Akademiezh

pajenn diforc'hañ eus Wikimedia


Akademiezh zo un anv a vez roet da veur a vodad pe skol uhel.

E penn kentañ e oa anv ul liorzh e rakkêrioù Aten (Bro-Hellaz), war lez ar Kephisos, e lec'h ma oa bet sebeliet an haroz Akadêmos. Un ti-jiminas e oa savet eno. Gant Cimon e voe bet lakaet gwez ha delwennoù eno. An Akademiezh kentañ, savet gant ar prederour hellazat Platon, er bloaz 388 kent J.-C., a oa ur skol a brederouriezh en Aten. Gwelet e oa Akademiezh Platon evel ur sektenn.

Adimplijet eo bet an termen akademiezh evit pep seurt skolioù uhel o live a ra war-dro an arzoù, pe ar skiantoù, pe skoueriekadur ar yezhoù. Evit skolajoù evit n'eus forzh studioù uhel e vez implijet e broioù zo.

Banniel Belgia Belgia

  • Un akademiezh zo ur skol sonerezh

Breizh Breizh

  • Akademiezh lennegel Breizh ha Broioù-al-Liger, staliet e Naoned
  • Kreiz Breizh Akademi, ur stummadur hir (12 miz) evit ar sonerien har ar ganerien, aozet gant Erik Marchand hag e skipailh

Bro-C'hall Bro-C'hall

  • An Académie française, krouet gant ar roue Loeiz XIII Bro-C'hall goude kinnigadenn Richelieu e 1635, evit studiañ ha skoueriekaat ar galleg, hep teurel pled ouzh yezhoù all a zo e Bro-C'hall, ar brezhoneg en o zouez.
  • Un akademiezh zo ur rann eus an deskadurezh-Stad e Bro-C'hall.
  • Star Academy zo un abadenn skinwel e galleg, aozet ha skignet gant TF1.

Banniel Euskal Herria Euskal Herria

Banniel Galiza Galiza

 Italia

  • E 1563 e voe bet krouet Akademiezh an tresañ e Firenze gant Giorgio Vasari.
  • An Accademia della Crusca, an akademiezh evit studiañ ha skoueriekaat an italianeg

Kembre Kembre

  • An Academi Gymreig, an akademiezh evit studiañ ha skoueriekaat ar ar c'hembraeg .

Banniel Spagn Spagn

  • Ar Real Academia Española,

Banniel Sveden Sveden

  • Akademiezhioù roueel Sveden, an akademiezh evit studiañ ha skoueriekañ ar swedeg


Pennadoù kar

  • Academy, anv-lec'h e SUA.

Arz akademiek.

Liammoù diavez

Kreiz Breizh Akademi

Levrlennadur

  • Guy Rachet : Dictionnaire de la civilisation grecque. Larousse 1992-1998. Le Grand Livre du Mois. Paris. 1992

Daveoù ha notennoù