Kroatia

Kroatia (Hrvatska e kroateg), ent-ofisiel Republik Kroatia (Republika Hrvatska), a zo ur vro hag ur stad eus Europa ar Su, ha Zagreb he c'hêr-benn. Ezel eo eus AFNA abaoe 2009, hag eus Unaniezh Europa abaoe ar 1añ a viz Gouhere 2013.

Unaniezh Europa
Republika Hrvatska

Banniel Kroatia
Ardamezioù Kroatia
BannielArdamezioù

  • ██ Lec'hiadur en Europa
  • Kan broadelLijepa naša domovino
    Yezh ofisielKroateg
    Kêr-bennZagreb
    Gorread
    • En holl
    • % dour

    56 594 km² (126vet)
    1,09
    Poblañs
    • Hollad
    • Stankter

    4.284.889(2011)
    75,8/km²
    PrezidantZoran Milanović
    Kentañ ministrAndrej Plenković
    Gouel broadel25 a viz Mezheven
    MoneizEuro (€) (EUR)
    Rann-eurUTC + 1 (hañv: UTC+2)
    Kod pellgomz385
    Kenrouedad.hr

    Istor

    A-hed he istor eo bet e kroashent peder sevenadurezh, setu perak eo ken pinvidik he glad arzel hag he monumantoù. Slaved eo an annezidi, abaoe ar VIvet kantved. Levezonet eo bet ar vro gant Venezia war an aod, gant Aostria en diabarzh. Da gentañ e oa bet levezonet gant an impalaeriezhioù roman ha bizantat. Amezeg eo bet d'an Impalaeriezh otoman etre ar XVvet kantved hag an XIXvet kantved. Harzet eo bet an impalaeriezh war vord Kroatia ha dre-se emañ an harzoù er stumm m'emaint.

    Douaroniezh

    En-dro dezhi emañ:

    Sellit ouzh: Listenn inizi Kroatia

    Kêrioù

    Sede kêrioù brasañ Kroatia: Zagreb, Split, Dubrovnik, Rijeka, Osijek, Zadar, Slavonski Brod, Pula, Šibenik ha Varaždin.

    Liammoù diavaez


    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.