La Bataille du rail

La Bataille du rail (Emgann an hent-houarn e brezhoneg) zo ur film gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall René Clément e 1945.

Fichenn deknikel

  • Doare : Drama, Istor,
  • Senario : René Clément ha Colette Audry,
  • Divizoù : Colette Audry,
  • Kevredad produiñ : Coopérative Générale du Cinéma Français (Pariz),
  • Rener produiñ : Pierre Corti,
  • Rener ar skeudenniñ : Henri Alekan,
  • Ijinour ar son : Constantin Evangelou,
  • Aozer ar sonerezh orin : Yves Baudrier,
  • Frammer : Jacques Desagneaux,
  • Prantad filmañ : deroù miz Ebrel - miz Gwengolo 1945,
  • Lec'hioù filmañ : Gwengamp, Lannuon, Tregrom (darvoud diroudennañ an tren hobregonet), ti-gar Sant-Brieg (o taolenniñ hini Chalon-sur-Saône er film),
  • Deiziad dont er-maez : 27 a viz C'hwevrer 1946,
  • Padelezh : 85'.

An danvez

Eil Brezel-bed : o lakaat o buhez en argoll e stourm harzerien Kevredad broadel hent-houarn Frañs, gant o holl nerzh, da ziaezañ an ac'huber alaman. Dilestradeg ar Gevredidi e Normandi a ra d'an darvoudoù tremen buanoc'h eget na oa raktreset. Evit na dizho ket an Alamaned an aodoù e koulz e ra an henthouarnerien c'hall d'an tren milour Apfelkern (Spluzenn aval) diroudennañ.

Roll ar gomedianed (hervez al lizherenneg)

  • Jean Clarieux : Lampin,
  • Jean Daurand : un henthouarnour,
  • Lucien Desagneaux : Athos,
  • Tony Laurent : Camargue,
  • Robert Le Ray : ar mestr hent-houarn,
  • Léon Pauléon : mestr hent-houarn Saint André,
  • Fernand Rauzéna : un henthouarnour,
  • Jean Redon : ar mekanikour,
  • Charles Boyer : an daneveller,
  • François Joux : un henthouarnour,
  • Pierre Mindaist : un henthouarnour,
  • Pierre Latour : un henthouarnour,
  • André Miller : un henthouarnour alaman,
  • Michel Salina : ar rener
  • Marcel Barnault,
  • Jean Lozach,
  • Max Woll.

Goproù

Tapet e oa bet ar Priz Méliès gant La Bataille du rail e 1946.

Da-geñver Festival ar Sinema e Cannes, e 1946, e voe deroet Priz Bras Etrebroadel al leurennañ da René Clément ha Priz ar Juri Etrebroadel d'e film.