Empire State Building


Skraber-oabl
AnvEmpire State Building
SkeudennEmpire State Building
Straed350 Fifth Avenue
KêrNew York
StadNew York
RiezStadoù-Unanet Amerika
Led40° 44' 54" Norzh
Hed73° 59' 11" Kornôg
Prantad sevel1930-1931
ImplijBurevioù
StatudEchuet
Stign-Korzenn443,2 m
Toenn381 m
Niver estajoù108
Niver estajoù-dindan1
Gorread208 879 m²
Tuzumder1 047 723 m³
Niver pignerezed73
Priz24 718 000 $US
Ti-savourWilliam F. Lamb (Shreve, Lamb & Harmon Associates)
DoareArt déco

An Empire State Building a zo ur skraper-oabl e New York City e Stadoù-Unanet Amerika. Lec'hiet er Fifth Avenue e-kreizh-kêr, e Manhattan, New York City. 381 metrad uhelder e ra ar savadur ha 443 metrad uhelder pa vez kontet ar rastell. An anv a zo deuet adal lesanv kêr New York, an Empire State (ar stad impalaer). Chomet eo ar savadur brasañ doare ti-uhel e-pad 40 vloaz, adal ma vefe bet echuet ar sevel er bloavezh 1931 betek ma vefe savet tour norzh ar World Trade Center (1973-2001) e-fin ar bloavezhioù 1970. Goude Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001, an Empire State Building a zistroe d'ar c'hentañ plas da geñver uhelder e kêr New York, betek ma vefe savet ar One World Trade Center e miz Ebrel 2012.