Mostar

Mostar (e kirillek : Мостар) zo ur gêr eus Bosnia-ha-Herzegovina. Emañ e kanton Herzegovina-Neretva. E 2001 e oa bet kontet 69 838 annezad. Hiziv e vez e-tro 105 000 annezad.

Mostar gozh

Kreizenn velestradurel ar c’hanton Herzegovina-Neretva eo Mostar. Karter “Pont kozh ar kêr kozh Mostar“ zo enskrivet war roll glad bedel an UNESCO abaoe 2005.

Douaroniezh

Kartenn Bosnia-ha-Herzegovina

Ur c’hant kilometrad bennak e kreisteiz Sarajevo emañ Mostar, war-dro 40 km eus an harz etre Bosnia-ha-Herzegovina ha Kroatia, ha 50 km eus ar Mor Adriatik. War porzhioù ar stêr Neretva eo Mostar. Treugiet eo gant an tren d’an aod kroat ha da Sarajevo.

Istor

Nevez-amzer e Mostar, Tivadar Kosztka Csontváry (1853–1919)
Pont Mostar e 1930

Evel e tiskouez ar mogerioù-tro hag ar beredegoù e oa dalc’het lec’hienn Mostar diwar ragistor.

Komprenet o deus ar Romaned pouez strategel ha kenwerzh al lec’h-se ha neuze en em stalient eno. Kavet eo bet aspadennoù endonet ar gêr roman dindan ar gêr a-vremañ.

Er fin Henamzer e oa bet savet pennilizoù kristen. Ar vezañs kristen a chomas betek ar grennamzer.

War un teuliad eus 1474 e welomp evit ar wech kentañ anv Mostar. Dont a ra eus gwardoù ar Pont, ar mostari.

Ar pont hen se a oa war an hent kenwerzhel etre ar Mor Adriatik hag ar rannvro mengleuziek ha pinvidik e kreiz Bosnia. A-drugarez se, Mostar en em astenn war ar c’hlann zehoù. Dindan an Impalaeriezh Otoman ez a Mostar d’ur c’hadiluk ha goude d’ur sandjak a-raok bezañ kreizenn gournament turk.

<b 1475 1566 1878 Adalek ar XVvet kantved betek an Patrom:XIXvet kentved e tiorro Mostar dindan Impalaeriezh Otoman. a dremen hag holl Bosnia-ha-Herzegovina edan velestradurezh aostriat ha hungarat. XVvet, kavet reer dielloù kelioù diwar-benn : oa war glannoù Neretva ur plas kreñv. Tremenet hon boa pont-skourr. pont-se roe anv d’ar gêr, dalv “treizher pont” d’an hini ret da baeañ un dell dreizh. A-drugarez tiorroe genwerzh transportoù. A-benn en em stalie c’harter muzulman (« mahala ») gant moskeennoù kouronkoù bourzh stêr hanternoz lec’h treizh. savet pont maen gouarnamant Karadjoz-Beg. Kreizenn staliet bep tu neuze.
Pa erru ar velestradurezh aostriat-ha-hungarat, e 1878, e anavez Mostar ul lammgresk armerzhel ha kêrel nevez.

<b 1475 1566 1878 Adalek ar XVvet kantved betek an Patrom:XIXvet kentved e tiorro Mostar dindan Impalaeriezh Otoman. a dremen hag holl Bosnia-ha-Herzegovina edan velestradurezh aostriat ha hungarat. XVvet, kavet reer dielloù kelioù diwar-benn : oa war glannoù Neretva ur plas kreñv. Tremenet hon boa pont-skourr. pont-se roe anv d’ar gêr, dalv “treizher pont” d’an hini ret da baeañ un dell dreizh. A-drugarez tiorroe genwerzh transportoù. A-benn en em stalie c’harter muzulman (« mahala ») gant moskeennoù kouronkoù bourzh stêr hanternoz lec’h treizh. savet pont maen gouarnamant Karadjoz-Beg. Kreizenn staliet bep tu neuze.
Betek an XXvet kendalc’h Mostar e tiorren a-drugarez d’an eskemmoù kenwerzh ha d’ar broduerezh artizanel. Miret he deus he giz Grennamzer daoust savadur dileveoù e bloavezhioù 1960.

Ar pont torret gant ur vombezenn

Mostar e deroù ar bloavezhioù 1990

Kêrbenn Herzegovina e oa Mostar. Ur greizenn c’hreantel a oa a-drugarez d’an aerlestrsaverezh “SOKO” ha d’ar broduerezh aluminiom pouezus („Aluminij“). Oberiat e oa ar c’henwerzh : gwiadoù, butun, boued. Ul lec’h touristikel ha darempredet-tre e oa a-drugarez d’he savouriezh a reter ha giz Otoman ha d’he moskeennoù niverus.

