VIIIvet kantved

701702703704705706707708709710
711712713714715716717718719720
721722723724725726727728729730
731732733734735736737738739740
741742743744745746747748749750
751752753754755756757758759760
761762763764765766767768769770
771772773774775776777778779780
781782783784785786787788789790
791792793794795796797798799800

D'ar 1 Genver 701 e krog an VIIIvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 800.

Darvoudoù

Amerika

  • Deroù al labou-douar e reter Kanada.
  • Kentañ kêrioù ar Mississippi (700-1000), savet en-dro da savennoù-templ evel Kahokia, tolpad kêr koshañ Norzhamerika.
  • En em zispakañ a ra ar sevenadurezhioù Hohokam, Mogollon hag Anasazi (Utah, Colorado, Arizona, New Mexico, Sonora, Chihuahua) e mervent Norzhamerika. Fin-tre eo ar priajoù graet ganto. Diazezet eo sevenadur Hokokam, ar c'hoshañ anezho e dezerzhioù su Arizona hag e norzh ar Sonora. Mont a ra tiez-silo strizh hanterzouaret d'ober al lec'hioù-annez. Staliet int nepell eus ar stêrioù a-benn diorren an dourañ (evit gounit maiz, fav, koulourdrenn, koton, marteze butun hag amarantez).
  • Adsavet e vez keoded vaya Tikal, gant pemp templ piramidennek ha leurioù c'hoari bolotenn, temploù ha palezioù liammet dre hentoù ledan. 50 000 a dud a vev e Tikal.
  • Sevenadurezh Tiahunaco (700-1300) e su ha, goude, e norzh Perou hag e reter Bolivia.
  • Ren a ra Stad Chimú war aod Perou gant Chan Chan da gêr-benn a-hed 1600 kilometr.

Afrika zu

  • Bountet gant kresk o foblañs eo stag ar Rakvantoued, bet ganet diwar ur meskaj pobloù neolitek eus ar Sahara gant pobloù paleolitek Soudan, gant un hir a dreuztiriadur kroget kerkent hag ar I milved kt JK. Mont a reont war glask lec'hioù annez nevez ha degas a reont ganto implij an houarn e kreiz Afrika tra ma chomo ar pobladoù d'ober gant kontilli mein e su ar c'hevandir betek kreiz an XIXvet kantved. Darn anezho o dije skoet don diouzhtu war-du ar su en ur heuliañ ar stêrioù Sangha hag Oubangi. Re all o dije graet tro ar goadeg kehederel kent mont trema ar c'hreisteiz. Kentañ strollad ar rakvantoued-se eo zo aet da stummañ kalonenn Bantoued ar c'hornôg. Ar re all o deus stummet sichenn Bantoued ar reter kreizennet war broviñs Shaba (bet Katanga) e Zair. Alese en em ledo o yezh, ar bantoueg, etrezek ar reter, ar c'hornôg hag ar su. Ac'hubet eo ganto diazad ar stêr Kongo e-tro an VIIIvet pe an IXvet kantved.
  • Krouet rouantelezh Kanem gant un dierniezh Teda (meuriad Toubou) e Soudan an Tchad. Kregiñ a ra o sevenadur e norzh al Lenn Tchad. Diwar kemmesk an Detaed gant pobladoù engenidik Sao e c'hano ur bobl nevez ar C'hanembou.

Azia

Azia-greiz

  • Klask a ra ar Girghized ober o renkoù en Azia-greiz a-raok en em dennañ en-dro en o douaroù orin (Abakan, war c'horre ar Ienisei).
  • Kevreet eo ar Ouigoured e-biojoù su al lenn Baikal.
  • O kantren emañ ar Garluked hag an Döleched eus an Altai d'al lenn Balkhach. E su al lenn emañ an Dürkeched.

Bed arab ha muzulman

India

  • Temploù kleuziet Elefanta (enezenn e bae Mumbai).
  • E Nepal e kemer tierniezh an Dhakured lec'h al Lichhavied.

Kornôg Europa

  • Emled brasañ an impalaeriezh arab-ha-muzulman er C'huzh-heol. Aloubet eo ledenez Iberia gant muzulmaned arab ha berber. Lakaat a ra un termen da ren ar Wizigoted, deroù tost eizh kantved bezañs vuzulman eno eo.
  • Karl Veur (742 - Aachen, 814), roue ar Franked (768 - 814) ha impalaer ar c'hornôg.
  • Krouet kêr Erfurt.
  • Saga Beowulf, livet gantañ doare bevañ ar gevredigezh sakson diazezet war ar brezel, an harozerezh, an enor hag ar vrokusted, a sav d'ar mare-hont moarvat.
  • Treiñ tribloaziek ar gounit douar e Galia.
  • Harald Hilteland (dant argad), roue damvojennel Danmark. Hervez Sakso Grammaticus, e vije bet lazhet gant niz Hringr e-kerzh emgann Brávellir (tost da Norrköping, e Sveden).
  • 793 : kentañ argad viking war abati Lindisfarne e norzh Bro-Saoz.

Kreiz ha reter Europa

  • Derc'hel a ra penn Moravia ouzh aloubadegoù an Avared a-drugarez da skoazell Karl Veur. En em zispakañ a ra priñselezhioù Moravia ha Nitria e-kreiz Europa (gwelet Moravia Veur)
  • Sujet eo an Dcheked gant Karl Veur e dibenn ar c'hantved.
  • Stil arzel Blatno e norzh Slovakia, mesket ennañ elfennoù eus arz ar Franked, ar Vikinged hag ar gevred.
  • E deroù ar c'hantved e vez galvet Bavarianed an dug Odilon gant ar Garantanianed anezho meuriad pennañ Slaved an Alpoù evit en em zizober eus krog d'an Avared. Deuet eus norzh ar C'harpatoù pe eus ar Balkanoù, kaset gant Bizantiz evit stourm a-enep d'an Avared en em led ar Slaved betek Pustertal. Kilañ a reont e dibenn ar c'hantved m'emañ harzoù o fobladoù war an Enns a zisparti anezho eus ar Vavarianed. Ur župan dilennet zo e penn anezho, un hengoun a dreuzvevo betek 1414. Kendeuziñ a raio ar pobladoù slav gant ar re romanekaet a-hed an IXvet kantved, ma chomo kumuniezhioù roman evel Ladined an Tirol ha Friouliz reter Venetia.
  • Strewet eo ar pobloù balt etre ar Vistul ha pleg-mor Finland. Emañ ar Brusianed (Pruzzen) etre ar Vistul hag an Niemen, tost da Lituaniz; rannet eo Lituaniz e meuriadoù liesseurt (en o zouez Schmuded Samogitia), e diazad an Niemen, Latviz (Lettgalles, Zemgales, Seles) en-dro da bleg-mor Riga, al Lived hag an Ested en norzh, betek pleg-mor Finland, Finned-hag-hungariz kar da veuriadoù Finland.
  • Trevadennet eo bet ar broioù balt gant kenwerzhourien ha foeterien-vro skandinavat adal ar VIIvet kantved hedet ganto ar stêrioù war grec'h evel an Dvina, ar Berezina hag an Dniepr a-raok tizhout Kergustentin en IXvet kantved. E-tro 1115 emañ renablet e kronikenn Nestor anvioù ar pobloù balt a veze paeet truaj ganto da briñs Kiev : al Lived, ar Samigoted ar bPruzzed hag ar Čud (Ested).
  • Kuitaat a ra meuriadoù hungarat bro vBachkiria evit skein war-du ar su adal ar VIIvet pe an VIIIvet kantved. Adkavet e vezont war ar Volga ha, da c'houde, war an Don e-lec'h ma kenvevont gant ar Vulgared, an Onogoured peurgetket, ha ma skoulmont darempredoù strizh gant impalaeriezh ar Ghazared (a orin Turk-ha-bulgarek eo ouzhpenn 200 ger hungarat, re all a ziskouez levezon Iran ar Sarmated hag an Alaned). Goude 700 ez a meuriadoù hungarat zo betek norzh ar C'haokaz (Magyared Savard), re all a dizh norzh ar mor Du.
  • Kalz Bulgared eus ar Volga a zegemer an Islam.
  • Troet eo un diverrañ eus buhez Bouda e gresianeg gant sant Yann Damask; berzh a ra dre-holl er bed kristen dindan anvioù Barlaam ha Jozafat.

Tud dibar

Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù

  • Implij an arar pounner e traoñienn ar Roen
  • Implij ar gwakol e Norzheuropa en VIIIvet hag en IXvet kantved – deuet eus Azia marteze
  • Degemeret gant an Arabed doare fardañ ar paper deuet eus Sina
  • Deroù diskar marevezh klasel ar sevenadurezh Vaya
  • E-tro 770 : dont a ra implij an hern kezeg da vezañ boutin