Anne

anv merc’hed

Anne zo un anv-badez alamanek, nederlandek, gallek, saoznek hag estonek. Peurliesañ eo da verc'hed e vez roet ; koulskoude e vez kavet ur wech bennak e-giz anv gwaz.

Berrstummoù

  • Annette e saozneg ha galleg
  • Annie, e saozneg ha galleg
  • Annick, brezhonekadur an anv gallek
  • Anouk e nederlandeg ha galleg

Anvioù kevrennek

  • Anne-Laure e galleg
  • Annelie en alamaneg, daneg, norvegeg, svedeg
  • Anneliese, Annelies, Annelien e nederlandeg
  • Anneliis en estoneg
  • Annelise e daneg
  • Anne-Marie, Marie-Anne e galleg
  • Annemarie e saozneg, alamaneg, nederlandeg
  • Annerose

Yezhoù all

  • Anna e brezhoneg ha yezhoù all
  • Ann ivez e saozneg
  • Ana e spagnoleg

Tud

Anna Breizh (1477-1514)
Anne Boleyn, gant ul livour dianav
Anne Villiers, Kontez Morton

Anne e-giz anv gwaz

E troidigezhioù gallek eus ar Bibl e kaver troet Anne anv ur gwaz anvet Hanân (deuet da vezañ Annas er skridoù gregach ha latin), bet beleg meur e Jeruzalem (6 - 15), hag a oa tad-kaer Kaifas, ar beleg meur nevez (18 - 36) a oa kaset Jezuz dirazañ (Aviel Yann, XVIII, 12-24). Da-heul kement-se, e Friz , Bro-C'hall ha Bro-Skos, da skouer :

  • Anne de Montmorency, dug Montmorency, (1493-1567), soudard gall ha diplomat
  • Anne Hamilton, (1709-1748), den a noblañs skosat
  • Anne Hilarion de Costentin de Tourville (1642-1701), besamiral ha marichal a Frañs
  • Anne François Augustin de La Bourdonnaye (1747-1793), beskont ha jeneral breizhat
  • Anne de Vries (1904-1964) , skrivagner frizian

Priñsezed ha rouanezed

Tud ordinal

Anne Brontë, treset gant he c'hoar Charlotte Brontë

XVIvet kantved

XVIIvet kantved

  • Anne Lykke (1595 – 1641), itron danat
  • Anne Bradstreet (1612 – 1672), kentañ barzhez trevadennoù saoz Amerika, oberourez an dastumad The Tenth Muse Lately Sprung Up embannet e 1650.

XVIIIvet kantved

XIXvet kantved

XXvetkantved

  • Anne Anderson (1874-1952), skeudennaouerez skosat
  • Anne Auffret, kanerez vrezhonek
  • Anne Corre, gwir anv ar varzhez vrezhonek Naig Rozmor
  • Anne Francis (1930 – 2011), aktourez stadunanat
  • Anne Frank (1929–1945), skrivagnerez alamanek
  • Anne Hathaway (1982), aktorez stadunanat
  • Anne Le Ny (1969-), aktourez c'hall
  • Anne Queffélec, pianoourez c'hall
  • Anne Rice (1941-), romantourez stadunanat
  • Anne Stuart (g. e 1948), skrivagnerez stadunanat
  • Anne Sylvestre (1934-2020), kanerez c'hall
  • Anne Vanderlove (1939-2019), kanerez c'hallek, bet o chom e kanton Kallag
  • Anne Veski (1956-), kanerez estoniat
  • Anne Sofie von Otter‎ (g. e 1955), mezzo-soprano svedat

XXIvetkantved

Lec'hioù

Pennadoù kar