Iañ milved kt JK
../.. | Eil milved kt JK | Iañ milved kt JK | Iañ milved |../..
Xvet kantved kt JK |IXvet kantved kt JK |VIIIvet kantved kt JK |VIIvet kantved kt JK |VIvet kantved kt JK
Vvet kantved kt JK |IVe kantved kt JK |IIIe kantved kt JK |Eil kantved kt JK |Iañ kantved kt JK
Kregiñ a ra ar Iañ milved kent JK d'ar 1añ Genver 1000 kt JK hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1 kt JK
Penndarvoudoù
Azia
Afrika
- Tizhout a ra an darn vrasañ eus pobladoù afrikan ar Sac’hara ar broioù m'emaint staliet hiziv an deiz :
- Staliet eo e reter Tibesti ar gantreourien Toubou (pe Tibou), deuet diwar ur meskaj etre mesaerien chatal ar reter ha tud du ar su.
- Ar C’haramanted, zo evit darn hendadoù an Douareged a-vremañ, a vez o kantren dre ar Sac’hara greiz. Garama (Djerma), o c’hêr-benn, zo er Fezzan. Treuziñ-didreuziñ a reont ar Sac’hara war-bouez kirri stlejet gant pevar marc’h. Talvezout a reont da hanterourien etre ar bed du hag ar bed kreizdouarel. Hent ar c’hirri a loc’h eus Gao evit hedañ Adrar Iforas, Tanezrouft, Ilezi e Tasili an Ajjered, a-raok gaoliañ e daou hent; unan anezho a bak war-du Sabratha dre Cidamus (Ghadames), egile a sko trema Lepcis dre Garama ha Sokna, poent loc’h hent Siouah hag Egipt.
- Dizoloet ez eus, e-kichen Yipkabongo, e norzh ar Ghana a-vremañ, gant arkeologourien nederlandat (08/1984), ur bez ennañ delwennoù priaj, bezskridoù ha bravigoù arem etre 1500 ha 3000 bloaz kozh.
Aostralia
- Kêriadennoù bras gant tiez mein ront e gevred Aostralia. Betek 700 a dud a c’hall bevañ enno.
- Rouedad eskemm war hentadoù hir evit ar c’hinkladurioù hag an danvezioù krai.
- Bora, seurtoù steudadoù mein gant un dalvoudegezh arouezel kevrinus. Dastumadegoù lidel ha lec’hioù sakr, evel ar goudorioù livet, liammet ouzh « amzerioù an hunvre », ur seurt marevezh aour. Alies eo stag al lidoù, a vod kantadoù a dud, ouzh produioù zo evel ar c’hraoñ kikaz. A-benn o frientiñ e ranker tennañ an danvezennoù toksek zo enno dre o lakaat da drempiñ ha da c’hoiñ. Lidoù all zo ivez evel unan liammet ouzh ar valafenn bogong a baot e distrig ar Snowy Mountains.
Amerika
- Sevenadurezhioù an Adenaed e biojoù koadek reter ar Stadoù-Unanet, en Ohio, er C’hentucky, en Indiana, e Pennsylvania hag e Virginia ar C’hornôg (-1000/-100). Krugelloù pinvidik e-kichen torgennoù kalvezadel.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle