Sant-Brieg

kumun Aodoù-an-Arvor

Sant-Brieg a zo ur gêr eus Breizh, lec'hiet e departamant Aodoù-an-Arvor, pennlec'h an departamant-se hag ar prefedelezh. Kêr-benn Bro Sant-Brieg eo, e Breizh-Uhel, nepell eus Bro-Oueloù ha Bro-Dreger, e foñs Bae Sant-Brieg. Tennañ a ra he anv eus ar manac'h Brieg, deuet eus Bro-Gembre er Vvet kantved. 45 000 annezad a oa enni e 2016, 171 721 en tolead kêr e 2013.

Sant-Brieg
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Ardamezioù
Anv gallaouekSaent-Bérioec
Anv gallek (ofisiel)Saint-Brieuc
Bro istorelBro-Sant-Brieg Bro-Sant-Brieg
Melestradurezh
DepartamantAodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor (prefeti)
ArondisamantSant-Brieg (pennlec'h)
KantonPennlec'h daou ganton:
Sant-Brieg-1
Sant-Brieg-2
Kod kumun22278
Kod post22000
Maer
Amzer gefridi
Hervé Guihard
2020-2026
EtrekumuniezhSant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù
Bro velestradurelBro Sant-Brieg
Lec'hienn webTi-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs44 166 ann. (2020)[1]
Stankter2 019 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 30′ 49″ Norzh
2° 45′ 55″ Kornôg
/ 48.513611, -2.765277
Uhelderioùkreiz-kêr : 99 m
bihanañ 0 m — brasañ 134 m
Gorread21,88 km²
Lec'hiañ ar gêr
Sant-Brieg

Douaroniezh

Kumunioù amezek

Anv

  • Erwan Vallerie (1995) ː Saint Brieux, Saint Brieuc, 1235; Seint Briout, 1284; Saint Briouc, 1294; Saint Brieuc, 1304; Saent Bryoc, 1305; Saint Brioux, 1306; Saint Briouch, 1321;  Sanctum Briocum de Vallibus, 1330; Saint Brieuc, 1356; Saint Brieu, Saint Brieuc, 1364; Saint Brieuc, 1373; Saint Brieu, 1375; Saint Briouc, 1378; Saint Briouc, 1379; Saint Briou, Saint Brieux, Saint Brieuc, 1406; Saint Brieuc des Vaux, 1407; Saint Brieu, 1409; Sainct Brieu, Seint Biriok (dihel1 saoznek), 1410; de Sancto Brieuco, 1411; Sainct Briou, 1417; Saint Brieuc, Saint Brieu, 1420; Saint Briou, Saint Briouc, 1423; Saint Brieul, Saint Brieux, 1462; Saint Brieu, 1513; Saint Brieux, Saint Brieu, 1535; Saint Brieu, 1565; Saint Brieu, 1636; Saint Brieu, 1709

Ardamezioù

  • En glazur, e c'hripi en aour, krabanet ha teodet en gul (Ardamezeg d'Hozier, 1698)

Brezhoneg

Panell degemer divyezhek.
  • Ur skol Diwan zo e Sant-Brieg abaoe 1979.
  • E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 167 skoliad (4 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].

Istor

Sant Brieg eo a roas e anv da Vro Sant-Brieg. Krouet e voe ar gêr er VIvet kantved gant ar manac'h anvet Brieg, deuet a Vro-Gembre. Ur manati a voe da gentañ, ha tamm-ha-tamm ur gêr a greskas tro-dro d'ar manati-se.

Dispac'h Gall

  • Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Sant-Brieg da benn ur bann[3].

XIXvet kantved

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • 685 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 2,86 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
  • Ur soudard bet ganet er gumun a voe fuzuilhet gant al lu gall d'ar 1 a viz Here 1915, e Vienne-le-Château (Bro-C'hall).

