Aotonoe (merc'h Kadmos)
Ur pennad Aotonoe zo ivez.
Aotonoe (Ἀυτονόη, Aútonóê e gregach) a oa merc'h da gKadmos, roue Thebai, ha d'an doueez Harmonia, e mojennoù Hellaz kozh. C'hoar e oa da Ino, Polydoros, Agaue ha Semele.
Pried e oa da Aristaios ha mamm da Aktaion ha marteze ivez da v-Makris[1].
Lazhadenn he mab
E mab Aktaion an hini a voe debret gant e gon, evel kastiz war-lerc'h bout arvestet ouzh Artemis en he noazh.
Gant ar glac'har ez eas ar paourkaezh mamm eus Thebai da Ereneia, ur gêriadenn annezet gant Megarianed, hag eno e varvas[2].
Hag ivez
Notennoù
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañDibar:KlaskEil Brezel-bedWikipediaWikipedia:Porched ar gumuniezhPatrick Le BescoKantikou Brezonek Eskopti Kemper ha LeonWikipedia:SkoazellBrezhonegSimo HäyhäDukarkBloavezhioù 530Wikipedia:Kumuniezh/An davarnEuropaWikipedia:Pajennoù da nullañMoudennSkoazell:Kont implijerRouantelezh-UnanetWikipedia:Diwar-bennHengerddMarie-Antoinette AostriaStadoù-Unanet AmerikaA Little RomanceAnnie OakleyPorched:TimbrouriezhWikipedia:Pajenn bersonelWikipedia:Porched ar porchedoùLimaRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorDibar:MaC'haozeadennoùMosin-NagantBengaluruJuan Antonio VillacañasFlandrez FrañsFellasionSkoazell:SkoazellFanny Hill