Mostar e-pad brezel Bosnia

Skoet-tre a oa Mostar gant ar brezel (1992-1995). Teir c’humuniezh a argade. Ar Serbed a oa staliet en uhelder. Ar vroadelourien groat o doa bountet ar Vosnied (Slaviad muzulman) er ghetto ar kêr kozh war ar c’hlann a reter Neretva.Goude disklêriadur dizalc’hiezh Bosnia-ha-Herzegovina e oa ur seziz war Mostar e-pad 18 miz. D’an 3 a viz Ebrel 1992 e oa bombezet Mostar evit ar wech kentañ gant an arme pobl yougoslaviat (JNA). Neuze, Mostar a oa bet kontrollet gant ar JNA. En nevez amzer 1992, distrujet e oa bet an holl pont (war-bouez ar Stari Most), an aerborzh hag al labouradeg aluminiom Aluminij. Dilojet e oa bet an aerlestrsaverezh “SOKO” e Bro-Serbia. E miz Mezheven 92, adbountet e oa bet ar JNA gant an Arme Republik Bosnia-ha-Herzegovina (ARBiH), ar C’huzul an Difenn Kroat (HOV) hag an Nerzhioù Armet Kroat (HOS). Kalz sevenadur a oa bet distrujet d’ar mare-se, monumantoù relijiel peurgetket: iliz ortodoks ha moskeenn gant an HOV. Adalek Mezheven 92 e erru kalz repuidi vosniat a oa bet chaseet eus reter Bosnia dindan kontroll serb. Neuze cheñchet e oa ar boblañs hag ar c’hempouez etre Kroated ha Bosniad. Un arme bosniat a oa bet savet gant meur a soudard eus HVO hag HOS.
E 1993 o deus c’hoant an dreistbroadelourien da zaouhanteriñ Bosnia-ha-Herzegovina gant o enebour serb. Met adbountet e oa bet gant an arme bosniat. Honnezh a adkemer kreiz Bosnia ha goude ez a d’ar Su betek Mostar (taol „Neretva 93“). Dizemglev pouezus a oa erruet e Mostar a-hed ar Boulouard an Dispac’h Pobl (« bulevar narodne revolucije »). Ar bihanniver etnek a oa bet argadet. D’an 9 a viz Du 1993 e oa bet distrujet ar « Stari Most » (pont kozh, arouez ar gêr) gant un obuz.

Mostar abaoe ar brezel

Adsavadur Pont Mostar e 2003

E-pad ar brezel e oa bet dispartiet Mostar e daou du gant Boulouard an Dispac’h Pobl (« bulevar narodne revolucije ») :

  • Kornôg Mostar : dreist holl karterioù modern, abaoe 1995 an darn vuiañ kroat ha katolik
  • Reter Mostar : dreist-holl karterioù kozh, an darn vuiañ bosniat ha muzulman

Goude ar brezel e oa bet adunanet an daou du-se.
Ar Stari Most (Pont kozh) a oa bet adsavet er memes framm ha gant ur maen orin bennak e 2004. Kalz tiez a chom da vezañ adsavet. Met a-drugarez d’an donezoner niverus ez a an adsavadur war-raok. Neuze gallout a rae mirout he dedenn hag he dudi.

Poblañsouriezh

E 2003 e konter 105 448 annezad e Mostar. (Source : https://web.archive.org/web/20130125022847/http://www.visitmostar.net/Mostar.htm)Emdroadur istorel ar poblañs er gumun

197119811991
89 580110 377126 628

Dasparzh ar poblañs dre vroadelezh (1991)

BROADELEZHNIVERENNDREGANTAD
Bosniaded43 85635
Kroated43 03734
Serbed23 90919
All15 57912
Hollad126 066100

Sevenadur

E Mostar emañ ar c’hreizennoù sevenadurel da heul :

  • Kreizenn evit sevenadur « Mostar »
  • Ti ar Sevenadur « Dom Kulture Herceg Stjepan Kosača »
  • Kreizenn sevenadur yaouankiz «Abraševic »
  • Sal sonadeg «Pavarotti-Mostar »
  • Dielloù Herzegovina (bremañ Dielloù ar c’hanton)
  • Mirdi Herzegovina
  • Levraoueg-kêr « Herceg Stjepan Kosače »
  • Levraoueg Grandska biblioteka « Luka »
  • C’hoariva pobl Mostar
  • C’hoarvia kroat « HNK-Mostar »
  • Ti Aleksa Šantić

An darvoud sevenadurel brudetañ eo « Hañv Mostar » gant abadenn barzhonieg koshañ gant Aleksa Šantić peurgetket; ur gevezadeg splujañ eus ar re goshañ adalek ar Pont Kozh e dibenn sizhun diwezhañ miz Gouere.