Repuidi Brezel Spagn

Eil Brezel-bed

Monumantoù ha traoù heverk

Tregont monumant istorel zo er gêr. En o zouesk :

  • Iliz-veur Sant Stefan, gant relegoù sant Brieg enni,
  • Dismantroù tour Soazon, savet e 1395 ha distrujet e 1598,
  • Feunteun Sant Brieg, savet er 15vet kantved,
  • Tiez kozh e kreiz-kêr.

Sevenadur

Bezioù ar C'hommonwealth e beredoù ar gumun

Bez ar C'hommonwealth er vered Sant-Mikael

BroNiver a dud
Rouantelezh-Unanet1 (tirlu)
Hollad1

Ur soudard iwerzhonat eus ar Royal Inniskilling Fusiliers e oa. Marvet eo e miz Gwengolo 1914, e-pad ar Brezel-bed kentañ.

Bezioù ar C'hommonwealth er vered Kornôg

BroNiver a dud
Kanada3 (aerlu)
Rouantelezh-Unanet54 (aerlu:5, morlu: 48, tirlu:1)
Dianvtremen 43
Holladtremen 90

Marvet int e-pad an Eil brezel-bed. Re ar Morlu a varvas pa'z eas an H.M.S. Charybdis d'ar strad d'an 23 a viz Here 1943.

Poblañs

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[9]

Melestradurezh

Roll ar vaered
MareAnvStrolladKarg
11 Gouere 2017→ bremañMarie-Claire DiouronUDIApotikerez
20012017Bruno JoncourMoDemKannad (abaoe 2017)
19832001Claude SaunierPSSenedour (1989-2008)
19651983Yves Le FollPSUKanad (1967-1968 / 1973-1978)
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Tud

Tud bet ganet eno

Tud bet marvet eno

Tud hag o deus bevet e Sant-Brieg

Ardamezeg ar familhoù

Aubry
Aotrounez la Lande (?), eskopti Sant-Brieg.
En glazur e zaou c'hoaf en argant lammellet, heuliet ouzh kab gant ur rodig-kentr en aour, hag ouzh beg gant ul leonparzh ivez en aour.
Bernard, tailhanter war an tiegezhioù (fouages) Sant-Brieg e 1690
Auffray
Aotrounez Roc'hbihan, er barrez Sant-Mikael
Treustellet etre argant ha sabel a c'hwec'h pezh, e leon en aour balirant
Bagot
Familh c'henidik eus Tregaeg, he deus roet sindikoù ha maered da Sant-Brieg adalek 1579
En glazur e ruilhenn en aour
Louis Barazer
Senesal Sant-Brieg e 1690
En gul e wifrell en erminoù heuliet gant div ruilhenn en argant
de Beaulieu

Aotrounez la Ville-Juhel, er barrez Sant-MikaelEn glazur e leon en argant, heuliet gant nav bezantenn en aour, 4, 2, 3

Bertram
Yann, chaloni Sant-Brieg; Gwilhern, en eus kemeret perzh ouzh feur-emglev Gwenrann e Gwengamp e 1381[11].
Teir gavan (livioù dianav)
Eder

Aotrounez Villedoré ha Villeraoul, e Saozon (Sant-Brieg)

En gul e dreustell en argant, heuliet gant teir fempdiliaouenn ivez en argant, 2, 1

Sport

Marc'hhouarnerezh

Tro Bro-C'hall

Liammoù etrebroadel

Liammoù he deus kêr Sant-Brieg gant kêrioù e meur a vro[12] :

Gevelliñ

brokêrabaoe
AlamagnAlsdorf1970
KembreAberystwyth1973
GresAghia Paraskevi1991

Kevelouri

brokêrabaoe
NigerAgadez2002
TuniziaGabès2006
PalestinaBattir - Kufur Thilit2009

Mignoniezh

brokêrabaoe
Bosnia-ha-HerzegovinaGoražde
KiprenezGerospikou2002

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

  • Pol Potier de Courcy (2011). Nobiliaire et armorial de Bretagne (in fr). Cressé : Editions des Régionalismes. ISBN 978-2-84618-778-7. 

Daveoù ha notennoù