Sportoù tennañ

Er sportoù tennañ e renker an holl sportoù ma implijer un arm-tan pe un arbalastr da dizhout ur vukenn (war baper pe e metal) pe pladennoù douar-pri (er ball-trap da skouer). Ar sportoù tennañ a vez meret gant bodadoù disheñvel er bed : an ISSF evit ar sportoù tennañ olimpek, an IPSC evit an tennañ-tizh hag an IAU evit an arbalastr.

Ur genstrivadeg bench-rest e Malabar Headland, Aostralia

Kevredadoù disheñvel e Frañs

Ur genstrivadeg pistolennoù da 10 metr e Frañs

An FFT (Fédération Française de Tir) eo ar c'hevredad brasañ anezhe (226.500 ezel e 2019[1]) hag a vod ar sportoù-mañ :

  • arbalastr
  • armoù kozh
  • bench rest
  • karabinenn
  • sibloù lusk
  • skolioù-tennañ
  • tennañ paralimpek
  • pistolenn
  • sibloù metal
  • TAR (Tennañ gant Armoù Reolius)
  • tennañ war pladennoù
  • tennañ tizh

An FFBT (Fédération Française de Ball-Trap), un disrann eus an FFT abaoe 1985, a ra war-dro aozañ variezonoù ar Ball-Trap, evel ar fos hollvedel pe an hentad chaseal.

Liammoù diavaez

Notennoù

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan