Aezhenn

dour e stumm gaz


An aezhenn, pe burezh, a zo peurvuiañ an dour e stumm gaz.

aezhenn dour
state of matter, Gaz, greenhouse gas
Iskevrennad eusdour, aezhenn Kemmañ
Raklec'hiet gantliquid water Kemmañ
Abeg pennañevaporation Kemmañ
Dezverket dregreenhouse gas Kemmañ
Subject has rolegreenhouse gas Kemmañ
Implijet gantevaporation, condensation Kemmañ

Uheloc'h eo he zemperadur eget hini temperadur berviñ an dour liñvel hag hini c'hoazh sublimadur ar skorn p'eo ar gwask izeloc'h eget gwask poent tripl an dour, da lavaret eo 615 Pascals (6,15 millibar pe Hektopascal) hag dezhañ un temperadur izeloc'h pe kevatal da 0°C.

An aezhenn dour a c'hell bezañ :

  • gourleuniet p'en deus tizhet saviad ar gourleuniadur
  • gourdommet, p'eo eo he zemperadur izeloc'h eget ma ret evit ar gourleuniadur
  • dreistkritik, p'eo eo he zemperadur izeloc'h eget an temperadur kritik, 374,1 °C.

Perzhioù fizikel

Perzhioù an aezhenn dour a zo bet studiet pizh dre ma vez implijet kalz an aezhenn e meur a dachenn, er greanterezh dreist-holl ha dre ma kemer ur perzh bras e fenomennoù naturel zo, an eskemmoù gwrez e-kreiz an aergelc'h en o zouez (sellet ouzh oablouriezh).

Gwask an aezhenn gourleuniet a zo ur fonksion eus an temperadur, met n'eus ket tu d'e jediñ rik, nemet dre un damvent. E touezh ar formulennoù kinniget eo ar simplañ hini Duperray dezhi ur resisted nebeud dregantadennoù etre 95 °C et 230 °C :

a ro pS e atmosferoù ha t eztaolet e derezioù Celsius.

Perzhioù an aezhenn-zour hag an dour liñvel dindan saviadoù ar gourleuniadur

Tempera-
dur
(°C)
Tennadur
aezhenn
(kPa)
Tolzennad mas (m³/kg)Tommder
aezhenniñ
(kJ/kg)
Patrom:GlasPatrom:Griz
-150,191 8 
00,6110,001 000 21206,3102 500
100101,3250,001 043 51,6732 257
2001 555,00,001 156 50,127 181 938
3008 5920,001 403 60,021 621 403
37422 0870,002 790,003 65147

Poent kritik an dour : 374,1 °C, 220,87 bar.

Tommder-mas gant tolzennad digemm, 100 °C, 1 atm : 1410 J/kg.K

Tizh ar son : 401 m/s à 130 °C ; war greskiñ e ya pa ya uheloc'h an temperadur : ewar-dro 800 m/s e 1 000 °C.

Implijoù evit ar greanterezh

da vezañ kendalc'het


Sellet ivez

Liammoù diabarzh

Liammoù diavaez