Xbox

An Xbox zo ur c'hoñsolenn ti c'hoarioù video ha kentañ hini an heuliad Xbox savet gant Microsoft. Embannet e oa bet d'ar 15 a viz Du 2001, e Norzhamerika, goude-se en Aostralia, Europa ha Japan e 2002. Ar c'hentañ gwech e oa da welet an embregerezh Microsoft o vont e-touez marc'had ar c'hoñsolennoù c'hoari video. Dre ma oa unan eus ar c'hwec'hvet remziad koñsolennoù ti e gevezas gant ar PlayStation 2 eus Sony hag an Nintendo GameCube. Bez e oa ivez ar c'hentañ koñsolenn c'hoari video ti produet gant un embregerezh stadunanat abaoe an Atari Jaguar bet paouezet he froduerezh e 1996.

Koñsolenn Xbox
Logo 2019 an heuliad koñsolennoù Xbox