Yaou (planedenn)


Yaou zo ur ramzplanedenn aezhel, an hini vrasañ e koskoriad an Heol hag ar bempvet hini pa bellaer eus an Heol. An doue roman Yaou eo orin hec'h anv. Kement ha 2,5 gwezh hini holl blanedennoù all an Heol kevret eo he zolz. Skeudenn luc'hed an doue eo arouez steredoniel ar blanedenn Yaou.

Yaou ♃
Doareennoù amestezel
Skin krenn778 412 027 km
5,2 unanenn steredoniel (ua)
Ezkreizegezh an amestez0,048 392 66
kelc'htrovezh steredel4 335,3545 d
11 a 317 d 14,51 h
Trovezh sinodek398,8613 d
Tizh amestezel krenn13,0572 km/s
Stou an ekliptik1,30530°
Niver a loarennoù naturel63
Doareennoù fizikel
Treuzkiz kehederel142 984 km
Treuzkiz pennahelel135 135 km
Pladerezh0,064 87
tolz×1027 kg
Tolz ec'honel krenn1 326 kg/m³
Kerc'hellerezh-gorre23,12 m/s²
Deiz steredel0,413 51 d
Stou an ahel3,12°
Albedo0,52
Tizh ezkerc'hellañ59,5 km/s
Gwask70 kPa
Gwrezverk-gorre
izekkeitatuc'hek
-163,15 °C-121,15 °C-75,15 °C
Doareenoù an aergelc'h
Aerwask70 kPa
Dihidrogen H2> 81 %
Heliom He> 17 %
Metan CH40,1 %
Dour H2O (aezhenn)0,1 %
Amoniak NH30,02 %
Etan C2H60,0002 %
Hidridenn fosfor PH30,0001 %
Sulfidenn hidrogen SH2<0,0001 %

Tro zo da welet Yaou en oabl gant an daoulagad noazh, pa 'z eo ar pevare skedusañ korf goude an Heol, al Loar ha Gwener.

Avelioù kreñv a c’hwezh e gwiskadoù diavaez ar blanedenn, evel ar gorventenn a vez bepred en takad uhelvanel a zo 22° er Su d'ar c'heheder, hag a anver "an Tarch Ruz Meur". Abaoe tremen 300 vloaz e vezer oc'h arselliñ an tarch-se.

Doareennoù fizikel

Luniad diabarzh

Diasur e chom an anaoudegezh eus luniad ar blanedenn Yaou, diazezet ma 'z eo war muzulioù ameeun. Hervez lod skiantourien ne vije tamm kalet ebet e Yaou, douesoc'h -douesañ e vije a-feur ma 'z eer war-du ar c'hreiz, ha brasoc'h-brasañ e vije ar gwask ; hervez reoù all e vije e kreiz Yaou ur galonenn roc'hellek enni silikatoù ha houarn (a-vent gant an Douar hag etre 10 ha 15 gwezh pounneroc'h egetañ), gronnet gant hidrogen metalek liñvel, hemañ gronnet d'e dro gant hidrogen molekulel liñvel, hag un aergelc'h tanav.

Abalamour d’ar pezh mell gwask ganet diwar tolz Yaou ec’h eo uhel-tre ar gwrezverk e diabarzh ar blanedenn, dre un argerzh a gwaskadur kerc'hellel anvet "gwikefre Kelvin-Helmholtz". E-tro 20 000 °C e vije gwrezverk ar galonenn. Gant un tolz 84 gwezh brasoc’h e vije bet uhel a-walc’h ar gwrezverk e kreiz ar galonenn evit ma krogje an hidrogen da deuziñ ; da steredenn e troje Yaou neuze.

Skinañ a ra Yaou muioc’h a c'hremm eget na resev digant an Heol. He gwrezverk uhel eo a zo kaoz d’ar pezhioù fiñvoù kendougen en he gwiskadoù liñvel ha da zilec'hiadur ar c’houmoul en hec'h aergelc'h.

Aergelc'h

War-dro 86 % hidrogen ha 14 % heliom a ya da ober aergelc'h tanav Yaou. Enni ez eus ivez eskennoù metan, aezhenn dour, amoniak, hag eskennoù bihan a garbon, etan, sulfidenn hidrogen, neon, oksigen, hidridenn fosfor ha soufr. Heñvel-tre e vije ar c'henaoz-se ouzh hini an nivlenn heolel a zo pennorin koskoriad an Heol.

Sadorn zo luniet heñvel, met en Ouran ha Neizhan ez eus kalz nebeutoc’h a hidrogen ha heliom.

Soñjal a reer ivez ez eus tri gwiskad koumoul en aergelc'h Yaou :

  • an hini diavaesañ, e-tro 100 km donder, a vije koumoulennoù skorn amoniak.
  • an eil, e-tro 120 km donder, a vije koumoulennoù hidrogenosulfidenn amoniom (NH4HS).
  • an hini diwezhañ, e-tro 150 km donder, a vije koumoulennoù dour ha skorn.

Fiñval a ra aergelc'h diavaez Yaou hervez ur c'hweladur tregemmel, arsellet evit ar wezh kentañ gant Jean-Dominique Cassini e 1690 : hiroc'h eo troerezh an aergelc'h er pennaheloù, pa bad war-dro pemp munutenn pelloc'h eget er c'heheder.
En tu-hont da se ez eus aridennadoù koumoulennoù a red a-hed lod ledennoù en tu enep d’ar pennavelioù. An avelioù a c’hell tizhout 600 km/e. Dont a rafe ar reizhiadoù avelioù-mañ eus gwrez diabarzh ar blanedenn. Diwar etrewered ar reizhiadoù-se e teu barroù-arnev ha strafuilhoù lec'hiel, evel an Tarch Ruz Meur, hag a zo ur vigelc'h stabil 12 000 km e ledander ha 25 000 km e hirder : gwelet oa bet dija gant Jean-Dominique Cassini tri c’hantved zo. Tarchoù bihanoc’h zo bet evezhiet ivez en XXvet kantved.

E gwiskad diavaesañ aergelc'h Yaou ez eus strinkennoù skorn amoniak. Dont a rafe livioù ar c’houmoul eus an elfennoù kimiek a zo a-gementadoù munut en aergelc'h.

Loarennoù Yaou

Gwelet ar pennad gouestlet da : Loarennoù Yaou.

Ambrouget eo Yaou gant 67 loarenn, 50 anezho o vezañ bet anvet. Ar peder vrasañ eo Ganymede, Kallisto, Io hag Europa ; al loarennoù galilean a vez graet anezho.

Notennoù ha daveoù


Levrlennadur

  • Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9, pp. 36-40.
  • Ar Mareoù, Odile Guérin (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-250-2, pp. 52-56.
Koskoriad an Heol
Planedennoù : Merc'herGwenerDouarMeurzhYaouSadornOuranNeizhan
Korrblanedennoù : CeresPloudon & C'haronErisMakemakeHaumeaQuaoar
Loarennoù pennañ : LoarPhobosDeimosIoEuropaGanymedeCallistoTitan • Titania • Triton
Traoù all : HeolGourizad asteroidennoùStered-lostekGourizad KuiperKoumoulennad Oort • Disk strewet
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol