Wikipedia:Vandalerezh
Setu amañ da-heul un nebeud skouerioù vandalerezh bet gwelet e Wikipedia ha na vint ket degemeret.
Gallout a ra ar verourien stankañ kont pe chomlec'h IP an implijerien a vefe kablus a vandalerezh.
- Adenvel pennadoù gant mennozhioù drouk
- Adenvel ur pennad dezhañ un anv azas gant un anv nevez diskiant ; da skouer : lakaat ur ger gros e-lec'h unan all, ha kement zo.
- Bot vandal
- Skript pe « robot » a ra vandalerezh en ur bern pennadoù, dre spam, dre bruderezh pe dre wennañ pajennoù.
- Gwennerezh
- Gwennañ ur pennad hep displegañ netra e pajenn kaozeadenn ar pennad pe e displegadenn ar c'hemm.
- Spam
- Lakaat liammoù diavaez ouzhpenn n'o deus liamm ebet gant danvez ar pennad, evit ober bruderezh.
- Vandalerezh dre zindan
- Diaesoc'h da welet, ar stumm vandalerezh-se, implijet a-wezhioù da ziskouez gwanderioù Wikipedia, zo anezhañ silañ traoù faos en ur pennad, pe skrivañ en ur pennad traoù diskiant a seblant sirius.
- Vandalerezh droch
- Lezel kemmennoù hiniennel pe sotonioù en ur pennad, skrivañ bourdoù pe traoù hep penn na lost en ur pennad.
- Vandalerezh grafek
- Enkargañ e Wikipedia skeudennoù gros, kemennoù politikel, sevel GIFoù droukrañsus, ha kement a zo.
- Vandalerezh taer
- Ouzhpennañ pe gemmañ ul lodenn eus ur bajenn implijjer, pe ar bajennad a-bezh, gant kunujennoù, traoù gros, falstamalloù, goaperezh ha kement a zo.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle