Apple Corps

Apple Corps Limited (pe Apple) zo un embregerezh media savet e Londrez e Genver 1969 gant izili ar strollad The Beatles, da erlec'hiañ o embregerezh kent Beatles Ltd. hag astenn anezhañ en ur strollad embregerezhioù. Ur farsadenn zo gant an anv, distaget apple core e saozneg (da lavaret eo kreiz an aval). Ar rann bennañ eo Apple Records, lañset d'ar memes bloaz. Krouet e oa bet rannoù all, Apple Electronics, Apple Films, Apple Publishing hag Apple Retail, anavezet evit ar stal Apple Boutique ha he oa ket padet pell e kreiz-kêr Londrez. Savadur Apple e fin ar bloavezhioù 1960 a oa bet da gentañ er 94 Baker Street, a-raok dilojañ d'ar 95 Wigmore Street hag a-benn ar fin d'an 3 Savile Row. Anavezet e oa ar savadur diwezhañ evel the Apple Building hag ennañ e oa bet savet ar studio Apple.

Etre 1970 ha 2007 e oa bet renet an embregerezh gant Neil Aspinall, a rae war-dro ar Beatles war an hentoù, daoust ma n'en doa ket an titl-se a-raok ma oa aet kuit Allen Klein eus an embregerezh. Penn an embregerezh eo Jeff Jones e 2010.

Apple Records

Apple Records eo al label savet gant ar Beatles e 1968. Savet e oa bet evit reiñ frankiz d'ar strollad da grouiñ, a-stroll pe pep hini diouzh e du, ouzhpenn un nebeud arzourien choazet evel Mary Hopkin, James Taylor, Badfinger pe Billy Preston. Adalek kreiz ar bloavezhioù 1970 avat e oa leun ar roll gant pladennoù izili-bet ar Beatles. Renet eo bet al label gant Allen Klein etre 1969 ha 1973 ha da c'houde gant Neil Aspinall betek 2007. Renet eo gant Jeff Jones abaoe.

Arzourien

  • Badfinger – Aprouet e oa bet ar strollad gant Paul McCartney, John Lennon ha George Harrison. Enrollet o deus 10 albom gant Apple, en o zouez ur ganaouenn skrivet gant Paul McCartney : Come and Get It.
  • Mary Hopkin – Diskoachet e oa bet goude un abadenn skinwel. Enrollet he doa kanaouennoù skrivet gant McCartney, pe Lennon/McCartney, ouzhpenn he single Those Were the Days brudet gant McCartney, ha kemeret he doa perzh en Eurovision. Daou albom gant Apple.
  • Modern Jazz Quartet – Brudet e oant dija a-raok bezañ prezantet gant Yoko Ono da Apple e-lec'h m'o doa enrollet daou albom.
  • Yoko Ono – Labouret he doa gant John Lennon war un nebeud kanaouennoù hag albomoù.
  • Billy Preston – Ur mignon d'ar Beatles abaoe o bloavezhioù en Hamburg. Labouret en doa gant ar strollad pa oa bet enrollet an albom Get Back, deuet da vezañ Let it Be da c'houde a-raok embann albomoù gant Apple.
  • Radha Krishna Temple (London) – Skourr saoz al luskad Hare Krishna, pedet gant George Harrison da embann pladennoù.