Lošinj
Lošinj (Lussino en italianeg, Lusin e yezh Venezia, Lötzing en alamaneg, Apsorrus pe Apsorus e latin) zo un enezenn eus Kroatia, e pleg-mor Kvarner.
![Porzh Porozina](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/48/Losinj-zaliv1.jpg/250px-Losinj-zaliv1.jpg)
E-keñver melestradur emañ e kontelezh Primorje-Gorski Kotar. Tost-kenañ eo da enez Cres ha liammet eo outi gant ur pont. An unnekvet enezenn vrasañ eus Mor Adria eo Lošinj, gant 33 km a hed hag ur gorread a 74,36 km2. Annezet eo gant 7 771 a dud. Mali Lošinj eo ar gêr vrasañ.
E-pad kantvedoù, ha betek 1797 e voe e dalc’h Republik Venezia. Goude se e voe staget ouzh Impalaeriezh Aostria. Etre ar Brezel-bed Kentañ hag an Eil Brezel-bed e oa e dalc’h Italia. Goude 1945, pa voe roet da Yougoslavia, ez eas kuit kalz italianegerien eus an enez.
Liammoù diavaez
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañDibar:KlaskEil Brezel-bedWikipediaWikipedia:Porched ar gumuniezhPatrick Le BescoKantikou Brezonek Eskopti Kemper ha LeonWikipedia:SkoazellBrezhonegSimo HäyhäDukarkBloavezhioù 530Wikipedia:Kumuniezh/An davarnEuropaWikipedia:Pajennoù da nullañMoudennSkoazell:Kont implijerRouantelezh-UnanetWikipedia:Diwar-bennHengerddMarie-Antoinette AostriaStadoù-Unanet AmerikaA Little RomanceAnnie OakleyPorched:TimbrouriezhWikipedia:Pajenn bersonelWikipedia:Porched ar porchedoùLimaRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorDibar:MaC'haozeadennoùMosin-NagantBengaluruJuan Antonio VillacañasFlandrez FrañsFellasionSkoazell:SkoazellFanny Hill