Il-ha-Gwilen

departamant Bro-C'hall
Il-ha-Gwilen
Ardamezioùlogo
Il-ha-Gwilen
Anv gallek (ofisiel)Ille-et-Vilaine
BroBreizh Breizh
Melestradurezh
RiezFrañs Frañs
RannvroRannvro Breizh
Pennlec'h
(prefeti)
Roazhon
IsprefetioùFelger
Redon
Sant-Maloù
Prezidant ar c'huzul-departamantJean-Luc Chenut (PS)
PrefedEmmanuel Berthier
Kod EBSSA35
Kod ISO 3166-2FR-35
Kod Eurostat NUTS-3FR523
Poblañsouriezh
Poblañs1 088 855 ann. (2020)[1]
Stankter161 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù
Gorread6 775 km²
Adrannoù
Arondisamantoù4
Pastelloù-bro8
Kantonioù27
Etrekumuniezhioù18
Kumunioù333

An Il-ha-Gwilen[2] (distaget: [ˌiˑlaˈɡwiːlɛn](Daveoù a vank)), Il-ha-Gwilum[3] pe Il-ha-Gwinum[4], Ille-et-Vilaine e galleg hag ent-ofisiel (distaget: [i.l‿e.vi.lɛn]), a zo unan eus ar pemp departamant a oa bet savet e Breizh da heul ar Reveulzi c'hall. E reter-norzh ar vro emañ, Roazhon eo ar pennlec'h anezhañ, hag ar 35 an niverenn roet dezhañ.

An anv

C'hoarvezout a ra eus anvioù stêrioù, evel alies e departamantoù Frañs, re ar stêrioù Il ha Gwilen. Meur a wech ez eus bet kaoz da cheñch anv d'an departamant hep nad afe an traoù betek penn.

Hervez un diviz eus an 20 a viz Mezheven 2013 er c'huzul-departamant e tlefe annezidi Il-ha-Gwilen bezañ anvet Bretilliens, un anv perc'hennet gant an departamant.

Douaroniezh

Kartenn Il-ha-Gwilen.


Istor

Savet eo bet diwar Bro-Roazhon, lodenn reter Bro-Sant-Maloù, ul lodenn vras eus Bro-Zol, un toullad parrezioù eus Bro-Wened er mervent, hag un nebeud parrezioù eus Bro-Naoned er su.

Kêrioù

Kêrioù pennañ an departamant
KumunPoblañs (2020

)

Arondisamant
Roazhon222 485Arondisamant Roazhon
Sant-Maloù46 995Arondisamant Sant-Maloù
Felger20 505Arondisamant Felger-Gwitreg
Bruz19 090Arondisamant Roazhon
Gwitreg18 603Arondisamant Felger-Gwitreg
Saozon-Sevigneg17 316Arondisamant Roazhon
Sant-Jakez-al-Lann13 955Arondisamant Roazhon
Pazieg12 004Arondisamant Roazhon
Lanvezhon12 637Arondisamant Roazhon
Kantpig10 236Arondisamant Roazhon
Dinarzh10 235Arondisamant Sant-Maloù
Kastell-Geron10 541Arondisamant Roazhon
Sant-Gregor9 881Arondisamant Roazhon
Redon9 315Arondisamant Redon

Poblañs

1 088 855 annezad a zo ennañ hervez niveradeg an EBSSA e 1088855 war 6 775 km².

Arondisamantoù an Il-ha-Gwilen

E Roazhon emañ prefeti an departamant. E Sant-Maloù, Felger, ha Redon eo staliet an isprefetioù.

Ar c'huzul-departamant

Jean-Louis Tourenne, eus ar Strollad Sokialour Gall, a oa prezidant Kuzul-departamant Il-ha-Gwilen etre 2004 ha 2015.

Brezhoneg

Ar c'helenn divyezhek :

  • 4 c’humun a zo klasoù divyezhek publik enno (Roazhon, Sant-Maloù, Redon, ha Bruz). 0,6% eus bugale an departamant a zo enno er c'hentañ derez (Ofis ar Brezhoneg).
    • Bec'h e oa bet e Bruz e miz Gwengolo 2009 pa oa bet nac'het digeriñ ur c'hlas divyezhek gant an Enseller Akademiezh Jean-Charles Huchet.
  • 4 c’humun a zo klasoù prevez divyezhek enno (Roazhon - skolioù Sant Yann Bosco ha Sant Mikael - Gwitreg, Redon ha Kastell-Bourc'h).
  • 3 c'humun zo enno ur skol Diwan en departamant, e Roazhon, Magoer hag abaoe miz Gwengolo 2013 e Felger.

Gwelet ivez

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù