Gwenrann

kumun Bro-C'hall

Gwenrann, pe Gwerrann, zo ur gumun eus Breizh el Liger-Atlantel.

Gwenrann
Gwenrann gwelet eus ar paludoù-holen.
Gwenrann gwelet eus ar paludoù-holen.
Ardamezioù
Anv gallaouekGèraundd
Anv gallek (ofisiel)Guérande
Bro istorelBro-Naoned Bro-Naoned
Melestradurezh
DepartamantLiger-Atlantel Liger-Atlantel
ArondisamantSant-Nazer
KantonGwenrann (pennlec'h)
Kod kumun44069
Kod post44350
Maer
Amzer gefridi
Nicolas Criaud
2020-2026
EtrekumuniezhTolpad-kêrioù Kab Atlantel
Bro velestradurelhini ebet
Lec'hienn webwww.ville-guerande.fr
Poblañsouriezh
Poblañs16 042 ann. (2020)[1]
Stankter197 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 19′ 41″ Norzh
2° 25′ 46″ Kornôg
/ 47.3279449, -2.4294376
Uhelderioùbihanañ 0 m — brasañ 61 m
Gorread81,44 km²
Lec'hiañ ar gêr
Gwenrann

Douaroniezh

Kumunioù amezek

Anv

Stummoù skrivet

  • Erwan Vallerie ː Uuenran, 857; in plebe Keriac, 861; Uuerrann, 865; Uueran, 876; Uuenrann, Uuenran, XIt; Guarranda, Guerrandiae, 1070; Guarranda, 1095; Guerran, Guerrandia, 1112; Garranda, 1129; Guerrann, 1160; Guerrandia, 1194; Garrandia, Guenrandia, 1252; Guerrande, 1263; Guerrandia, Guenrandia, 1330; Guenrant, 1330; Guerrande, 1343; Guerrand, 1355; Gueriande, 1414; Garande, 1450; Garande, 1451; Guerandia, Guerrandia, 1453; Anguerrande,1479[2]

Gerdarzh

Gwenrann a zo ur stumm a orin lennek, diwar an henvrezhoneg Uuenrann, ennañ uuen, hag a dalvez « gwenn », « glan », « sakr », ha rann, hag a dalvez « tachenn ». E-kichen ar stumm Gwenrann e kaver ivez, koulz er yezh komzet hag er yezh skrivet, ar stumm hengounel Gwerrann. En hevelep doare hag en anvioù-lec'h all, evel Perroz (e Perroz-Hamon, Perroz-Gireg pe Sant-Ke-Perroz) ez eo aet ar strollad / -nr- / da / -rr- /. En henvrezhoneg e kaved dija ar stumm emdroet Uueran (Kartuler Redon, IXvet kantved). Ha tostoc'h deomp ez eo testeniekaet, da skouer, Guéran e-barzh geriadur Cillart de Kerampoul, Gwerann dindan pluenn Yeun ar Gow, ha Uereñn e brezhoneg ar vro.

Moarvat e ra berzh ar stumm Gwenrann en abeg ma seblant ober dave d’ar paludoù holen.

Ardamezioù

En argant e bemzek brizhenn erminig, 5, 4 3, 2, 1.[3]
Ardamezioù kadarnet dre reizhadur ar roue Charlez X, d'an 11 a viz Du 1829.

Istor

Feur-emglev 1365

Kentañ Feur-emglev Gwenrann, sinet d'an 12 a viz Ebrel 1365, a lakas fin da Brezel Hêrezh Breizh hag a zisplegas lezenn hêrezh dugelezh Breizh.

Feur-emglev 1381

Dre Eil Feur-emglev Gwenrann, d'ar 4 a viz Ebrel 1381, a voe daskoret e zugelezh da Yann IV (dug Breizh) gant ober le da Roue Bro-C'hall, ha kas kuit e guzulierien saoz.

Roll ar sinerien

Perrot Abraham, Jean d'Andigné, Berthelot d'Angoulvent, Guillaume Anseau[4], Pierre de l'Argentaye, Jean de Barac'h[5], Jean Le Barbu, Jean Baratier[6], Robin de la Barre[7], Guillemet Baudré[8], Alain du Bois, Geffroy Le Borgne, Yves de Coëtquis, Jean Coué, Perrot des Ebles[9], Alain Ferron, Guillaume II Grignon, abad Boken [10], Jean de la Marche, Jean Merien de Kerizac, (?) Mérien de Kernevenoy, Acharis d'Iffer[11], Even de Keranrais, Guyon de Longaulnay, Alain de Quéhéon, Rolland Taillard [12], Olivier de Trélan; Guillaume du Taillis[13], Olivier d'Yvignac(Daveoù a vank).

Dispac'h Gall

XIXvet kantved

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • Mervel a reas 276 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 4,4 % eus he foblañs e 1911[17].

Eil brezel-bed

Brezhoneg

Ar Brezoneg er Skol

Ya d'ar brezhoneg

  • D'an 18 a viz Here 2010 e oa bet votet live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

Deskadurezh

  • Ur skol Diwan a zo eno abaoe 1999.
  • E distro-skol 2022 e oa 28 skoliad enskrivet er skol Diwan (2 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[21].

Melestradurezh

Roll ar vaered
PrantadAnvStrolladKarg
Meurzh 2001Jean-Pierre Dhonneur
Da vezañ klokaet.

Poblañs

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Tud

Ardamezeg ar familhoù[22]

d'Aragon, Daragonis,

Aotrounez Buttes, Kerbézot, Menahé
En aour e bevar peul en gul

Aubin,

Aotrounez Kerbenet
En glazur e dreustell en aour heuliet gant teir c'hroaz pavek ivez en aour, 2 ouzh kab, 1 ouzh beg

Avril, Apuril,

Aotrounez Kerroland ha Trevenegad
En argant e binenn c'heotet, e gab en glazur karget gant teir rozenn en aour

Baye

Aotrounez Merionnec, Promarzein, Saillé, Beauregard

En gul e deir zruellad en argant karget pep hini gant pemp brizhenn erminig en sabel.

Claude Bazin de Bezons, provost kuzul-chalonied Gwennrann e 1683

En glazur e deir gurunenn dug en aour

Charles Cady,

Alouez Gwenrann e 1666

En glazur e zaou leon penn-ouzh-penn en aour; e gab en argant karget gant div moualc'henn en sabel

de Carné,

Aotrounez Crémeur ha Liniac, e Sant-Albin-Gwenrann- Marc de Carné, kabiten Gwenrann da vare Fañch Iñ, roue Bro-C'hall

En aour e ziv dreustell en gul

Charault,

Aotrounez MérionnecTredeet diouzh pal, en glazur, aour, hag argant

Danisy du Ver,

Aotrounez Bogat ha Lessac

En argant e leon en sabel; e gab en aour karget gant teir c'hreskenn en gul.

Fouquer,

Aotrounez Cardinal ha Kersalio

En erminoù, e deir ruilhenn en sabel; e gab dentek en gul

Izarn, ur gouarnour Gwenrann hag ar Groazig e 1765

En gul, e levran en e red en argant; e gab en glazur karget gant teir steredenn en aour

d'Ozanneau, pe Dozanneau,

Aotrounez Trémeleuc, parrez Sant-Albin-Gwenrann

En argant e arbenn ejen en glazur heuliet gant teir mailhenn ivez en glazur

Pelaud

Aotrounez Vergier

En arc'hant e deir erez dispak en sabel

de Saint-Martin

Aotrounez Kerpond'armes, la Jalouzie, Kerhuidé, Teixon

En glazur e gastell leinet grant tri dour en aour

Gevelliñ

Monumantoù ha traoù heverk

  • Chapel Itron-Varia Wenn
  • Mirdi ar verc'hodenn.
  • Ti ar baluderien.
  • Terre de sel, mirdi, sal-diskouezadeg ha stal kevelouri ar baluderien.
  • Monumant ar re varv e bered Gwenrann, luc’hskeudenn[23]. Dioueliet e voe d’ar 1 a viz Du 1920 [24].
  • Monumant ar re varv e bered Ar Vadalen, luc’hskeudenn[25].

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Festoù

Lennegezh

Sonerezh

  • Les Celtiques de Guérande (Festoù keltiek Gwenrann): aozet bep bloaz gant ar c'helc'h keltiek « Bro-Gwenrann », e miz Eost, adalek 1990
  • La Voix des Orgues (Mouezh an Ograoù): sonadegoù en iliz-chabistr Sant-Albin, d’ar Gwener da noz peurliesañ, e miz Gouere hag e miz Eost, adalek 1955
  • Festival Terres Blanches (Festival Douaroù Gwenn): 2005-2012

Festoù all

  • La Fête Médiévale de Guérande (Fest krennamzerel Gwenrann): bep bloaz e miz Mae e-pad daou zevezh
  • Fête des Métais (Fest ar Verourien): bep bloaz e miz Gouere, da vare Gouel Mari-Vadalen, adalek 1980, e-kichen ar gêriadennig "Ar Vadalen"

Pennad kar

Liammoù diavaez

Levrlennadur

  • Alain Gallicé, Guérande au Moyen âge : Guérande, Le Croisic, le pays guérandais du milieu du XIVe au milieu du XVIe siècle, Roazhon, Presses universitaires de Rennes, coll. « Histoire », 2003, 411 p.
  • Alain Gallicé, François-Xavier Grelet et Gildas Buron, Guérande : cité médiévale, La Crèche, Geste éditions, 2008, 203 p.
  • Henri Quilgars, Petite histoire du pays et de la ville de Guérande, suivie de Guérande, terre bretonne, Cressé, Éd. des Régionalismes-PyréMonde-Princi Negue, coll. « Monographies des villes et villages de France », 2011 (embannadur kentañ 1922), 126 p.

Notennoù ha daveoù