Aostralia

Aostralia (Saozneg: Australia), Kenglad Aostralia (Commonwealth of Australia) hervez hec'h anv riez, a zo ur vro en Emisferenn ar Su er Gevred da Azia. Endelc'her a ra ar c'hevandir bihanañ a zo er bed ha meur a enezenn e Meurvor Indez, e Meurvor ar Su hag ar Meurvor Habask. Ar broioù amezek dezhi eo Indonezia, Timor ar Reter ha Papoua Ginea-Nevez en norzh, Inizi Salomon, Vanuatu ha tiriad Kaledonia-Nevez (Kanaky) er biz ha Zeland-Nevez er gevred.

Commonwealth of Australia

Kenglad Aostralia
Banniel AostraliaArdamezioù Aostralia
BannielArdamezioù
Ger-stur : Advance Australia Fair
Kan broadel: "Advance Australia Fair"
Lec'hiadur Aostralia
Lec'hiadur Aostralia
Kêr-bennCanberra
35°15′S 149°08′E
Kêr vrasañSydney
Yezh(où) ofisielhini ebet (saozneg er fedoù)
GouarnamantMonarkiezh parlamantel
 - RouanezCharles III
 - Kentañ ministrAnthony Albanse
Gorread
 - Hollad7,686,850 km² (6)
 - Dour (%)1
Poblañs
 - istimadur 201122,607,571 ()
 - Stankter2,6/km²
FDD  (2010) 0.937 (Uhel) (2)
MoneizDollar aostralian (AUD)
Gwerzhid-eur(UTCeus +8 da +11½)
Kod kenrouedad.au
Kod pellgomz+61

E-pad 40 000 bloaz ne oa nemet Aostralianed a-orin (an Aborijened) o vevañ er c'hevandir a-bezh. Gweladennet e oa an tiriad gant pesketaerien eus an inizi tost, met ne dizhas an enezenn vras ergerzherien ha marc'hadourien europat nemet er XVIIvet kantved. E 1770 ec'h embannas Breizh-Veur he gwirioù war ar vro goude dilestridigezh James Cook, met tizhet e oa bet Botany Bay gant Louis de Saint-Aloüarn en e raok hep na voe embannet an dalc'h en anv ar roue gall Loeiz XV. E 1788 e stalias Breizh-Veur un drevadenn anvet "Kembre-Nevez"' evit kas ar c'haleourien di. Kement a gresk a voe e niver ar boblañs ken e krouas ar Saozon trevadennoù roueel all a-hed an XIXvet kantved.

E 1901 e voe savet kevread Aostralia dre unanidigezh 6 trevadenn bodet dindan an anv Commonwealth of Australia (Kenglad Aostralia) staget ouzh Rouantelezh Breizh-Veur. Ur gouarnamant dibar a zo bet staliet gant ur renad-parlamant hag ur vuhez politikel demokratel. Tizhet en deus ar boblañs 20,4 milion a dud, an darn-vuiañ anezho a zo o vevañ er c'hêrioù bras, an holl anezho war an aodoù. Ar c'hêrioù pennañ a zo Sydney, Melbourne, Brisbane, Perth hag Adelaide.

Gerdarzh an anv

Dont a ra ar ger Aostralia eus al latin australis = eus ar c'hreisteiz. Kredet e veze er Grennamzer e c'hellje bezañ ur c'hevandir bennak er Su da Azia, met den ne ouie e pelec'h e oa.

Banniel

*Gwelet Banniel Aostralia

Banniel Aostralia

Banniel Aostralia a oa bet dibabet gant ur genstrivadeg aozet e 1901, hag adveret a-c'houde, e 1909. Ar steredenn vras seizh barr dindan an Union Jack ne oa nemet c'hwec'h barr en orin, a arouez ar c'hwec'h stad (Aostralia ar C'hornôg, Aostralia ar Su, Queensland, Sukembre-Nevez, Tasmania ha Victoria) hag ar seizhvet barr a arouez an tiriadoù (Tiriad an Norzh, Tiriad ar C'hêr-benn...). Ar pemp steredenn da zek eur rik a arouez Kroaz ar Su, ur steredeg eus oabl hanterzouar ar Su.

Douaroniezh

Stadoù ha tiriadoù

Ur vro gevreadel eo Aostralia, gant seizh stad emren ha tiriadoù ouzhpenn.

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.