Abrant
An abrantoù, ambrantoù, daouabrant, divabrant eo ar blev a zo e traoñ tal un den, a-us an daoulagad, hag a dalv d'o diwall diouzh an dour-c'hwez, an heol hag ar glav.
Tud zo n'o deus nemet un abrant e gwirionez : ur bannad blev a gleiz da zehou a-us o daoulagad.
Ober ar bod-spern a vez lavaret eus an dud a griz o daouabrant da ziskouez souezh pe dipit.
Diouzh ar c'hiz eo, abaoe ar bloavezhioù 1990 en SUA ha broioù Kornogeuropa, toullañ an abrant.
Lennegezh
- E barzhoniezh persek Hafez hag Omar Khayyam eo a-bouez abrant ha malvenn en hoalerezh ar selloù.
- Blason du courcil, ur varzhoneg c'hallek e 1536 gant ar barzh Maurice Scève (1501 – c. 1564).
Skeudennoù
- Tevaat a ra daouabrant ar gaezhoureien
- Ur paotr unabrantek
- Disvlev eo daouabrant Mona Lisa
- Audrey Hepburn a oa fonnus he daouabrant
- Gant an ambrantoù e c'haller merkañ ar souezh
-
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle