XIXvet kantved

1801180218031804180518061807180818091810
1811181218131814181518161817181818191820
1821182218231824182518261827182818291830
1831183218331834183518361837183818391840
1841184218431844184518461847184818491850
1851185218531854185518561857185818591860
1861186218631864186518661867186818691870
1871187218731874187518761877187818791880
1881188218831884188518861887188818891890
1891189218931894189518961897189818991900

Kregiñ a ra an XIXvet kantved d'ar 1añ Genver 1801 hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1900.

Darvoudoù

Europa

Lavaret a c’haller ez eo an XIXvet kantved kantved Europa.

  • Evit Europa ez eo ivez kantved an eil dispac’h greantel zo vont da gemm penn-da-benn gweledva ar c’hevandir ha degas pinvidigezhioù bras met ivez :
    • Terriñ an danframmoù sokial kozh savet en-dro d'ar goueriadelezh, d'an Ilizoù ha d'an noblañs,
    • C’hoari a du gant savidigezh ur renkad proleterel bras-kenañ a labouro warnañ an holl zamkaniourien sokialour hag an holl zispac’hourien,
    • Lakaat ur vourc’hizelezh kreñv-meurbet diazezet war ar greanterezh hag ar c’henwerzh da sevel. Lakaet e vo talvoudoù ar renkad-mañ da dalvezout evit ar gevredigezh a-bezh.
  • Bez' eo ivez ar c’hantved ma vo lañset da vat gant Europiz trevadennerezh drastus Afrika hag Azia lusket war-raok gant galloud ar greanterezh hag ar c’henwerzh, gant feiz ar visionerien, startijenn an ergerzhourien hag an avanturourien ha, dreist-holl, dre nerzh an armeoù, ar verdeadurezh kenwerzh hag he c’hanolioù. Ezporzhiet e vo gant Europa dre ar bed a-bezh he zalvoudoù hag he sevenadurezh.
  • Ha bez' eo ivez ar c’hantved m'emañ begenn ar gefredourien europat o vont da dreuzfumiñ ar c’hevandir en ur pikol kaoteriad a vervo enni mennozhioù a bep seurt hag holl doareoù an arz. Kaset e vo war-raok, a-drugarez d'ar ouizeien, d'an arzourien ha d'ar gefredourien, an imbourc’h teknologel ha skiantel, an imbourc’h war an arzoù hag ar mennozhioù dre vras betek ul live na oa ket bet tizhet biskoazh betek neuze gant an denelezh.

Afrika

Evit Afrika ez eo an XIXvet kantved, kantved an trevadennerezh gant Europiz, kantved ar sujañ hag hini distruj an danframmoù douarbolitikel kozh. Treboulet-mik e vo ar c’hevandir-mañ gant Europa.

Sellet ouzh Afrika en XIXvet kantved.

Azia

Evel evit Afrika, ez eo an XIXvet kantved kantved an trevadennerezh gant Europiz. Ar pezh zo, en Azia, e talc’ho penn dre vras an danframmoù douarbolitikel ha ne dorrint ket. Peurliesañ e kavo gwelloc’h an drevadennerien mirout ar frammoù-se ha klask ober kevredidi anezho en ur gabestrañ anezho.

Latinamerika

Gant dilañs ar Stadoù spagnol ha portugalat en em denn eus c’hoari etrebroadel ar Broadoù meur e vo torret unan hag unan al liammoù tric’hantvedel bet skoulmet etrezo hag o zrevadennoù amerikan. Stadoù nevez niverus a zeuio war wel war an dachenn etrebroadel a-hed an XIXvet kantved.

Norzhamerika

Daoust pegen labourus eo bet sevel ar vro adal 13 Stad vihan eus aod reter ar c’hevandir e teuio war wel tamm-ha-tamm ar Stadoù-Unanet er jeu etrebroadel. Merket e vo an XIXvet kantved amerikan gant :

  • Tachennoù divent akuizitet e Louiziana, gwerzhet gant Frañs (1/4 eus an tiriad amerikan a-vremañ).
  • Ar brezel digevrediñ gant e gantmiliadoù a dud lazhet.
  • Aloubidigezh an tiriadoù indian ha douaroù norzh Mec’hiko en tu all d'ar Rio grande.
  • Degemer poblañsoù niverus o tont eus Europa a-bezh, hag eus Azia zoken, prest da ouestlañ o holl nerzhioù hag o holl varregehioù en ur vro nevez ma seblante pep tra bezañ diraezus.
  • Kresk bras ur boblañs sklaved o tont eus Afrika gant kendalc’h ar gwerzhañ Morianed daoust m'eo berzet en ober abaoe 1807.
  • Dizoloidigezh pinvidigezh kondon an douaroù amerikan (ar beilh war an aour) ha pinvidigezh barregezh natur ar vro evit al labour-douar.

War dreuzoù an XXvet e vo bet treuzfurmet penn-da-benn ar Stadoù-Unanet e-keñver stad ar vro e 1800. N'eo ket c’hoazh, gwir eo, ha pell alese c’hoazh, ar vro greñvañ er bed, met bez' eo dija ar vro ganti ar galloud diorren brasañ.

Penntudennoù

Dre vloavezh ganedigezh :

Ijinadennoù, Kavadennoù, Degasadennoù

Roll ijinadennoù an XIXvet kantved

  • Ar pil tredan
  • Ar bandennoù-rod, drezo ez eus bet gallet diorren an treuzdougen dre hent
  • Ar sinema
  • Al lizherenneg Morse
  • Ar pellarouezier

Gwelet ivez

  • Lennegezh an XIXvet kantved