Ingvar Carlsson
Gösta Ingvar Carlsson (ganet d'an 9 a viz Du 1934) zo ur politikour svedat hag a voe Kentañ Ministr e vro div wech, eus 1986 da 1991 hag eus 1994 da 1996. E penn Strollad Sokialdemokrat Sveden (Socialdemokraterna) e voe etre 1986 ha 1996. Anavezet eo evel an hini a lakaas Sveden da vont e-barzh Unvaniezh Europa.
Kannad e voe Carlsson er Riksdag eus 1965 da 1996 en anv pastell-vro Stockholm. Ministr an Deskadurezh e voe eus 1969 da 1973, Ministr ar Yec'hed hag an Aferioù Sokial e 1973, hag adarre eus 1974 da 1976, ha Ministr an Endro eus 1985 da 1986. Eus 1982 da 1986 e voe bes-kentañ ministr ha mont a reas da Gentañ ministr pa voe muntret Olof Palme e miz C'hwevrer 1986.
En e raok: Olof Palme | Kentañ Ministr Sveden 13 a viz Meurzh 1986 – 4 a viz Here 1991 | War e lerc'h: Carl Bildt |
En e raok: Carl Bildt | Kentañ Ministr Sveden 7 a viz Here 1994 – 22 a viz Meurzh 1996 | War e lerc'h: Göran Persson |
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle