Enez Taiwan

Taiwan (臺灣 e sinaeg, pe aliesoc'h 台灣; en doare eeun 台湾; pinyin: Táiwān) a zo un enezenn lec'hiet er gevred da Sina gevandirel, er su da Japan, hag en norzh d'ar Filipinez, Graet e vez ivez alies Taiwan eus an tiriadoù e dalc'h Republik Sina a zo dindan he beli Taiwan hag ivez inizigoù ha enezegi a bep seurt: Penghu (pe inizi Pescadores), Jinmen ha Matsu.

Kartenn Taiwan
Taiwan gwelet gant ul loarell

E yezhoù ar c'hornaoueg ez eus bet graet e-pad pell gant stummoù deuet diwar an anv bet roet gant ar Bortugaliz (Illha Formosa, enez kaer) er XVIvet kantved, eleze Formoza e brezhoneg[1]. N'eo ket aet da get an implij-se c'hoazh met war nebeutaat emañ.


Evit ar stad, mont da welet Republik Taiwan.

Istor

XIXvet kantved

  • Mae 1874 : aloubet e voe an enezenn gant Japan.
  • Du 1874: tennet e voe e nerzhioù milourel gant Japan[2].

Brezel etre Sina ha Bro-C'hall

  • Dilestrañ a reas ar C'hallaoued e Norzh an enezenn d'ar 5 a viz Eost 1884 met rankout a rejont ambarkiñ en-dro an deiz war-lerc'h. Distreiñ a rejont ha kemeret e voe porzh Keelung gante d'ar 1añ a viz Here met ne c’helljont ket mont pelloc’h. Echuet e voe ar c’hampagn e miz Ebrel 1885.

Aloubadeg 1895

  • Mae-Here : aloubet e voe Taiwan gant Japan en-dro. Gant Feur-emglev Shimonoseki e voe roet an enezenn da Japan [3].

Notennoù