Kolkida

Kolkida, pe Kolc'his (Jorjieg ha lazeg : კოლხეთი, ḳolc'hethi pe "ḳolc'ha" ; henc'hresianeg : Κολχίς, Kolkhís) a oa ur Stad[1],[2], ur rouantelezh hag ur vro[3], war aod ar Mor Du, e kornôg Jorjia[4],[5],[6],[7], he deus bet ur roll pouezus e savidigezh broad Jorjia[8],[9],[7].

Rouantelezh Kolkida a oa unvanet gant rouantelezh jorjian Iberia[10],[11]. Graet e vez Kolc'hisidi eus ar meuriadoù jorjian a boble aod reter ar Mor Du[12] gwezhall.

E gwengelouriezh Hellaz e oa Aietes ha Medea o chom e Kolkida. Eno e oa ar Maoutken aour a yeas Iason hag an Argonaoted da gerc'hat ivez. Soñjal a reer ivez e oa bro an Amazonezed marteze.

Hervez ar skrivagnerien e c'haller kompren e oa e Kolkida ur geoded-impalaeriezh trevadennet gant ar C'hresianed. Eus ar rouantelezh kozh-se e teu Jorjia a hiriv.

Istor

E dibenn ar bloavezhioù 2000 a-raok JK e oa, e reter ar Mor Du, div rouantelezh o kreskiñ, hini Diaochi Daïaé, ha hini Kolkha (Κολχίς / Kolkhís pe Kolkhis e gregach) pe Kolkida, bro mojenn ar maoutken aour.

Aea (?) a veze graet eus Kolkida a-wechoù, diwar anv an enezenn m'edo ar roue Aietes hag e c'hoar Kirke o chom er vitologiezh, en aber ar stêr Phase (a zo Rioni hiziv). Gant ar stêr-se e oa graet an disparti, hervez soñj Hellaziz kozh, etre Europa hag Azia, hag aleshont e c'halled merdeiñ c'hoazh war-zu ar reter.

Gant Hellaziz Miletos e voe savet trevadennoù en VIIIvet kantved kent JK, ha da gentañ-penn hini Diaskourias, a voe anvet Sebastopolis diwezhatoc'h, hag a zo anvet Soukhoumi hiziv. Bevennet e oa Kolkida gant ar Menezioù Kaokaz en hanternoz ha klotañ a ra tamm-pe-damm gant Jorjia hiziv. War-dro 330 kent JK e voe skarzhet ar Bersed ac'haleno gant Aleksandr Veur (-336/-323).

Gant tierniezh ar Farnavazided, a badas betek 93 kent JK, e teuas da vout rouantelezh Kartlia, pe Iberia hervez ar C'hresianed. Goude e teuas Iberia da vout e dalc'h tierniezh an Arsakided, etre 93 ha 32 kent JK, ha neuze e tistroas ar Farnavazided. E 65 kent JK e voe aloubet ar vro gant Pompeius (-106 /-48). Diwezhatoc'h, en amzer an impalaer roman Trajan e voe staget Kolkida ouzh proviñs roman Pontus, betek krouidigezh kentañ rouantelezh Jorjia e 265.

En 311 e voe degaset ar relijion gristen gan santez Ninon (pe Nino pe Nina), sklavez ha merzherez. Adal 337, goude badezet ar roue Mirvan III (265-342) hag e bried Nana, e voe relijion ofisiel ar rouantelezh


En 654 edo ar Bersed ha Buzantion o klask mestroniaén ar vro, pa voe kemeret o dizalc'hted gant ar Jorjianed en VIIIvet kantved.

Notennoù