Alarig II hervez al livour spagnol Rufino Casado (~1852 -1880 )Biblioteca Nacional de España, IH/134/9 Alarig II (Alareiks e goteg, Alaricus e latin) a voe roue ar Vizigoted adalek 484 betek 507 .
Mab e oa da Eurig , roue ar Vizigoted en e raok. Ren a reas war Septimania (pe : Gotia, da lavaret eo ar rannvro c'halian a oa etre ar stêr Ron , ar Pireneoù hag an Torosad Kreiz ) ha war an darn vrasañ eus Hispania (war-bouez ar gwalarn), war Akitania ha war an darn vrasañ eus Provañs . E gêr-benn a lakaas en Aire-sur-l'Adour (Vicus Julii) en Akitania.
Kristen e oa, hogen arian . Daoust da se ne oa ket enebet kement hag e dad Eurig ouzh ar gatoliked , hag aotreet e voent gantañ da zerc'hel ur Sened-Iliz en Agde da heul al lezennaoueg anvet Breviel Alarig , a voe embannet e 506 .
Dornskrid Breviel Alarig zo miret en Clermont-Ferrand (Xvet kantved). Trec'het ha lazhet e voe gant Hlodwig Iañ en emgann Vouillé (e-kichen Poitiers , Vienne ) e 507 , ha dre-se e voe echu gant ren ar Vizigoted war Akitania.