Marc'h Przewalski

Marc'h Przewalski


En arvar (EN)

Rummatadur filogenetek
Riezad :Animalia
Skourrad :Chordata
Kevrennad :Mammalia
Urzhad :Perissodactyla
Kerentiad :Equidae
Genad :Equus
Anv skiantel
Equus ferus przewalski
Poliakov, 1881
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Marc'h Przewalski, marc'h Prjevalski (spesad Equus przewalskii, isspesad Equus ferus przewalskii pe Equus caballus przewalskii), zo ur spesad pe un isspesad kezeg gouez tost-kenañ d'ar spesad Equus caballus.

Bagad ar C'hausse Méjean e Bro-Chall

Istor

Marc'h Przewalski a vefe unan eus diaraogerien ar marc'h doñvaet. Koulskoude ne zeuas ket an den a-benn d'e zoñvaat biskoazh.

Kavet e voe e 1879 gant ar c'horonal ergerzhour rusat Nikolay Prjevalsky e Dzoungaria, er menezioù war lez Gouelec'h Gobi. A-raok an darvoud-se e soñje d'ar skiantourien e oa aet al loened-se da get, diouennet gant ar Vongoled abalamour da gaout kig.
E 1881 e voe dibabet e anv skiantel gant I.S. Poliakov, mirdiour Mirdi loenoniezh Akademiezh skiantoù Sant-Petersbourg.

Goude ar gavadenn e c'houlennas meur a zoo kavout un nebeud loened. Abalamour d'o gouezder e vije bet diskaret bagadoù a-bezh eus ar c'hezeg-se gant ar chaseourien evit tapout un nebeud loened hepken. Dre benn d'ar chase-se peurgetket ez eas ar spesad war rouesaat hag al loened gouez diwezhañ a voe spurmantet e Mongolia e 1969. Adalek ar mare-se e vez sellet ouzh ar spesad-se evel diouennet en natur.

Er zooioù e voe miret ar spesad bev. Diskenn a rafe an holl gezeg Przewalski a-vremañ eus ur strollad 9[1] pe 12[2] gouenner a-douez an 31 loen tapet bev e diwezh an Eil Brezel Bed, a ziskenne o-unan eus an 13 gouenner tapet e 1900[3]. Gwirheñvel eo e oa un hiron marc'h doñv en o zouez.

War-dro 1977 ne chome ken 300 loen bev er zooioù dre ar bed[3], neuze e voe savet raktresoù da eskemm gouennerien ha da greskiñ ar boblañs-se gant zooioù hag ensavadurioù, hag e deroù an XXIvet kantved} e konter war-dro 1 800 loen[3].

Distro kezeg Przewalski en natur

Savet e voe raktresoù da gas ar spesad da Vongolia en-dro ha d'e lezel da vevañ en natur ; teir c'hefridi a voe sevenet 2010.

An « Ensavadur evit mirout ha gwareziñ kezeg Przewalski », bet krouet en Izelvroioù e 1977, a zegasas ar c'hezeg kentañ e Mongolia e 1992, e Park broadel Hustai. Lezet e voe 84 loen da vont en natur betek 2004. Al loened degaset da Vongolia zo bet kustumet ouzh an hin da gentañ e-pad pell e klozioù bras, a-raok bezañ lezet da vont da vat[4]. E 2008 e oa 192 loen-kezeg e 24 harem.

E Takhin Tal (Gobi B) ivez e voe lezet kezeg da vont en natur gant Strollad etrebroadel Takhi (ITG). Etre 1992 ha 2004, 90 marc'h bet ganet e zooioù a voe kaset da Vongolia. Tri marc'h-servij all a voe kaset eus Park broadel Hustai betek Takhin Tal e 2007. E 2008 e oa 111 loen-kezeg en o frankiz e nav strollad disheñvel er boblañs-se.

Ar gevredigezh c'hall Takh[5] he deus aozet un trede esae goude he c'hrouidigezh e 1990. Loened hag a zeue eus zooioù disheñvel a voe lakaet en hanter frankiz e Lozère, er C'hausse Méjean, war ur bladenn gouestlet da zesevel deñved, da sevel ur bagad loened a zo anezhañ c'hoazh. Goude dek vloaz o prientiñ an distro d'ar vuhez ouez e voe kaset 22 ouenner gant berzh e 2004 hag e 2005 e Khomiin Tal, e-kichen Park broadel Khar Us Nuur.

Da-heul ar raktresoù-se e oa e diwezh 2007 war-dro 330 loen-kezeg en o frankiz e Mongolia : 200 e Park broadel Hustai, 110 e gouelec'h Gobi, hag ouzhpenn 20 e Khomiin Tal (Mongolia ar c'hornôg[6]).

Deskrivadur

Neuz kezeg Przewalski a ziskouez perzhioù kentidik : ur penn bras o deus, daoulagad lec'hiet uhel ha n'eo ket war kostezioù ar penn e-giz ar c'hezeg all, diskouarn hir, araoget tev int, ur c'horf bras o deus gant ur roudenn deñval ha roudennoù all war an izili.
Bihan eo al loen, 1,20 metr e vent krennn, ha dezhañ ur sae rouan atav ha penn an izili teñval ; sklaer eo penn ar fri, gant reun teñval. Ar moue a gresk sonn hag a vuz bep bloaz, n'eus kuchad ebet.
N'haller ket reoliñ kezeg Przewalski, n'haller ket o embreger na pignat warno. Bevañ a reont diwar boued dister-kenañ ha gallout a reont gouzañv ar brasañ tommder ha yenijenn.

Tennañ a ra marc'h Przewalski da varc'h Riwoché, bet kavet e 1995 gant an ergerzhour ha skrivagner Michel Peissel e rannvro ar C'ham e Tibet.

Genetik

Disheñvel a-walc'h eo kezeg Przewalski diouzh ar c'hezeg doñv rak 66 kromozom o deus ha n'eo ket 64.
An enklaskoù diwar-benn TDN ar mitokondri o deus diskouezet n'eo ket kezeg Przewalski hendadoù ar c'hezeg doñv a-vremañ. Koulskoude, ar studiadennoù diwar-benn ar c'hemmoù etre glad genetek kezeg Przewalski ha hini ar c'hezeg doñv o deus diskouezet nebeut a gemm etrezo.
N'eus nemet peder allelenn dezhe pevar loci merkerioù serom disheñvel a oa anavezet evel merkerioù dibar da gezeg Przewalski. Ar pep brasañ eus adstummoù protein ar gwad a gaved e gwad an daou spesad kezeg, ha zoken al lodenn eus an TDN anavezet evit ar bronneged da ziorroen ar buanañ (lodenn an TDN mitokondriek kontrollerezh), ne ziskouez ket kalz a gemmoù a-bouez etre an daou spesad. Sklaer eo eta ez eo kar kezeg Przewalski d'ar c'hezeg doñv.

Marteze e tiskenn an daou spesad eus un hendad boutin. Kezeg Przewalski zo bev hiziv an deiz avat, n'int ket hendadoù ar c'hezeg doñv.

Liammoù diavaez

Levrlennadur

  • Equus caballus przewalskii, Poliakov, 1881.
  • Equus ferus ssp. przewalskii, Poliakov, 1881.
  • Sally Zalewski, Le cheval de Przewalski, Buchet-Chastel, 2018 (ISBN 978-2-283-03131-5)

Notennoù