Yezh

Ur yezh zo ur reizhiad kengehentiñ savet diwar ur c'heriaoueg hag ur yezhadur. Bez' ez eo an doare diazez ma c'hall mab-den ezteurel ster e soñjoù koulz dre gomz, dre skrid ha dre sinoù.

Komzoù o tont eus genoù ur melldroader (Teotihuacan, Vvet kantved)

An darn vrasañ eus ar yezhoù a c'hall bezañ skrivet evit enrollañ ha mirout o sonioù pe o sinoù. Perzh pennañ yezhoù an dud eo o liesseurted, deuet dre ar sevenadurioù hag an Istor : diforc'hioù bras zo deuet etre yezhoù ar bed e red an amzer dre savidigezh sevenadurioù nevez a-feur ma veze aloubet an Douar gant mab-den.

Gerdarzh

Eus ar predeneg *yekti-, deveret diouzh ur wrizienn geltiek *yek-, "komz", he deus roet ivez iaith e kembraeg ha yêth e kernoweg. Meneget eo ar ger yez e Catholicon 1499.

Termenañ

Diazezet en deus Heinz Kloss, e 1967, daou hollad distag ha dizalc’h a-walc’h a zezverkoù hag a arguzennoù evit deskrivañ ur seurtad evel ur yezh dizalc’h kentoc’h eget ur rannyezh, ha diforc’het en deus evel-se daou zoare yezh[1] :

Roll yezhoù ar bed

Familhoù yezhoù ar bed

  • ██ Afrikat-hag-aziat
  • ██ Nigerek-kongoek
  • ██ Nil-saharaek
  • ██ Koiek-sanek
  • ██ Indezeuropek
  • ██ Kaokazek
  • ██ Altaek
  • ██ Ouralek
  • ██ Dravidek
  • ██ Sinek-tibetek
  • ██ Aostrez-aziatek
  • ██ Malayek-polinezek
  • ██ Pama-nyungan
  • ██ Papou
  • ██ Taiek-kadaiek
  • ██ Amerindian
  • ██ Na-dene
  • ██ Eskimoek-aleutek
  • Yezhoù afrikat-hag-aziat

    Yezhoù abkhazek-adygiek
    • Abkhazeg
    Yezhoù altaek

    Yezhoù amtek-mousek

    Yezhoù amerindian

    Yezhoù aostrez-aziatek

    Yezhoù kaokazek

    Yezhoù kartvelek

    Yezhoù koiek-sanek

    Yezhoù kreolek

    Yezhoù dravidek

    Yezhoù eskimoek-aleutek

    Yezhoù indezeuropek

    Yezhoù baltek
    Yezhoù germanek
    Yezhoù keltiek
    Yezhoù romanek

    "Yezhoù latin" a reer anezho ivez.

    Yezhoù slavek

    Yezhoù japanek

    Yezhoù malayek-polinezek

    Yezhoù mongolek

    Yezhoù nigerek-congoek

    Yezhoù nilotek

    Yezhoù ouralek

    Yezhoù finnek-ougrek

    Yezhoù na-dene

    Yezhoù pama-nyungan

    Yezhoù papou

    Yezhoù taiek

    Yezhoù taiek-kadaiek

    Yezhoù tibetek-burmek

    Yezhoù digenvez

    Yezhoù direnk

    Yezhoù dre sinoù

    Levrlennadur

    • (fr) Calvet, Louis-Jean : La guerre des langues et les politiques linguistiques. Paris : Hachette, 1999 (ISBN 978-2-01-278985-2)
    • (en) Crystal, David : The Cambridge Encyclopedia of Language. Cambridge : Cambridge University Press, 2011 (ISBN 978-3-12-540051-1)
    • (fr) Hagège, Claude : Les langues. Paris : CNRS Éditions, 2019 (ISBN 978-2-271-12640-5)
    • (fr) Urien, Jean-Yves : La trame d'une langue : le breton. Lesneven : Mouladurioù Hor Yezh, 2000 (ISBN 978-2-86863-032-2)
    • (fr) La bataille des langues. Kelaouenn Courrier international, niverenn e-maez dastumad, Here-Du 2023 (ISSN1169-114X)

    Liammoù diavaez

    • (en) Good, Jeff & Cysouw, Michael (19/12/2013). Languoid, Doculect, and Glossonym: Formalizing the Notion 'Language', @ Scholar Space. Kavet : 21 Here 23.


    Notennoù

    Pennadoù kar


    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.