Armerzh

Armerzh Mostar a zo diouzh greanterezh an aluminiom hag ar vetalouriezh, servijoù-bank, ha gennad ar pellgehentiñ. Meur a sez c’hevredad embregerezh pouezus a zo e Mostar. A-drugarez da se he deus galloudezh kreñv. Da greskiñ e kendalc’h an niveren embregerezh ar gennad prevez. Raktres da ziorren energiezhioù an avel a zo ivez.Degouezhout a ra ar saloñs vrasañ eus Bosnia-ha-Herzegovina e Mostar bep vloaz : Saloñs Etrebroadel Armerzhiel Mostar (“Međunarodni sajam gospodarstva Mostar”). Abaoe 1997 e c’haller diorren eskemmoù etre embregerezh disheñvel (boued, gwin, levrioù, etc.) eus ar bed holl.

Greanterezh

Pouezus-tre eo greanterezh an aluminiom (« Aluminij ») hag ar vetalouriezh. Gant embrouegerezh etrebroadel pouezus e labour Aluminij : Daimler-Chrysler, Fiat, …

Servijoù

Ur c’hreiz-bank eo Mostar ivez : 2 eus an 3 bank pouezusañ ar vro zo staliet e Mostar. Kavout a reer embregerezhoù pellgehentiñ pouezus ouzhpenn :

  • “Elektroprivreda HZHB”, tredan
  • “Hrvatska Pošta Mostar”, post
  • “HT Mostar”, pellgehentiñ (trede embregerzh pellgehentiñ ar vro)

Touristerezh

Straed kozh Mostar

Ar gêr touristelañ eus Bosnia-ha-Herzegovina eo Mostar. Kalz dibarderioù zo eno :

  • Kêr gozh Mostar gant ar Stari Most (Pont kozh) ha gar karter touristel
  • Moskeenn Karadoz-beg
  • Iliz Frañsezidi (Franjevačka crkva gant ar c’hloch vrasañ ar vro)
  • Straedig Bišcevic hag he ziez turk
  • Kêriadennig gozh Brankovac gant tiez ha liorzhoù hengounel giz Otoman
  • Kêriadenn gozh Blagaj : eien Buna, Tekia (ti Darwich a awene al levr “An darwich hag ar marv” gant Meša Selimović)
  • Park natur ha menez Prenj (e poulz al „Lis bosnek“)
  • Mirva natur “Diva Grabovica”
  • Ar “Bladenn”, torgenn a zo a us da gornôg ar ger
  • Ti Aleksa Šantić, ar barzh brudetañ eus Mostar
  • Mirdi Herzegovina

Sportoù

Mell-droad

Ar sport brudetañ eo ar vell-droad e Mostar. An 2 glub mell-droad pennañ eo : Ar Velež Mostar hag ar Zrinjski Mostar. Harpet eo pep klub gant ur strollad etnikel : ar Velež Mostar gant ar Vosniaded hag ar Zrinjski Mostar gant ar Groated. Neuze tenn-tre eo ar match etre an 2 skipailh-se.E Mostar ez eus 2 stad : Bijeli Brijeg Stadium (stad FK Velež) ha Vrapčići Stadium.

Basket-ball

E live broadel e c’hoari ar skipailh HKK Zrinjski Mostar.

Melldorn

Pouezus e oar skipailh Zrinjski ha c’hoari e live broadel ivez.

Tud brudet

Aleksa Šantić
  • Emir Balić, splujer eus ar pont kozh
  • Svetozar Ćorović, barzh
  • Ivan Ćurković, c’hoarier melldroad
  • Osman Đikić, barzh
  • Jadranko et Goran Fink, splujerien eus ar pont kozh
  • Ahmed Glavović
  • Zdravko Grebo, skrivagner (skrid-arnod)
  • Vahid Halilhodžić, gourdoner melldroad
  • Adin Hebib, luc’hskeudenner
  • Hamza Humo, barzh
  • Alija Kebo, skrivagner
  • Predrag Matvejević, skrivagner
  • Himzo Polovina, barzh
  • Aleksa Šantić, barzh
  • Josip Sesar, basketour
  • Dušan Bajević, c’hoarier melldroad ha gourdoner
  • Blaž Slišković, c’hoarier melldroad ha gourdoner
  • Safet Sušić, c’hoarier melldroad ha gourdoner
  • Sergej Trifunović, komedian
  • Semir Tuce, c’hoarier melldroad
  • Almir Zalihić, skrivagner
  • Pero Zubac, skrivagner
  • Djenan Selimotić, kelenner sport
  • Adnan Čustović, c’hoarier melldroad

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.