Lulu and the Lampshades

Lulu and the Lampshades zo ul laz-seniñ saoz, eus Londrez, ennañ teir flac'h hag ur paotr[1]. E skol-veur Bristol avat e oa Lulu, alias Luisa Gernstein, ha Heloise Tunstall-Behrens, o studiañ e 2009 pa savas c'hoant dezho sevel ul lazig-seniñ. Dont a reas Jemma da seniñ gitar gante ha Dan da daboulinat.

Levezonet int gant a bep seurt sonerezh, ken calypso ken tonioù folk kozh, ha plijout a ra dezho distummañ ha gweañ tonioù ha frammoù.

Kentañ a rejont a voe ober ur bladennig gant "Feet to the Sky" gant al label saoz dizalc'h Voga Parochia, ha peurwerzhet buan e voe an 200 skouerenn.

Brud

Brudet int bet muioc'h avat gant o fladennig "Cups (You're Gonna Miss Me)", ma kanent ur ganaouenn adsavet gant Luisa diwar ar ganaouenn stadunanat, "When I'm Gone", kentañ enrollet e 1931 gant al laz Carter Family, eilenrollet gant J. E. Mainer's Mountaineers ha Charlie Monroe[2].Un tamm video o doa graet ouzhpenn, skignet e You Tube, ma kane Luisa ha Jemma [3] en ur strakal gwer plastik war daol ur gegin. Prestik war-lerc'h e voe graet kemend-all war You Tube gant ur plac'h yaouank, Anna Burden, ha setu degadoù a grennarded o o kanañ hag o strakal evelte dre ar genrouedad, ha milionoù a dud da sellout outo.
Evezh a voe taolet ouzh kement-se gant ar ganerez Anna Kendrick a c'hoarias ivez gant he gwerenn en ur ganañ, er film Pitch Perfect. Ha hi goude d'ober ur bladenn, hag a reas berzh, gant kanaouenn Carter ha Luiza, rak anv an daou oberour zo meneget war ar bladenn evel er film .

Anv nevez

Abaoe Ebrel 2013 eo deuet Lulu and the Lampshades da vezañ Landshapes.

Notennoù

Liammoù diavaez

  • Lulu and the Lampshades o kanañ Feet to the Sky en ur video
  • Lulu and the Lampshades o kanañ "Cups (You're Gonna Miss Me)" , enrollet en ur studio;
  • Luisa ha Heloise (hep al Lampshades all) o kanañ "Cups (You're Gonna Miss Me)" , enrollet o-div en ur gegin
  • Lulu and the Lampshades o kanañ er-maez en kêr Islington (Northampton Square) : [1]
  • The Landshapes o kanañ Insomniacs Club [2]
  • The Landshapes o kanañ Elastic Limbs Clubhttp://www.youtube.com/watch?v=Q8YuS4bVJQo
  • The Landshapes o kanañ : [3]

Pennadoù-skrid diwar o fenn

Pennad kar