Kanañ a rae bolero, guaracha ha pezh a veze anvet latin soul. Hiziv e vez gwelet evel ur ganerez salsa evel Celia Cruz. Meur a bladenn he deus graet gant ar soner Tito Puente.
E 2006 e oa unan eus penntudennoù ar romant La isla de los amores gant ar skrivagnerez kuban Daína Chaviano. Hennezh eo ar romant kuban muiañ troet, aet gantañ ar vedalenn aour er Florida Book Awards ha troet en 20 yezh.
E 2008 e voe kaoz anezhi el levr Con el diablo en el cuerpo, anv he fladenn gentañ, gant ar skrivagner dominikan Rafael Darío Durán.