Mindoro
Mindoro zo unan eus inizi Filipinez, en enezeg Visayas. Emañ er mervent da enez Luzon hag er biz da enez Palawan. Er su dezhi emañ Mor Sulu. Ar seizhvet enezenn vrasañ eo e Filipinez, gant ur gorread a 10 572 km². Poblet eo gant 1 238 573 a annezidi (e 2010).
Rannet eo e div broviñs, e-keñver melestradurezh : Kornôg Mindoro ha Reter Mindoro. Calapan eo ar gêr vrasañ.
Ouzhpenn al labour-douar a ro labour da galz a dud, ar mengleuziañ zo pouezus en enezenn, gant mengleuzioù kouevr ha marbr.
Meur a yezh a vez komzet e Mindoro, en o zouez an tagalog, yezh ar muiañ-niver.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle