Mont d’an endalc’had

Francesco Maria Iañ della Rovere

Eus Wikipedia
Francesco Maria Iañ della Rovere, poltredet gant Raffaello e 1504

Francesco Maria Iañ della Rovere (1490 en Senigallia; 1538 en Pesaro) a oa unan eus condottieri brudet deroù ar XVIvet kantved en Italia, ha Dug Urbino (hiziv e rannvro Marche) ha dug Sora proviñs Frosinone.

E dudkemmañ ar vammenn

Francesco Maria Della Rovere, poltredet gant Tizian.

Mab e oa da Giovanni Della Rovere, aotrou Senigallia ha Kabiten Jeneral an Iliz, ha da Giovanna da Montefeltro, merc'h da Federico Iañ II da Montefeltro. Kelennet e voe en e yaouankiz gant Ludovico Odasio.

En 1502 e voe kollet Senigallia gant an tiegezh Della Rovere, goude bet aloubet gant Cesare Borgia, mab d'ar pab Alesant VI, hag a deuas da vout mestr war ar Marche.

E eontr Guidobaldo Iañ da Montefeltro n'en doa bugel ebet ha lakaat a reas e niz da zont d'e lez da Urbino en 1504. E advabañ a reas, ha setu Francesco Maria da bennhêr. Pa varvas ar eontr en 1508, e varvas al lignez « Montefeltro », ha setu Francesco Maria dug Urbino. Ouzhpennn-se, ur eontr all, Giuliano della Rovere, a oa bet anvet da bab en 1503 evel Jul II, hag e c'hallas adkemer Senigallia hep poan.

Dimeziñkemmañ ar vammenn

Dimezet e voe da Eleonora Gonzaga, (Mantova, 1493–1570 Urbino), a oa merc'h da Francesco II Gonzaga, markiz Mantova, ha da Isabella d'Este, ur verc'h da Ercole I d'Este, dug Ferrara. 14 vloaz e oa ar plac'h nevez.

O bugalekemmañ ar vammenn

Pemp eus o bugale[1],[2] a vevas:

  • Guidobaldo II della Rovere (Urbino, 1514 - Pesaro, 1574), a zimezas div wech:
  • Ippolita della Rovere (Urbino, 1525-1561 Napoli), a zimezas da Antonio d'Aragona, dug Montalto;
  • Isabella pe Elisabetta della Rovere (Urbino, 1529 - 1561, Massa), a zimezas da Alberico I Cybo-Malaspina;
  • Giuliana della Rovere pe Giulia (Casteldurante, 1531 -Ferrara, 4 a viz Ebrel 1563), dimezet da Alfonso d'Este, markiz Montecchio;
  • Giulio della Rovere (Mantova, 15 a viz Ebrel 1533 - Fossombrone, 3 a viz Gwengolo 1578), kardinal.

E varvkemmañ ar vammenn

Mervel a reas e Pesaro e miz here 1538 hag e vab Guidobaldo II della Rovere a renas war e lerc'h.

Poltredoùkemmañ ar vammenn

Eñ hag e bried zo bet poltredet gant Tizian.

Notennoùkemmañ ar vammenn

Liamm diavaezkemmañ ar vammenn


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

🔥 Top keywords: Main PageSpecial:SearchWikipedia:Featured picturesYasukeHarrison ButkerRobert FicoBridgertonCleopatraDeaths in 2024Joyce VincentXXXTentacionHank AdamsIt Ends with UsYouTubeNew Caledonia2024 Indian general electionHeeramandiDarren DutchyshenSlovakiaKingdom of the Planet of the ApesAttempted assassination of Robert FicoLawrence WongBaby ReindeerXXX: Return of Xander CageThelma HoustonFuriosa: A Mad Max SagaMegalopolis (film)Richard GaddKepler's SupernovaWicked (musical)Sunil ChhetriXXX (2002 film)Ashley MadisonAnya Taylor-JoyPlanet of the ApesNava MauYoung SheldonPortal:Current eventsX-Men '97