Bloavezh bizeost

Ur bloavezh bizeost a zo ur bloavezh gant 366 devezh e-lec'h 365. An devezh ouzhpenn-se eo an 29 a viz C'hwevrer. Ne vez eus an devezh-se nemet bep pevar bloaz dre vras. Ar bloaz 2012 hag ar bloaz 2016 a zo bloavezhioù bizeost. Kement-se a c'hoarvez abalamour ma tro an Douar en-dro d'an Heol en ur ober 365,242198 devezh, da lavaret eo e vez ret lakaat da adklotañ an traoù ur wechig an amzer. Kement-se a vez lakaet da dalvezout en deiziadur gregorian, an deiziadur a vez graet gantañ ar muiañ er bed.

Ar reolenn a-vremañ

Koulskoude, ma vefe lakaet un devezh ouzhpenn bep pevar bloaz e vefe re goude ur pennad, setu perak eo bet lakaet ar reolenn-mañ da dalvezout:

  • Bizeost eo ar bloavezhioù a c'haller rannañ dre 4 met n'haller ket rannañ dre 100.
  • Bizeost eo ar bloavezhioù a c'haller rannañ dre 400.

Neuze 'ta ne vez ket bizeost ar bloazioù kantek evel 1700, 1800 ha 1900 abalamour d'ar poent kentañ, ha bizeost e oa ar bloazioù 1600 ha 2000 abalamour d'an eil poent.

Ar bloavezhioù bizeost
en deiziadur gregorian (eus 1904 da 2196)
-2000-
190420042104
190820082108
191220122112
191620162116
192020202120
192420242124
192820282128
193220322132
193620362136
194020402140
194420442144
194820482148
195220522152
195620562156
196020602160
196420642164
196820682168
197220722172
197620762176
198020802180
198420842184
198820882188
199220922192
199620962196


Gwelet ivez