Roazhon

kêr-benn Breizh

Roazhon (distaget ['rwa:zõn] peurliesañ[2]) eo eil brasañ kêr Breizh goude Naoned, e kember ar Gwilen hag an Il e reter ar vro, e Breizh-Uhel. Ur rol melestradurel ha armerzhel pouezus he deus. Kêr-benn ha sez prefeti rannvro velestradurel Breizh eo, pennlec'h ha sez prefeti departamant Il-ha-Gwilen, sez ar Rannvro vilourel Kôrnog, Akademiezh Roazhon ha lez-varn galv Roazhon lec'hiet e savadur Breujoù Breizh. Lakaet eo da vezañ unan eus div gêr-benn Breizh gant Naoned. 216 815 annezad en deus ar gêr e 2017, 335 092 en tolpad kêrel, 447 429 en tolpad-kêr ha 727 357 en tolead kêr (e 2016).

Roazhon
Ti Breujoù Breizh.
Ti Breujoù Breizh.
Ardamezioù
Anv gallaouekResnn pe Renn
Anv gallek (ofisiel)Rennes
Bro istorelBro-Roazhon Bro-Roazhon
Melestradurezh
DepartamantIl-ha-Gwilen Il-ha-Gwilen (prefeti)
ArondisamantRoazhon (pennlec'h)
KantonPennlec'h c'hwec'h kanton
Kod kumun35238
Kod post35000, 35200, 35700
Maer
Amzer gefridi
Nathalie Appéré (PS)
2020-2026
EtrekumuniezhRoazhon Meurgêr
Bro velestradurelBro Roazhon
Lec'hienn webhttp://metropole.rennes.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs222 485 ann. (2020)[1]
Stankter4 415 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 06′ 53″ Norzh
1° 40′ 46″ Kornôg
/ 48.114722, -1.679444
Uhelderioùkreiz-kêr : 39 m
bihanañ 20 m — brasañ 74 m
Gorread50,39 km²
Lec'hiañ ar gêr
Roazhon

Ur rol a-bouezh en deus c'hoariet Roazhon e Istor Breizh. En he Iliz-veur e veze kurunet Duged Breizh. Sez Breujoù Breizh e teuas da vezañ goude ma voe staget Breizh ouzh Bro-C'hall. Aze e tarzhas Emsavadeg ar paper timbr e 1675 ha an Dispac'h gall e 1789. Un tann-gwall bras a zistrujas ul lodenn eus ar gêr kozh e 1720, adsavet er giz klasel.

E Roazhon emañ sez mediaoù rannvroel evel Ouest-France ha France 3 Ouest, embregerezhioù er greanterezh (labouradeg PSA La Janais, an TNKK) hag er genad tredeel. Ur pol imbourc'h eo ivez.

Douaroniezh

Diazez Kêr Roazhon en em gav ouzh kember ar stêrioù Ill ha Gwilen.

Kumunioù amezek

Anv

Stummoù skrivet

  • Anne-Marie Rouanet-Liesenfelt ː Condate (It. Ant.); Redonas (Not. Dig.); Civitas Redonum (Not. Gall.); Condate (Tab. Peut.); Rhedonicam, Redonicam (Gregor Teurgn); Civitas Riedonum (CIL), C R (war mein-bonn ː Civitas Riedonum).
  • Erwan Vallerie ː Civitas Redonum, IVvet; Redonas, IXvet; Reygnes, 1291; Reynes, 1295, 1313; Rengnes, 1337; Resne, 1340; Raynes, 1352.

Gerdarzh

A-raok amzer an doare-skrivañ peurunvan e veze kavet meur a stumm skrivet : Roazon[3] e Leon, Kerne ha Treger, dre vras, ha Roahon[4],[5], Roéhon[6], Roaon[7] e Gwened.

Roazhoniz a vez lavaret eus tud Roazhon.

E galleg e skriver Rennes, distaget [ʀɛn], hag e gallaoueg e skriver Resnn pe Renn.

Ardamezioù

Peuliet etre argant ha sabel a c'hwec'h pezh ; e gab en argant karget gant pemp brizhenn erminig.
Ardamezeg Hozier, 19 a viz Gouere 1697.
Kadarnaet gant Charlez X d'an 18 a viz Mae 1825.
Kroaz ar Brezel 1939-1945.

Istor

XVIIvet kantved

XVIIIvet kantved

Dispac'h Gall

  • Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Roazon da benn ur bann[9].

XIXvet kantved

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • Fuzuilhet e voe pevar soudard bet ganet er gumun gant al lu gall[10].
  • Ur soudard bet ganet e Kesoue a voe fuzuilhet gant al lu gall e Roazhon d'an 21 a viz Eost 1916.
  • 1 841 den a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 2,32% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[11].

Eil brezel-bed

Mojenn Maximus ha Konan Meriadeg

Istorourien Breizh hag all[22] o deus kemeret Roazhon evit Redonum, anv ur gêr eus Galia roet gant Jafrez Menoe, kêr bet tapet gant Maximus (Magnus Clemens Maximus) ha Konan Meriadeg, goude o dilestradeg hag o trec'h war Himbaldus war an aodoù, d'an nevez-amzer 383. Ar Redonum se e vije bet tapet war un taol, d'an abardez.

Un dra diaez da grediñ ma vez laret hag o devoa dilestret e Plougerne, pe dost da Sant-Maloù, pe c'hoaz e Naoned, hag abalamour da se kaset da vojenn.

Ur gammgemeradenn e oa, dre ma vez mesket ha luziet Aremorica an amzer se ha Breizh a-vremañ.

Diskoulmet eo bet ar gudenn se pa'z eo bet dizoloet, dre ur skeudenn arkeologiezh dre nij, hag ar villa Himbaldus e oa e le-Vieux-Rouen-sur-Bresle, ha Château-Hubault e Saint-Germain-sur-Bresle, e-kichen, en tu all d'ar stêr Bresle, an div kumunn se o vezhañ en Aremorica kenkoulz ha Roazhon. Ar ger Vieux-Rouan e dalv kement hag hen-roudour, pe vicus ar roudour. Ur wrizienn *rit- a zo e-gevred etre Roazhon ha le Vieux-Rouan-sur-Bresle.

War un hent roman, aet da hent ar pesked war lec'h, etre Saint-Valery-sur-Somme (Leuconos), le Tréport, ha Pariz, emañ le Vieux-Rouen-sur-Bresle. An emgan etre Maximus ha Grasian e zigouezhas e-kichen Pariz. Grasian e oa laket war dec'h.

Monumantoù ha traoù heverk

Plasenn Santez-Anna
Lise Émile Zola

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor da Roazhon.

Monumantoù-brezel

Bezioù ar C’hommonwealth e bered ar gumun: Rennes Eastern Communal Cemetery

E-pad an Eil Brezel-bed e varvas an darn vrasañ eus ar soudarded eus ar C'hommonwealth a voe beziet e bered ar Reter e Roazhon. Kalz milourion douaret enni a varvas p’edont e Roazhon en un tren a voe bombezet gant al Luftwaffe, an aerlu alaman d'ar 17 a viz Even 1940.

Trevourion ha soudarded c’hall e trenioù all a voe lazhet ivez. Diaes e voe anavezout ar c’horfoù.

26 milour all eus ar C’hommonwealth a varvas pa gouezhas o c’harr-nij nepell eus Roazhon p’edo o vont eus Kaero d’ar Rouantelezh-Unanet e miz Here 1945: e Rennes Eastern Communal Cemetery ivez e voent beziet[23],[24].[25]

BroNiver a soudarded
Indez5 (Tirlu)
Kanada2 (Aerlu)
Rouantelezh-Unanet124 (Tirlu: 85, Aerlu: 38, Morlu: 1)
Zeland-Nevez5 (Tirlu: 1, Aerlu: 2)
Ditour diresis35
Dianav penn-da-benn81
Hollad252

Armerzh

Roazhon Atalant

Poblañs

Emdroadur ar boblañs

adalek dibenn ar XVvet kantved betek dibenn an XVIIIvet kantved

[27].

abaoe 1793

179318001806182118311836184118461851
30 16025 90429 22529 58927 34035 55237 89539 21839 505
185618611866187218761881188618911896
45 66445 48348 28352 04457 17760 97466 13969 23269 937
190119061911192119261931193619461954
74 67675 64079 37282 24183 41888 65998 538113 781124 122
1962196819751982199019992006200720112013
151 948180 943198 305194 656197 536206 229209 613207 922208 033211 373

Melestradurezh

Roll ar vaered
MareAnvStrolladKarg
4 Ebrel 2014→ bremañNathalie AppéréPSKannadez (2012-2017)
22 Meurzh 20084 Ebrel 2014Daniel DelaveauPSKazetenner
16 Meurzh 197722 Meurzh 2008Edmond HervéPSKelenner
Ministr (1981-1986)
Kannad (1986-1993 / 1997-2002)
Senedour (2008-2014)
3 Mae 195316 Meurzh 1977Henri FrévilleMRP - UDFKelenner
Kannad (1958-1968)
Senedour (1971-1980)
Prezidant Kuzul-departamant Il-ha-Gwilen (1966-1976)
4 Eost 19443 Mae 1953Yves MilonRPFDouarour, kelenner
14 Mezheven 19444 Eost 1944René PatayMezeg
193514 Mezheven 1944François ChâteauStrollad radikalEmbreger
19 Mae 19291935Jean LemaistreStrollad radikalKargad
Senedour (1932 →)
10 Mae 192519 Mae 1929Carle BahonSFIOKelenner
2 Kerzu 192310 Mae 1925Alfred DanielKantonier
12 Mae 190823 Here 1923Jean JanvierStrollad radikalEmbreger
190012 Mae 1908Eugène PinaultRepublikanGreantour
Senedour (1901 →)
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Kêraozerezh

Abaoe meur a vloaz e vez distrujet tier ha tachennoù glas evit sevel savadurioù uhel da lojañ muioc'h a dud, evel e straed an Alma pe e straed Sant-Brieg.

Implijet e vez an tachennoù labouradegoù ha kazarnioù kozh, evit dastum annezidi nevez ha kreskiñ ar boblañs. Gant-se e kresk ar c'hudennoù stag ouzh an dezougen.

Karterioù

Deskadurezh

Skolioù-meur

Div skol-veur zo e kêr : Skol-Veur Roazhon I ha Skol-Veur Roazhon II.

Brezhoneg

Rennes / Roazhon.

Deskadurezh

  • Ur skol Diwan a zo eno abaoe 1978[29].
  • E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 921 skoliad (4 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). Ofis ar Brezhoneg

Tud

Tud bet ganet eno

Soudarded vreizhat bet ganet er gumun fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ

  • Pierre Le Mével, d'ar 26 a viz Genver 1888, zouav en 2l rujumant kerzhet Afrika, dic'haloñset ha fuzuilhet e Zeitenlik Salonik (Gres) d'an 11 a viz Gouhere 1916, abalamour ma «nac'has mont d'an ti-gar da gemer an tren da vont d'an talbenn»[30].
  • Alexis Oho, ganet d'ar 14 a viz Ebrel 1893, marc'heger er 14vet rujumant husarded, fuzuilhet d'an 30 a viz Genver 1915 e Courtisols (Bro-C'hall), abalamour m'en dije «klasket laerezh gant armoù, ha klasket lazhañ tud»[30].
  • Louis Pérenin, d'ar 17 a viz Gouhere 1886, hemolc'her en 3 batailhon kerzhet skañv Afrika, fuzuilhet d'an 19 a viz Here 1917 e Cramant (Bro-C'hall), evit «dezerterezh»[30].
  • Pierre Rocher, d'an 28 a viz Eost 1892, soudard en 70vet rujumant war-droad, fuzuilhet d'an 11 a viz Gouhere 1915 e Duisans (Bro-C'hall) evit «nac'h sentiñ» ha «dilez e bost dirak an enebour» />[30].

Tud marvet eno

Tud liammet gant kêr

Ardamezeg ar familhoù

Charles Albert, gouarnour Breizh.

Degemeret eo bet e c'halon gant Kêr Roazhon e 1698.

En aour e leon en gul krabanet, teodet ha kurunet ivez en gul
Nicolas Allixant, kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1559, ha kadoriad an Imbourc'hioù e 1569. Aet da Anaon e Roazhon e 1596En glazur e sourin en aour heuliet gant teir steredenn ivez en aour, 2, 1
Alexis-François-Jacques Anneix, penn-alvokad Roazhon ; aet da Anaon e 1758En glazur e steredenn heuliet gant teir c'hroaz pavek, an holl en argant
d'Aubert,

aotrounez Bourgnouveau

En gul e deir zorzhell en aour
Raoul Bagatz ; konestabl Roazhon e 1451En argant e lammell en gul
(?) Baillon,[32]

senesal, maer ha letanant-jeneral polis Roazhon e 1744

En glazur e zaou gleze en argant, dornellek en aour, lammellet, heuliet ouzh kab gant ur greskenn en argant.
Guillaume Bain, prokulor ouzh prezidial Roazhon e 1641En glazur e sourin en aour karget gant pemp kreskenn en gul, ha hebiaet gant daou gadgi savant en argant
? Ballan, chuin Roazhon e 1696En sabel e dreustell en argant karget gant teir zorc'hell en gul
Le Bariller, aotrounez Riaval, e Saint-Hélier (e Roazhon hiziv)
  • Alain, noter ouzh lez Roazhon e 1513
En argant e gebrenn en glazur, heuliet gant teir melionenn c'heotet
le Baron, prokulor jeneral ouzh lez Roazhon (aet da Anaon e 1805)En argant e dreustell heuliet gant teir melionenn, an holl en geot.
Barrin,

