Korfou

Korfou zo un enezenn eus ar Mor Ionian, e Bro-Hellaz, e gwalarn ar vro, tost da Albania. E gresianeg a hiziv eo Κέρκυρα, (Kérkyra, a-wechoù Kérkira). Gwechall e veze graet Corcyre anezhi.

Fichenn-deskrivañ
Rannved :Inizi Ionian
Rannvro :Inizi Ionian
Pennlec'h :Korfou (kêr)
Gorread :641 km²
Niver a dud :105 043 (1991)
Feur-tudañ :163.87/km²
Menez uhelañ :Pantokrator (914 m)
ISO 3166-2 :GR-22
Karrvarilhañ :KY, Kerkyra
Niver a gumunioù :13
Kumunioù dizalc'h :3
Kod post49x xx
Anv annezidi :Korfioted
Berradur HASC :CF
Kartenn
Map showing Corfu within Greece
Skeudenn satellit
Manati Vlachernes hag "Enez al Logod".


Orin an anv

  • Kérkira eo anv gresianek Korfou. Dont a rafe
    • eus anv an nimfenn Kérkira pe Kórkira,
    • eus ar ger "kerkos" (dorn) abalamour da stumm an enez.
  • Graet e veze "Drepanon" pe "Drepani" (falz) anezhi ivez.
  • Dont a rafe an anv Korfou eus an anv italianek, a deufe eus distummadur ar ger gresianek Korifai (kernioù).

Mojennoù

Orin

Dont a ra an anv Korfou eus anv Kérkira, un nimfenn. Poseidon a oa pitilh ganti hag en devoa he degaset d'an enez. Ur mab o devoe, Pheakas e anv.

Beajoù Ulises

E Korfou e oa bet chomadenn diwezhañ Ulises kent dezhañ distreiñ da Itaka. Aet e vije lestr Ulises a-gostez war ar roc'h e beg Kanoni, war enezennig Pondikonissi, er c'hreisteiz da gêr Korfou.Tud an enez a veze graet ar Pheakianed anezho (diwar anv Pheakas), a vije deuet d'e saveteiñ, ha degemeret e voe neuze gant Nausikaa, merc'h d'ar roue Alcinos.

Douaroniezh

Kartenn Korfou
Gwreg war un azen e Korfou

Gwelout ivez