divizout en un doare seder.

Telenn

Gwregel eo ar ger telenn, neuze : un delennteir zelenn.

Tennañ

Un den a denn da unan all pa vez damheñvel e neuz ouzh an den all-se, met pa denn war unan all e vez gant un arm bennak.

Tremen

Ne vez implijet ar verb "tremen" nemet pa vez ur fiñv bennak en egor pe en amzer.

En egor

Diwar levezon ar galleg ec'h eo savet ar frazenn faziek An hent a dremen dirak ma zi a ya da Lannuon ; difiñv eo an hentoù, ne c'hallont na tremen na mont.

Da Lannuon e kas an hent a zo dirak ma zi.
En amzer

Faziek ivez eo An istor a dremen en ur bed faltazius ; difiñv eo an istorioù hag an darvoudoù.

En ur bed faltazius e c'hoarvez an istor.

Trugarez

Gwregel eo ar ger trugarez ; neuze : un drugarez vras.

Tu

Tu zo

Tu zo zo un droienn vrezhonek nevez a lenner a-wechoù bremañ e-lec’h ar verb gallout. Deuet eo diwar an droienn gozh moien zo, a zo gallek (il y a moyen). Klevet ha lennet e vez *tu zo ober, petra bennak ma n’eus troienn ebet war ar memes patrom hep an araogenn da, a zegas renadenn an anv-kadarn : amzer zo da vontlabour zo da obertro a vo da zañsal[27].

Gwelit Gallout.
e-tu, eus tu
Gwelit Diouzh.
En tu all

En tu all da ha n'eo ket en tu all *eus.

U

V

W

War

  • Kemmadurioù dre vlotaat goude war.
  • Diwar skouer fall ar galleg j'habite *sur Paris e lenner *war e-lec'h e e pennadoù zo : *war ul lec'h e-lec'h en ul lec'h*war Gemper e-lec'h e Kemper* war Wikipedia e-lec'h e Wikipedia hag all hag all.

Y

Z

Zo vs. eo

Gwelit Eo vs. zo.

Pennadoù kar

Notennoù