Skolveurieg

doare da skrivañ ar brezhoneg
(Adkaset eus Falc'hunek)

Ar skolveurieg, pe falc'huneg, eo an anvioù roet d'un doare da skrivañ ar brezhoneg hag a oa bet ijinet e 1955 gant Frañsez Falc'hun hag a zo implijet bremañ c'hoazh.

skolveurieg
reizhskrivadur
Rann eusdoareoù-skrivañ ar brezhoneg Kemmañ
Deiziad krouiñ1955 Kemmañ

Istor

Ijinet e oa bet ar skolveurieg gant Frañsez Falc'hun pa oa kelenner e Kevrenn geltiek Skol-Veur Roazhon, ha degemeret e oa bet e-pad ur prantad gant pennoù Akademiezh Roazhon a-hervez(Daveoù a vank). Setu perak e voe roet an anv skolveurieg-se dezhañ gant e grouer. Enebourien an doare-skrivañ avat a lavare falc'huneg anezhañ, dre c'hoap a-hervez(Daveoù a vank).

Aet kuit ar chaloni Falc'hun da Vrest pa voe digoret Skol-veur Breizh-Izel eno, ha ne voe ket implijet ar skolveurieg e Skol-Veur Breizh-Uhel e Roazhon ken.

Kostezennoù ar skolveurieg

Div gostezenn a rae gant ar skolveurieg : ar gatoliked en un tu, hag an tu-kleiz gall (PCF, SFIO dreist-holl d'ar mare-se) en tu all. Dorn-ha-dorn e oant a-enep ar vroadelourien a rae gant ar peurunvan.

Hiziv

Gant Frañsez Falc'hun hag e vignoned e veze graet ar skolveurieg eus ar skritur, pa veze lavaret ar falc'huneg gant e enebourien. Hiziv pa'z eo yenaet an enebiezh kozh ne vez ket kalz a dud ken oc'h ober gant ar ger skolveurieg, ha n'eus forzh penaos ne vez ket implijet an doare-skrivañ kalz er skolioù-meur, nag e skol-veur Brest zoken, ha gwall nebeut en deskadurezh, war-bouez unan bennak en deskadurezh katolik c'hoazh.

Ne vez implijet ar skolveurieg-falc'huneg nemet gant an tier-embann-mañ ken :

  • Brud Nevez/Emgleo Breiz, renet gant Fañch Broudig,
  • Ar Skol Vrezoneg, renet c'hoazh gant Andreo ar Merser,
  • Minihi Levenez, kaset en-dro gant Job an Irien (a vez lakaet e bennadoù e peurunvan pa skriv e-barzh Ya!), a zo pezh a chom eus hengoun katolik ar Bleun Brug kozh.
  • Mikael Madeg, a embann e-unan e oberennoù.
  • Le pays breton, kelaouenn an USBIF, dalc'het gant ar PCF, ma kaver tammoù pennadoù gant Yves Le Du bep an amzer.

E-touez fealañ skoazellerien ar skolveurieg-falc'huneg eo ret menegiñ Yann-Bêr Thomin, bet kuzulier-rannvro, bet maer Landerne, ha bet e-touez renerien diwezhañ ar Bleun Brug, aozadur kozh Yann-Vari Perrot, deuet da vezañ un tasmant hiziv.

Met nebeut a bouez a chom en XXIvet kantved gant ar strolladoù-se, a oa e barr o brud er bloavezhioù 1960. Kement-se a ziskouez diskar ar bed katolik ha laik mod kozh evel-just, ha hini ar brezhoneg war un dro, dre ma n'o deus ket gallet kavout tud yaouank da zerc'hel o stal en he sav.

Diazezoù ar skritur

  • Gwelloc'h en doa kavet ar chaloni Falc'hun chom hep lakaat kensonennoù divouezh e dibenn an anvioù-gwan :
  • Ne ra ket gant c'h da aroueziañ ar son deuet diwar kemmadur ar son [k] pe ar son [g] :
    • ar hi, e-lec'h ar c'hi, Marh al lorh e-lec'h Marc'h al lorc'h ;
    • war-hed (koulz evit war-hed ha war-c'hed).
  • Ober a ra gant ar c'hemmadurioù diyezhadurel a vez kavet e Leon hag en ul lodenn eus Kernev: sac'h > ar zac'h, chistr > ar jistr.
  • Ober a ra gant ar c'hemmadur f > 'f evit diskouez un "f blot": forh > da 'forh" (forc'h, da forc'h).
  • Ne ra ket gant v e dibenn ar gerioù, met gant o pe ou: glao, piou, brao (daoust ma reont gant braventez).
  • N'en deus ket miret ar zh a oa bet degaset gant Langleiz ha degemeret er brezhoneg peurunvan evit kompezañ an doare disheñvel a zo gant komzerien Bro-Wened da ezteurel ar z a vez klevet e pastelloù-bro all : un h a vez distaget e skolveurieg.
  • Un doare-skrivañ nevez evit ar gwenedeg a oa bet kinniget gant ar chaloni Falc'hun hag ar person Meriadeg Herrieu, mab da Loeiz Herrieu.

Skouerioù

Skouerioù eus an diforc'hoù a zo etre an 3 skritur e brezhoneg :

Skritur KLT
(Feiz ha Breiz)
Skritur brehoneg Guéned
mod Dihunamb
PeurunvanSkolveuriegEtrerannyezhel
evitaveit, eitevitevidewid
skouerskuér, skuirskouerskwerskwer
emzaoemsaùemsavemzaoemsaw
matmatmad ha mat
(anv-kadarn hag anv-gwan)
madmad ha mat
(anv-kadarn
hag anv-gwan)
guelout, gweletguéletgwelout / gweletgweloud / gweledgweled / gweloud
montmonet, montmontmondmoned/mont
pasaatpasatpasaatpasaad / pasâdpassaad
c'hoazhoahc'hoazhc'hoazc'hoazh
c'houec'hhuehc'hwec'hc'hwehc'hwec'h
noznoznoznoznos
brezoneg/kbrehonegbrezhoneg (anv-kadarn)brezonegbrezhoneg
dioudiùdivdioudiw
uhella(n)ihuéllanuhelañuhellauhellañ
sentisenteinsentiñsentisentiñ

Liammoù diavaez