baroned Montbarrot e 1671, e Sant-Albin-Roazhon

En glazur e deir balafenn en aour
Le Bart,
  • Jean le Bart, abad Sant-Melen; aet da Anaon e 1393;
  • ur c'honestabl Roazhon e 1489
En glazur e leonparzh en argant
??? Baudran, kuzulier ouzh prezidial Roazhon e 1580En glazur e sourin en aour, heuliet ouzh kab gant teir rodig-kentr hag ouzh beg gant ur greskenn, an holl en aour
??? de Beaulieu ː daou c'honestabl Roazhon, e 1496 ha 1498En glazur e leon en argant, heuliet gant nav bezantenn en aour, 4, 2, 3
de Beaumont, aotrounez Monteval, e Sant-Stefan Roazhon, ha Sainte-Foy, e Toussaints Roazhon

- Jean de Beaumont, alouez Roazhon e 1384

"dougen a ra tri fod leinet gant un drailhenn"

Livioù disanvet

Jean de Bourgneuf

Aotrou Cucé (hiziv e Roazhon); Kadoriad kentañ ouzh Breujoù Breizh eus 1595 da 1636; aet da Anaon e Pariz ar 27 Eost 1669

En argant e lammell en sabel, e grennbalefarzh en gul karget gant daou besk en argant
Jean du Cellier, kadoriad ouzh ar C'hontoù , ha kañseller ha senesal Roazhon e 1458En gul e dreustell en brizh, heuliet gant teir fempdiliaouenn en argant
Mathurin Chéreil, sindik a kuzulier ouzh prezidial Roazhon e 1689En glazur e lammell en argant
Fablet de la Motte [33]
  • En gul e groaz en argant karget gant pemp brizhenn erminig en sabel, e gab en glazur karget gant teir steredenn en argant.
  • Sturienn : Ex voto publico
François-Charles-Joseph Frey, mestr diwezhañ ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1786.En argant e c'housourin en gul heuliet gant daou divaskell ivez en gul
Jean de la Lande des Fossés, kabiten ar strollad-koronal Roazhon ha kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1592En glazur e leon en aour
Marc'hec / Marchec / Chevalier

Aotrounez Montbarot ha la Martinière, e Sant-Albin-Roazhon.

- Alain, senesal Roazhon ha kuzulier ouzh ar Grands-Jours e 1498; en eus sinet feur-emglev dimeziñ Anna Breizh ha Loeiz XII.

- René, gouarnour Roazhon e 1583 [34]

En argant e leon en gul, krabanet, teodet, ha kurunet en aour, e dreustell balirant en sabel, karget gant teir rodig-kentr en argant
de Marnières,

Aotrounez la Martinière ha baron Montbarrot, e Sant-Albin-Roazhon

En glazur e gebrenn en aour, heuliet ouzh kab gant div rozenn hag ouzh beg gant ul leon, an holl en aour.
Nantrieul

Aotrounez Chesnayes.

Pierre, tailhanter war mogajoù Roazhon e 1696

En glazur e bemp bezantenn en aour
Jean Palasne, serjant-jeneral Roazhon e 1764.En glazur e dreustell en argant karget gant tri houarn mulez en gul, ha heuliet gant teir delienn askol en aour

Sport

Stad Roazhon

Mell-droad

Darvoudoù-sport a bep seurt

Bretagne-Séché Environnement

Liammoù etrebroadel

Gevelliñ

Gevellet eo gant 13 kêr :

Hag ivez kêriadennoù :

Koñsuldioù

Div goñsuliezh hollek a zo e Roazhon : Maroko staliet boulouard Sevigneg hag ar Stadoù-Unanet kae Chateaubriand. Un Ensavadur gall-hag-amerikan a zo ivez abaoe fin an Eil brezel bed.

Liammoù diavaez

Levrlennadur

  • Jean-Claude Even-Kernivinenn ː Genèse de la Bretagne armoricaine. Analyse de l'expédition de Maxime, Magnus Clemens Maximus, au printemps 383. Lannuon. 1003-1999
  • Michel Froger et Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Laurence Mathey-Maille : Geoffroy de Monmouth. Histoire des rois de Bretagne. Les Belles Lettres. Paris 1992
  • Anne-Marie Rouanet-Liesenfelt ː La Civilisation des Riedones. 2è supplément à Archéologie en Bretagne. Brest. 1980
  • Lewis Thorpe : Geoffrey of Monmouth. The history of the kings of Britain. Penguin Books Ltf. Harmondsworth. 1966 -1973
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù