Brezel an Darfour

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Emañ Brezel an Darfour oc’h ober e reuz e tolead an Darfour, e Soudan ar c’hornôg, etre ar Janjawided (Da lâret eo : an "Diaouled war varc’h"), ur milis tutaet e meuriadoù an « Abbala Rizeigat » (Arabed saverien kañvaled), hag e-touez an dud eus ar c’hornad n’int ket Baggaraed (meuriadoù labourerien-douar dreist-holl). Gouarnamant ar Soudan, daoust ma nac’h dirak an dud e harp ar Janjaweed, en deus pourchaset arc’hant ha skoazell dezhe hag en deus kemeret perzh e tagadennoù gant ar strollad-se, o tagañ seul wezh ar strolladoù etnek Four, Zaghawa, ha Masalit en Darfour.[1] Kregiñ a reas ar brezel e Mezheven 2003. Er c’hontrol eus an eil brezel diabarzh soudanat ma’n em ganne an hanternoz Muzulmat hag ar su kristen hag enevuhezour, ez eo muzulmat ar pep brasañ eus an annezidi evel ar Janjawided.[2]

Kamp repuidi eus an Darfour

Pa washaas an emgannoù, e miz Mezheven ha miz Eost 2006, e voe aprouet a diferadenn 1706 gant Kuzul Surentez ar Broadoù Unanet d’ar 31 a viz Eost 2006.

Luc'hskeudennoù

Notennoù