Mirdi van Gogh a zo ur mirdi lec'hiet war Museumplein, en arondisamant Oud-Zuid, Amsterdam (Izelvroioù) ha gouestlet da oberenn al livour Vincent van Gogh. Ouzhpenn 200 livadur a gaver ennañ, hag ivez 500 tresadenn ha 700 lizher skrivet gant van Gogh. Ennañ e kaver ivez oberennoù livourien an XIXvet kantved. El levraoueg ez eus ouzhpenn 24 000 levr diwar-benn van Gogh hag arzourien all eus an XIXvet kantved.
Dastumad brasañ oberennoù Vincent van Gogh eo. Renket e vez oberenn an arzour el luskad goude- trivliadelouriezh. Bras eo bet levezon van Gogh war veur a luskad all : eztaolouriezh, faovouriezh hag arz diheverz.
An oberennoù kinniget er mirdi a c'haller renkañ evel-henn :
Pa oa bev van Gogh e teuas a-benn da werzhañ un daolenn nemetken : Ar gwini ruz. An dastumad a oa perc'hennet gant Théo van Gogh. Pa varvas e voe dalc'het an dastumad gant e intañvez, Johanna Bonger. Un nebeud oberennoù a werzhas, met al lod brasañ a viras. Pa varvas e 1925 e oa perc'hennet an oberennoù gant he mab, Vincent Willem van Gogh. E 1960 e krouas Ensavadur Vincent van Gogh. Ezel e oa anezhañ, asambles gant e wreg, tri bugel dezho, hag ur c'hannad eus gouarnamant an Izelvroioù. D'an 21 a viz Gouere 1962 e voe sinet un emglev etre an ensavadur ha Stad an Izelvroioù. Holl an dastumad (200 taolenn gant van Gogh ha Gauguin, 400 tresadenn hag holl lizheroù van Gogh) a voe gwerzhet d'ar Stad gant ar familh, evit 15 milion a c'huldenoù.
Gant Stad an Izelvroioù e voe kaset ar raktres. Ar savadur pennañ voe savet e 1963-1964, diwar steuñv ar savour nederlandat Gerrit Rietveld. Pa varvas Rietveld e 1964 e kendalc'has e vignoned Joan van Dillen ha J. van Tricht d'ober war-dro ar raktres. Kemmoù a zegasjont d'ar steuñv orin, dreist-holl evit a sell ouzh an talbenn. Divizout a rejont implijout drevezadurioù betoñs-boueta. Al labourioù-se a grogas e 1969.
Digoret e voe ar mirdi d'an 2 a viz Even 1973, padal e oa digoret al levraoueg abaoe 1969. Er savadur e kaver an dastumad-pad hag an diskouezadegoù berrbad. A-hed an amzer e voe degaset kemmoù d'ar savadur. Kemmoù a voe degaset ivez d'ar savadur pennañ pa voe savet an astenn, e 1998-1999, diwar ur steuñv gant Martien van Goor. Abaoe m'eo bet savet an astenn e vez kinniget an diskouezadeg-pad nemetken er savadur pennañ.
Steuñv an astenn a voe treset gant Kisho Kurokawa. Enni e vez aozet an diskouezadegoù berrbad. Arc'hantaouet eo bet gant The Japan Foundation, hag a zo stag ouzh ar stal-asurañs Yasuda (Tokyo). Stumm un elipsenn eo ar savadur, ha savet eo bet gant betoñs warnañ mein ha titan. An diskouezadeg kentañ a voe gouestlet da dThéo van Gogh.