Bremen

Land Bremen (alamaneg: Freie Hansestadt Bremen pe Land Bremen) zo ur gêr hag ur Stad war un dro. Unan eus ar 16 land a ya d'ober Alamagn eo, hag an hini nemetañ diazezet war daou diriad distok an eil ouzh egile : kêr Vremen (Stadtgemeinde Bremen) ha Bremerhaven, ur gêr bet savet e 1924 pa voe kendeuzet div gêr krouet en XIXvet kantved hag anvet Wesermünde betek ma voe staget ouzh al land e 1947. War-dro 60 km zo etre an div gêr ; etrezo emañ land Saks-Izel. Ur gêr dizalc'h eus kevre an Hanse eo bet Bremen, alese orin an anv Freie Hansestadt.

Bremen
Freie Hansestadt Bremen
Ti-kêr Bremen, an iliz-veur hag ar parlamant
Lec'hiadur
Ardamezioù ha banniel
Ardamezioù Bremen
Ardamezioù Bremen
Banniel Bremen
Banniel Bremen
Ditouroù
Gorread404,28 km²
Poblañs664 080 (2006)
Stankted1 642,62 annezad/km²
KDK25,313 md €
KDK dre annezad38 100 €
Politikerezh
Prezidant ar SenedJens Böhrnsen, SPD
BürgerschaftSPD : 33 - CDU : 23
Bündnis 90/Die Grünen : 14
Die Linke : 7, FDP : 5
Dizalc'h : 1

Internetbremen.de
Delwenn d'ar pevar loen soner e Bremen

Da 404 km² e sav gorread al land e norzh Alamagn ; e-tro 660 000 annezad zo ennañ, 547 360 (sifroù an 31/12/2008) anezho zo o chom e Bremen ha 114 506 e Bremerhaven.

Mont en-dro politikel ha melestradur

Gant Bürgerschaft Bremen (Bremische Bürgerschaft en alamaneg),83 ezel enni, emañ ar galloud seveniñ. Uv vodadeg kêr a vez e Bremerhaven hag e Bremen ez eus unan ivez anvet Stadtbürgerschaft.

Dilennadegoù 2007

Disoc'hoù dilennadegoù land Bremen, bet aozet d'an 13 a viz Mae 2007.

Strollad politikelMouezhioùNiver a zileuridi%
SPD36.8%3339.8%
CDU25.7%2327.7%
Bündnis '90/Die Grünen16.4%1416.9%
PDS8.4%78.4%
FDP6%56%
DVU2.7%11.2%
Strolladoù all4%00%
Hollad100%83100%

Deskadurezh uhel

E Bremen ez eus ur skol-veur hag ur skol-veur arzoù (Hochschule für Künste Bremen, HfK Bremen). Ur skol-veur skiantoù pleustrek a zo e Bremen hag e Bremerhaven hag ivez ur skol-veur brevez anvet Jacobs University Bremen.

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.



Länder Alamagn
Baden-Württemberg |  Bavaria |  Berlin |  Brandenburg |  Bremen |  Hamburg |  Hessen |  Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg |  Nordrhein-Westfalen |  Rheinland-Pfalz |  Saarland |  Saks |  Saks-Anhalt |  Saks-Izel |  Schleswig‑Holstein |  Thüringen


Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.