Aristide Briand

Aristide Briand (Naoned, 29 Meurzh 1862Pariz, 7 Meurzh 1932) a oa un alvokad hag ur politiker breizhat. Kannad eo bet el Loire hag el Liger-Atlantel etre 1902 ha 1932, c'hwec'h gwezh warn-ugent eo bet ministr en Trede Republik c'hall hag unnek gwezh eo aet da Brezidant Kuzul Republik Bro-C'hall.

Aristide Briand
Bez Aristide Briand

Kentradour ha daneveller lezenn an disparti etre an Ilizoù hag ar Stad eo bet e 1905. Labouret en deus kalz ivez evit ma vefe plaenoc'h an darempredoù etre Frañs hag Alamagn. Aet eo Priz Nobel ar Peoc'h gantañ e 1926, a-gevret gant Gustav Stresemann, ministr alaman an aferioù estren. Diwar e gentod hag hini ar sekretour a stad stadunanat eo bet sinet an Emglev Briand-Kellogg gant 63 bro e 1928, ar pal dilezel ar brezel evit kompezañ ar rendaeloù etrebroadel.

Kargoù gouarnamantel

Setu amañ kargoù Aristide Briand er gouarnamant gall. Kement ha Penn ar Gouarnamant e talveze "Prezidant ar C'huzul" en Trede Republik.

DeiziadoùKargoùGouarnamant
DeroùDiwezhPrezidant ar C'huzulMinistr
14/03/190620/10/1906Deskadurezh foran, Arzoù-kaer ha RelijionoùFerdinand Sarrien
25/10/190604/01/1908Georges Clemenceau (1)
04/01/190820/07/1909Justis ha relijionoù
24/07/190902/11/1910 Aferioù Diabarzh ha RelijionoùAristide Briand (1)
04/11/191027/02/1911 Aristide Briand (2)
14/01/191221/01/1913JustisRaymond Poincaré (1)
21/01/191318/02/1913 Aferioù Diabarzh ha RelijionoùAristide Briand (3)
18/02/191322/03/1913 Aferioù DiabarzhAristide Briand (4)
26/07/191429/10/1915JustisRené Viviani (2)
29/10/191512/12/1916 Aferioù DiabarzhAristide Briand (5)
12/12/191617/03/1917 Aristide Briand (6)
16/01/192112/01/1922 Aristide Briand (7)
17/04/192527/10/1925Paul Painlevé (2)
29/10/192522/11/1925Paul Painlevé (3)
28/11/192506/03/1926 Aristide Briand (8)
09/°3/192615/06/1926 Aristide Briand (9)
23/06/192617/07/1926 Aristide Briand (10)
23/07/192606/11/1928Raymond Poincaré (4)
18/11/192826/07/1929Raymond Poincaré (5)
29/07/192922/10/1929 Aristide Briand (11)
03/11/192917/02/1930André Tardieu (1)
21/02/193025/02/1930Camille Chautemps (1)
02/03/193004/12/1930André Tardieu (2)
13/12/193022/01/1931Théodore Steeg
27/01/193113/06/1931Pierre Laval (1)
13/06/193112/01/1932Pierre Laval (2)
  • N'emañ ket en daolenn-mañ ar gouarnamantoù berr-tre : 9-12/06/1914 Alexandre Ribot (4), 8-10/06/1924 Frédéric François-Marsal ha 19-21/07/1926 Édouard Herriot (2), pa ne ouzer ket piv a oa ministr enno.



Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.