Algeciras
kumun Bro-Spagn
Algeciras (distaget [alxeˈθiɾas] e spagnoleg) zo ur gêr vras hag ur porzh-mor e Proviñs Cádiz, en Andalouzia, e kreisteiz Spagn. Pouezusañ porzh Spagn eo Algeciras hag unan eus pouezusañ porzhioù Europa, goude Rotterdam, Hamburg, Antwerpen ha Bremen.
Tost eo Algeciras da veg kreisteisañ Spagn, en hanternoz da strizh-mor Jibraltar, hag a-dal da gêr Jibraltar. E 2021 e oa 122 982 a dud o vevañ e kêr. En tolpad-kêrioù, m'emañ ivez kumunioù Los Barrios, La Línea de la Concepción, Castellar de la Frontera, Jimena de la Frontera, San Roque ha Tarifa ez eus 263 739 a dud.
An anv
Dont a ra an anv Algeciras eus an anv arabek a voe roet d'ar gêr pa voe aloubet ledenez Iberia gant ar Vuzulmaned : الجزيرة الخضراء al-jazīra al-khadrā, "an Enezenn C'hlas".
Istor
- Rouantelezh Algeciras
- Rouantelezh Algeciras ha Ronda
- Emgann Algeciras: anv meur a emgann
Tud brudet
- Pomponius Mela, douaroniour hag istorour roman
- Almansor, penn Kalifiezh Córdoba
- Adolfo Sánchez Vázquez, prederour ha skrivagner
- Paco de Lucía, gitarour flamenco
Liammoù diavaez
- (es) www.algeciras.es
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle