.17 HMR

Ar c'halibr .17 HMR (Hornady Magnum Rimfire) a zo ur munision skoet war e dro deveret eus an .22 WMR. Ijinet eo bet gant an embregerezh Hornady e 2002.

.17 HMR
Skeudenn ar pennad .17 HMR

Kartouchennoù .17 HMR (a-gleiz) ha .22 Long Rifle (a-zehou)
Perzhioù
Kalibr.17 HMR
Doare korf an douilhezbourled
Doare skeiñwar an dro
Bro orinBanniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell4,31 mm
Hirder an douilhez26,81 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell1,1 gram evit ur boled kleuz e benn, 1,645 gram evit ur boled gwisket
Kargad poultr0,355 g
Tizh o vont e-maez V0810 m/s
Energiezh ar vannadell361 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hallC

Implij

Gwelloc'h eo, evit chaseal loened bihan, evit kartouchennoù eus familh an .22 LR peogwir en deus ur boled a darzh pa sko ouzh e sibl ; nebeutoc'h a chañsoù zo neuze e yafe kuit pe e vevfe al loen pell goude ar stok. Prim eo (810 m/s e beg ar c'hanol). Dibar eo pa denner da 100 metr pe 200 metr.

Implijet e vez kalz ar c'halibr-mañ e Stadoù-Unanet Amerika evit chaseal al loened gwelet evel noazus. En Europa e ra an dennerien sport muioc'h-mui gantañ. Renket eo er rummad C hervez lezenn e Frañs. Evel an holl gartouchennoù skoet war o zro eo difennet er vro-se evit chaseal al loened karnek (kirvi, yourc'hed, moc'h-gouez da skouer) abalamour d'e nerzh re izel.

Skouerioù armoù kambret e .17 HMR

Daveennoù

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan